Ar Brezel mod nevez

Aet oa skuizh ar pennoù bras, ober brezel bihan
Gant o ordinatourienn, un (an) da vad de (zh)o a vank.

Bemiet re a fuseoù, merkeded an tankoù
An uzinioù a glemme, n'en doa ket ken labour.

Red veffe kaout an tu da implij an armoù,
da roiń labour d'ar staliou, dollarioù er bankoù.

Ijin ar re varrekañ oa laket da finval
" penaos kargań ar godel, hep tapout re vrud fall ".

Penaos distrujań an danvez, hep ur morad a gwad
ben ar fin un (an) n'eus kavet, "greomp brezel da Saddam"

N'imp gasso di kiri nij, bagoù bras, fuseoù
tankoù bihan, tankoù bras, bepseurt bombezennoù

An dud lazhet a viliadoù vo ket red o c'hontan
ar sabl zo bouk da doullan evit o zouarañ

Ar sabl zo aes da doullañ evit o zouarañ
ur brezel hep tud varo, setu ar pez a vank.

Ha diouzhtu ar c'heloù mad redek dre ar broioù
" echu ar brezel paper, un (an) da vad a grogo "

Al lazhadeg a vo graet gant kiri-nij tagus
o vombardiñ noz ha deiz gant un dinec'h eugus

An teleoù laro deomp; "n'eus ket re venn lazhet "
ouzhpenn an holl kiri-nij zistro brav, dizammet.

Ha soudardet an Irak, dindan an drailh spontus
zo marv a viliadou, n'eo ket re ankenius.

N'eus nemet ur rumm a gont, soudardet an tu-man
gwad ar re all na dal mann d'ar sabl vo da evañ.

Seulvuiañ vo distrujet, seulvuiañ admet,
bec'h ha bec'h d'ar vombezenn, muioc'h vo gounezet.

Ur brezel vit ar Gwirioù, laro ar pennoù bras
padal n'eo (ne) met vit arc'hant, petrol, hag arc'hant c'hoazh

Ar Presidant zisplego, deomp-ni genaoueienn
eo c'houmañ ur " brezel just ", n'eo ket vit gweneien

An dud sot a zo eneb, n'int nemet treitourien
vit ar brezel renker be (zan) bazh d'hon"enebourien".

Pa oa distrujet trawalc'h, siouled ar speredoù
digor bras an uziniou da zastum dollarioù

Oa roed an urzh da ehan, gant ar vil lazhadeg
ar re venn a zo bet trec'h, gant kant buhez kollet.

Vo ket kontet re Saddam, drailhet, devet, mouget
dindañ gwassañ arneuenn zo bet biskoazh gwellet

Graet zo ur brezel mod ne(vez), hep embann tud lazhet
gant buldozerienn didruez 'barzh an toul vint bountet

Vint bountet er fochoù don, " vit mirout deus kleñvet " !
soudardet amerikan, leusko naet an dachenn.

Roet a vo medalennoù d'al lazherienn gwellan
d'ar vlenerienn kiri nij, vo roet ar re vravañ

Setu echu ar brezel, serret an teleoù
Bouch ha Fanch dindan an heol roiñ o c'hourc'hemennoù

Ar pokez Palestinian pe ar C'hurd kaloneg
zo ankouezhet ur wech c'hoazh, siwaz n'eo ket pec'het.

Ar Gwir, savet vit pep pobl, morse na dalvezo
keit ma vo an arc'hant brein, ren ar bed tro-war-dro.


Y. D.

d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Presbital Kozh - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -