Ar voestig vihan

M'ho ped holl asistanted, da lezel ho skrammoù
Evit klevet mouezh ar vro, lazhit an teleioù

Evit klevet mouezh ar vro, pehini 'zo mouget
Dre an torr-penn milliget gante 'zo produet.

Bremañ pa vez deut ar goañv hag hir an nozvezhioù
Bemnoz an dud 'zo o tiskuizh e-barzh o salonioù

Bemnoz an dud 'zo o tiskuizh gant o chosonioù gloan
kluchet mat dirak ar post en ur debriñ o c'hoan.

'Benn ma teu un amezeg a 'n 'emgav gwall nec'het
Da skoiñ war an norijed, dezhañ 'vez ket digoret.

Neuz' en zen en-dro d'ar gêr, gant ar boan 'n 'e galon
E lost paket 'n 'e vragoù rak ar c'hozh emision

Ha koulskoude er gêr-man na n'eus ket gwall bell 'zo
'Veze an dud alies ya da noz a-wechoù.

Veze an dud alies dont da c'hoari kartoù
Lakaet an holl da c'hoarzhin ga' bep sort konchennoù.

Met alas dent eo bremañ cheñchamant er vuhez
Aet an. dud 'barzh o gwele, hennezh 'zo "Sacrée Soirée".

Da glevet Jan-Pier Foucault, ispisial ar merc'hed
Kar hennezh 'zo an terruplañ e mesk an holl gwazed.

Ya 'barzh an tele bemnoz e vez tud da ganañ
Met alies m' hel lâr deoc'h, 'vez komprenet netra.

E-barzh ar voestig vihan, na n'eus ket brezhoneg
'Boe ur mare 'zo ouzhpenn ar galleg 'zo rannet.

Hanter gall ha hanter saoz 'a vez klevet bemdeiz
Pa n'ouzez ket an añglez ne gomprenez ket ur poz.

Ha war pep chadenn ivez zo c'hoari an arc'hant
Setu 'vit ar vugale ar c'haerañ diskamant.

Ha 'vit finiso an traoù a zo publisite
Kap da droio ar sperejoù ha da chañch ar vuhez.

Kap da droio ar sperejoù ha da chañch ar vuhez
Kar ganta a vez drailhet kement tra 'zo pase.

Ha ma peus c'hoant gout ar re n'eus kompozet ar son
Po ket met dizec'h o goug he zo tud a galon.

Ar c'hentañ zo kelenner hag avez piker koad
Hag a zo 'chom ba Sant-Hern' pell e traoñ eus ar c'hoad.

Hemañ zo 'chom e Sant-Hern' pell e traoñ eus ar c'hoad
Hag an hini all a zo 'veviñ e-ba' parrez Uhelgoad

An hini all a zo 'veviñ barzh un ti bord an dour
E vacher oa maen benerezh kent diskrog e labour.

Bale

Barzh ar bloavezh naontek kant ô seizh ha pevar ugent
'Zo savet un avel vras ha vez ket gwelet biken.

  )  bis


Zo savet un avel vras ar bemzek a viz Here
Hag an dud barzh ar c'herioù a soñje dezhe bezañ mate.

Hag an deiz-war-lerc'h vintin, me oa chomet mantret
En ur welet ar gwez bras, penaos oant diskaret.

Lod anezhe oa displantet, petramant vezent torret
O na lod all siwazh dezhe a vil (damm) oa brizilhet.

Kaer em moa bet galoupat, deus an eil tu d'egile
Dre holl em moa gwelet ma zraoù, dihailhet e gaz-se.

Tout e oa gourvezet ma zraoù nag evel stad soudarded
M'ho pije bet gwel anezhe, vel bugale oant kousket.

Pe na kollet o zier oa tavet al lapoused
Ne gleve ket er c'hoajoù nemet trouz an troc'herezed.


d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Presbital Kozh - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -