Son ar park bras

D'ar bloavez dek ha per-ugent e ker Kreac'h'nigolenn
an distruj bras erruet gant ar Rouz d'eus Pleyben

Ar Rouz kozh hag e vab bras, n'eus c'hoantaed an tiegezh
ha peogwir oa reut o yalc'h, ar verzh zo bet sinet.

C'hwrec'h ugent devez-arat, ichou da friantel
Ha plas-walc'h da ledañ teilh-yer, berniet e Kergastel

Ur zulvez d'an abardaez, an daou Rouz o pourmenn
Tro-dro d'o farkeier frank e ker Kreac'h-Nigolenn

Hag int o tivizout on daou, gant loc'h n'o zaoulagat
" war an dachenn-man ni raio, ar baysan park zo er vro "

Ur park bras hep karz na kleuz, na gwezenn na lapous
Da lakaat an alar c'hwec'h boem da zouarat kaoc'h lipous

Goude vo hadet maïs louzaouet gant ar c'har nij
Tamm pe damm yelo a biou, vo ket sellet re biz

Hag ar vrud a redo bro, enor d'an daou baysan
Peder ensileus deus renk, n'eo ket tachenn a vank

Ar pez a zo en o gouloù eo ar c'hleuniou savet
Gant hon tud kozh " diskiant ", da ziwall o loened

D'o ziwall d'o waskedan deus ar glao an avel
Pa deu an diskar amzer aman e Breiz Izel.

Da zizeoliañ ar gazek hag e ebeul bihan
Pa vez heol berv miz eost, da greisteiz o poazañ

Da roin neiz d'ar voualc'h-zu, d'ar vran d'an durzunel
D'al laouenan d'ar gaouenn er pengostoù kleuzet

D'a droc'hañ nerz an avel draon pe avel biz ar menez
Da virout deus an douar-mat da ziskenn d'an draonienn

Da roin deomp koat da domman, derv vit ar c'halvez
Gwez fao vit ar boutaouer, pebez pinvidigezh

Dihastet e vo pep kleuz, 'vo n'emet ur park bras
Gelvet vo binviji krefiv, leusket kempenn ar plas

" Ni zo kouilhejenn Pleyben, ganeomp e vo desket
Pennaos labourat douar, da baotred Plonevez "

Un devez eus miz here a zigouehas an drailh,
Daou-dourter, pevar gar samm, war parkeier ar Baill

Ha tourtet ha didourtet, buhan buhan ruzet
Vit dizouarañ o gwriziennou, an holl gwez zo pilet

Bemiet uhel vit an tan, stlejet d'an izellou
war riblenn ster ar Voas Venn, da vreinañ o gwriziou

Ene zo graet ur veret gant gwez Krec'h'nigolenn
Ha gwasket mat va c'halon dirazo o tremenn

Memez ar gwez avalou laket gant Kerhoas kozh
Ha brudet vit ar jistr mat, zo taolet barz ar Roz

Glud bet ken d'al laboused, harp bet vit avel
Ha pa zeuio ar glao-pilh ar Voas Venn vo karget

Karget gant douar, gant kaoc'h-yer, ha louzeier chimik
vo skignet war ar park bras vit ar gwellañ maïs

Ar Rouz en deuz kavet an tu, digoust da vagañ pesket
Gant remorkadoù kaoc'h-yer ar re-man vo koffek

Ar C'hreoff hag an Hourmant daou chasseour brudet
Pa d'eus gwellet an distruj da vad int d'eus sonjet

Gant un tamm imor n'o fenn, ar fusul vo dilezet
Da c'hasseal er vro-man, vo red kaout un Exocet

Gant mestr-bras Pont ar Veuzenn vo prenet un dousen
vit ar c'had, ar Glujidi, pe c'hoas ar C'heffeleg.

Setu aze va zud kaezh, un taol brud da Blonevez
Meuleudi bras d'an daou Rouz er barrez erruet

Erruet gant o arc'hant da gompezañ '(ar) vro-man
da wastarañ ar goachou ha d'ar c'heuniou rissañ.

Da wastarañ ar goachou ha d'ar c'heuniou rissañ
Ken mantred oa tud ar vro, skrivet oa da Gozan

Skrivet oa d'an député, da Fanch Riou, Kuzulier
da zont da vel' ar blaenenn graet eus douarou Ker

Red vo sevel ul lezenn da virout (1) ar c'hleuniou
An distrujerienn renko leuskel gwezh'barz ar Vro

Y D.

(1) Pe du ziwal.


d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Presbital Kozh - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -