Didostit ta bretonnet ha selaouit va zon
Savet gant ur vamm yaouank ginidig deus Kraon.
Daou bugel 'm'eus da zevel, rak va gwaz zo aet kuit
Kavet en deus unan all, evel se deuet ar c'hiz,
Da bemp eur deus ar mintin gemeran va strakel
'vit mont da lazadeg yer, troc'hañ Souk pe askell.
Gwasket eo va zamm kalon 'vel pep. deiz deus ar bloaz
Pa savant "stang ar Garont" da grogiñ gant al laz.
An ti gaver skleriiennet a vez deus bel gwellet
Eno 'ma Doux ha Bonhoure sterdan deomp ar chadenn,
Rak chadennet on da vat, gant mestr al lazadeg
An didruez mekanik, hag ar SMIG hep termel.
Kerkent kuitaet va gwettur sentant alfenn klouar
C'hwez ar bouelloù ha gwad-tomm tond deus ar siminal.
Renkadennou, kamionnou zo sioul, tostig d'ar c'hae
Ar vlenerienn zo kousket, hir eo bet an nozvez
Un diskuiz n'eo nemet ken, 'raok bezañ diskarget
Guelvet vezont gant AZIZ, an eil goud egile,
AZIZ a o ur potr kreñv deus menez Kurdistan
Kavet 'n'eus ammañ labour, roit d'eon kommandamant.
Anvet eo bet mestr ar c'hae, na zamant ket d'e boan
Deus gwal amzer.pe langaj', na seblant ober van,
Milliadou a bennou yer, lod'ne hanter vouget
Zo aze c'hortoz o zro da vezañ displuet.
Gwisket botou, saro gwenn, ha va blev dastumet
Tostaad 'ran deus ar chadenn, a glevan gwigourel.
Va gontell en ma zorn diou, toullan 'ran ar c'hentan
Gant mousc'hoarz da Mari-Jo em c'hichenn o poanian.
Laret zo deomp gant Herry, mestr bihan hon chadenn
Vo irio ur gwal-zevez, ur vag renk be karget,
Ur mel bag gant ienerez zo c'hortoz e porzh Brest
Raok ar zul renk be' karget gant dek mil ton yer fresk,
Ha berc'h ha berc'h d'ar gontel, va darzorn entannet
Dal ket ar boan klemm da zen, na vin ket selaouet,
Ar pennoù yer displuet a dremenn ken buan
Hag ar chef zo war evez, ha prest d'hon gourdrouzañ,
Tostaad a ra da nav-eur erru mare ar c'haffe
Dizouran ha toullan kaozh etrezomp, digabestr,
Merc'hed yaouank disoursi gonto a zroio kamm
Deus karantez pe glac'har pep hini n'eus e damm.
Hag paotred ar sindikat glasko dastum skoazel
Dizale vo votadeg tud vank war al listenn.
Ur zell war an orolaj poent eo dare stagan
Gant ul lemm vat d'am c'hontell aesoc'h vo diswouelan,
Ar chadenn foll vont en dro, ha Herry divergont
A zav prim war e varc'h krug da roin deomp e zermon,
"ammañ 'moc'h 'vit labourat, n'eo ket 'vit unvreal
Leuskit sonjou toull en nor, pe o plas gant un all"
Bremaik pa zono ar c'hlorc'h an devez echuet
Ijili, dorn, diwisker brevet ha forbuet,
E gemerin hent ar ger da glask va bugale
Int en dro c'hoant da c'hoari, ha me c'hoant d'am gwele.
War an hent dindan an heol e derou mezeven
Sonjou foll 'teu em spered 'vit chench va flanedenn,
Kavout a rin ur gwaz all, labourer ha seder
Hon daou gant va bugale ni redo d'an domder,
Kuitaad a rin ar bouellou ha poaniou ar c'hadenn
Ha chenchañ rin va saro 'vit ur splan brozig venn,
An heol rouzan va chroc'henn, gemerin plijadur
Ankouet vo an uzin vrein, al labour dinatur,
An noz man em gwele braz na rin ket sonjou fall
Ha warc'hoaz vo votadeg evit ar sindikat,
Savet eo bet gant poan vraz gant HAUZUL ha François
D 'hon zifenn, da welaat pae, ha d'ar chadenn loskaad,
Ur c'hurdiz hag ur breton sevel ur sindikat
Aze burzud erruet war dachenn vraz Lospars,
Renerienn ha mevelienn vo laket da blegan
Pe moarvat chadenn an diaoul raio un tenn-anal-
Diskrog labour e ti Doux morse plac'h n'oa sonjet
Met HAUZUL, Soaig ha Janet n'eus chenchet hon spered.
Ha breman omp prest da stourm enep Doux ha Bonhoure
Disprizet ne vimp ket ken, gwasket gant re labour,
Ur plac'hig a dregont vloaz n'eus savet kanaouenn
Da zizamma'n e c'halon diwar skiant prenet,
Lakit toniou war va zon kanit nei alies
Roit kalon da merc'hed Breizh en uzin gwalgasset.