Un ti bihan tost d'an hent braz
Gant un doen penseilhet mat
Un tamm koz kardi penn an ti
Da zastum koad ha binviji
Al liorzhig zo tro war dro
Gwellah liorzhig barz ar vro
Legumaj brav en e jardin
Ur glud d'ar yer, ur c'hraou lapin
Aze pinvidigez Jakez,
Vez ket friko en ti bemdeiz
Kromet Jakez'war e vaz kamm
C'hoenad pe halan pe tisplant
Devezour a hed e vuhez
Gant pae dister, labour kaled
N'eus morse sawet tiegezh
N'a bet na gwreg na bugale
Ar siminal bemdeiz Doue
Vogede halan ar vuhe
Chomet ont c'hwrec'h miz hep tremenn
Deus siminal, moget bet ken
Deus poaniou ar bed dizammet
Devezour kozh n'eus kavet fred
Kerzhet eo Jakez d'ar bed all
Gant he strep, he falz, he vouhal
E Baradoz ar vevelienn
D'ar Mistri na vo ket roet mel.