Kontadenn ar gouloù koar (WMA) 
Ur person kozh oa erruet ba’ Landelo, se oa kant vloaz zo ;hag eñ oa chomet e-pad tregont vloaz eno. ANVEZ A RAE toud an dud ba’r barrez, ha toud ar pezh basee ba’ parrez Landelo. Yann ha Soaz oa bet EUREUJET gantañ. Ur wech pa oa o treuz’ ar vourc’h ‘noa gwelet Soaz, ha Soaz oa trist, trist -tre.
-« Petra c’hoarvez ganeoc’h Soaz ?
- O, feiz ! dimezet on dijà dek vloaz zo , mont a ra an tiegezh mat en-dro, met an dra bennak zo n’a ket… n’eus ket bet heriter ebet c’hoazh !
- - a ben! lar ar person kozh, ar gwellañ tra peus d’ober eo mont da wel’ an APOTIKER.
- - o! bet on bet wel’ an apotiker dijà, roet ‘neus hennezh kalz louzou din, ‘neus netra d’ober!Ha giz-se ’mañ!
- ’Peus ken mont da wel AN DISKONTER!
- bet on bet da wel’ n’añ , diskontet ’neus meur a wech , div pe deir gwech. Memestra! oa netra d’ober,memes mod atao, oa ket moaien ebet da gaout heriter ebet !
- Neuze ’lar ar person, ar gwellañ tra peus d’ober eo mont da Lourd, da lak UR GOULOU-KOAR,hag elum ‘nei !
- Ha, feiz, lar Soaz , se meus ket bet graet c’hoazh!”
Hag hi ‘lar da Yann pa oa digoue’et b’ar gêr: “An Aotrou Person ‘neus laret din: ma’hat n’eus ken nemet ul louzoù gouest da sikour da gaout un heriter : ret eo mont da Lourd d’elumiñ ur goulou koar!“
E giz-se, e ya Yann da Lourd, da elum ur goulou-koar...Ha kroget ar reuz! Ur bloavezh war-lec’h ,“ça y est“, n’eo ket un heriter oa bet, daou oa bet ‚’sambles!
Ar person d’ar mare se , ken kozh all ’vel oa deut, oa aet WAR E LEVE, ha kaset d’un ti-retret, ’meus ket sonj ken pelec’h...
Pa oa ba’n ti-retret ‘TEUE DA SONJ DE’AN alies « Oh! pa oan ba’ Landelo ‘anveen ur bern tud, bez oa homañ, bez oa hennezh, me mije karet mont da wel’ ane’he ! » Met ne oa ket evit mont e-giz-se, FORZH PEVARE ! Daouzek pe drizek vloaz goude-se ,’noa kavet unan bennak da zigas ‘nan da Landelo d’ober un droiad. Pa oant erru ba Landelo, e lar an Aotou Person : « ha ! sell ! me zo o vont da wel’ Soaz, ya ! »
Pa oa erruet ba’ ti Soaz, oa den ebet ba’n ti, oa ken ur mous bihan, MATREZE oa daouzek pe drizek vloaz,
- Ha, mous, ho-unan ’maoc’h ? E-pelec’h emañ da vamm ha da dad ?
- Oh! fidamdoue! ME ZO O TIWALL ma c’hoarezed vihan ma breured bihan
|
- Ha da vamm, pelec’h ‘mañ hi?
- Ma mamm zo aet d’an ospital.
- Ha bon! klañv bras eo?
- N’eo ket, aet eo da glask ur c’hoar vihan pe ur breur bihan all din!
- Ha bon! Ha da dad? Pelec’h ’mañ da dad?
- Ha feiz,ma zad! Hennezh zo aet da Lourd !
- D’o’r (d’ober) petra da Lourd?
- Da lazhañ ar goulou- koar !

Maurice Poulmarc'h o kontañ istor person Landelo
|
| |
GERIOU DIAES |
|
Anvez a rae (anavezout) a rae : il connaissait
Eureujet : marié
An apotiker : le pharmacien
An diskonter : le guérisseur
Ar goulou-koar : le cierge ( lumière de cire)
War e leve : en retraite
’teue da soñj de’an : il se souvenait
forzh pevare : n’importe quand
matreze = marteze : peut-être
me zo o tiwall : je surveille, je m’occupe de |
|