Son ar wezenn derv

D'ar seitek a viz Here, eizh ha pevar-ugent
Oa dihunet ar vro-man, glac'haret strafuilhet.

War dro dek eur diouzh an noz, savet ur gorventenn
Un avel ken dirollet, oa bet biskoazh gwelet.

Diouzh pep korn a Vreizh-Izel, diouzh Gwened da Sant-Brieg
(Na) 'vez gwelet 'met gwez pilet, toennoù dismantret.

Stanket oa bet an heñchoù ha troc'het ar gouloù
Biken den na zisoñjo, ken mantrus he roudoù.

Ar wenn derv (oa) korn va liorzh, kozh a meur a gantved
Gwriennet don en douar, meur a zarvoud bevet.

Disheoliet gant e skourroù, karradoù melchen glas
Pe evezhaet ar peizant, an hañv o tiskuizhañ.

Neizhioù pig ha neizhioù bran, pe c'hoazh morzevelled
Kuzhet en he delioù stank, bep bloaz veze kavet.

Ranket m'oa tap' va fuzuilh 'pad an adlodennañ
Ha chom harp ouzh e gorf kreñv evit e espernan.

Blenier an tourter melen, daoust 'ma oa diskiant
En doa asantet dre ret, d'am nerzh kalon plegañ.

Un dudi d'am daoulagad, un diskuizh d'am spered
Kaerañ boked un atant zo bremañ astennet.

Gourvezet war al liorzh, e gwrizioù dizouaret
'vel ar marc'h beg nerzhusañ, skoet gant ar c'hleñved.

Gwasket mat oa va c'halon, ha gleb ma daoulagad
Ret vo din e heskennañ, diskourañ, fagodañ.

'Raok kregiñ gant al labour, m'eus touet dirazañ
Vije graet gant e gorf eeun pleñch tev da gizellañ.

Graet vo ganto taolioù hir, arbilli kizellet
Evel-se e vevo c'hoazh e-touesk ar Vretoned.

Gwel (a) raio fulu an tan, 'nijal ouzh an oaled
Klevout 'ray kontadennoù, kan ha komz brezhoneg.

Sur 'walc'h en do plijadur pa zeuio ur plac'h vrav
Da flouratañ gant koar gwenan kalon ar wenn derv.

E skourroù, e begachoù a dommo va daouarn
Pa zeuio ar skorn, an erc'h da c'holoiñ an douar.

(Vit) kenderc'hel gant ar vuhez e heuilhin al lezenn
Ret eo lakaat en he flas, ur blantenn d'ober gwe'enn

Setu 'm'eus tapet va fal, douaret ur blantenn
Dibabet m'oa unau yac'h, digamm ha gwriennek.

Gant ar spered-se breudeur, 'chomo bev ar vro-man
War hon lerc'h savo tud all da stourm ha da ganañ

Ar blantenn teuio da wenn hag ar bugel da waz
Gant ar skouer vat vo roet, Breizh vevo da viskoazh,

Yann DINASKET


d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Presbital Kozh - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -