Pep maer en e gador

Setu echu an dilennadegoù (votadegoù pe mouezhadegoù !) 'vit an tiez- kêr hag ar C'huzulioù General. Kavet o gadorioù gant ar maered. Chenchamanchoù e leizh e Breizh hag amañ e kreiz ar vro. Maered kozh o roiñ o zilez ha lod all roet o zavancher dezho, dre ma z'eo chenchet tu d'an avel, d'ar vrud pe alies 'vit traouigoù chomet da randoniñ e penn an dud...
Ur bern parrezioù o deus chenchet maer hag un toullad mad a gêrioù. An tu c'hounit zo aet gant an tu kleiz barzh ar c'hêrioù brazh, 'vel Roazhon, Naoned, An Orient, Brest, Kemper...
Padal, ba meur a gêr-grenn, 'vel Montroulez, Konkerne, Kemperle, kastellin, Douarnenez, Rostrenn, n'eo ket aet an tu kleiz e barzh en dro. E meur a barrez vihanoc'h eo bet heñvel ar jeu.

Listennoù " hep tu " !
Ar pezh a zo nevez 'vit ar re a c'heul a dost politikerez ar vro, eo an niver braz a listennoù, sanset " hep tu " (apolitiques ) war ar renk. Daoust hag eñ n'eo ket ur mod da douellañ un tamm an electourien ? Tu zo da n'em c'houlenn. Un dra zo sur, n'em vralañ ket alies war an tu kleiz!
Memestra an istor a ziskouez deomp pa ya pelloc'h ar vuhez bolitikel, 'vit ar c'hommunizioù kommun (Communauté de Commune), Kuzul General, Kuzul Rannvro pe votadegoù broadel gall, mouezhioù ar re " hep tu " a zegouezh atav 'ba sarc'h ar re wenn !
Daoust hag eñ eo ur gudenn vraz 'vit ar parrezioù bihan , n'eo ket ken sur-se peogwir ne jench ket kalz 'vit buhez bemdez tud ar barrez. Al labourioù a gerzh gant an arc'hant rastellet gant an tallioù ha n'eus maer ebet c'hoant gantañ kresk an tallioù.
'Vit ar ar C'huzul General eo bet sklaeroc'h an traou. Ar Morbihan an tu deou, hag ar pevar departamant all an tu kleiz. Aze vo gwellet buhan tre deus peseurt tu a yelo mouezhiou ar re " hep tu " peogwir, 'vit pep vot, 'vez diskleriet, den ha den, anv ar voterien.

Hag ar brezhoneg ?
Hag ar brezhoneg barzh ar votadegoù-se ? Mil- zister e blas er skridoù 'vit votiñ (profession de foi). Hag ouzhpenn poan vraz d'ar gaezh kaout e gicher bihan warlerc'h !
Rannvroellourien pe difennerien anvezet hor yezh, lod war listennoù an tu kleiz, lod an tu deou pe e kreiz, pe " hep tu " pe c'hoazh gant ekolojisted...
Ar penn-difennour ar brezhoneg e Kuzul General Penn ar Bed, Andre ar Gac, brezhoneger a gleiz e Plougastel, roet lamm deon gant ur brezoneger a zeou, Dominique Cap. E landerne eo bet luziet mat an traou : Ar maer kozh, J.P. Thomin, e karg deus ar brezhoneg er C'huzul Rannvro, zo bet roet lamm deon gant unan " hep-tu ", sikouret mat gant an ekolojisted lec'h ma oa d'an nebeutañ, daou vrezhoneger brudet war al listenn !
An dra-se a ziskouez deomp sklaer, d'an tu all d'ar c'homzoù flour ha d'ar lidoù ofisiel 'vit un tamm plas d'hor yezh en tiez- kêr, ne gont ket kalz, siwazh ar brezhoneg 'ba penn, ha menozhioù ar voterien. Setu netra chenchet war an tu-se.

Yann Puillandre



d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -