'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Yann Sohier hag ar Falz

Ganet eo Jean sohier e Loudieg d’an 10 a viz gwengolo 1901. Eno e oa e dad jandarm. Mont a ra war ar studi da vont da vestr-skol e St Brieg e1918. Strizh e oa an traoù d’ar mare-se hag e ranke an danvez mistri-skol BE’ SENTUS deus ar Stad. Ha kouskoude e 1919 goude ma ‘noa lennet levrioù Anatole Ar Braz e teu c’hoant dezhañ deskiñ brezhoneg ha mont ‘barzh AR STROLLAD UYV, Unvaniezh Yaouankiz Vreiz. Etre ar bloavezh e 1921 ha 1923 e ya d’ober e servij er 48 vet rejumant e Gwengamp : NE OA KET GWALL DUET ar paotr gant bed ar soudarded !

Mestr –skol e Bro Dreger.

Ha setu añvet tro ha tro e Priel, Prad hag e Plourio e 1929 . Dimeziñ a ra e er bloavezh-se gant Anne an Den eus Lanniliz (skrivañ a raio hi ‘barzh Ar Falz). Diwar neuze e krog Yann Sohier da labourat da vat. Kemer a ra perzh er strollad nevez ar PAB (Parti autonomiste breton). Ober a ra gant ar brezhoneg gant ar vugale er skol. Gant ar soñj emañ da sevel ur gazetenn . Dont a ra Armand Keravel da gomz gantañ deus se e miz Genver 193O « ret eo sevel ur sindikat mistri skol federalist evit Breizh, ur sindikat a vefe laik, ETREVROADELER, hag o stourm war tachenn ar vicher ( kresk ar pae, taol d’an traoñ ar post rener er skolioù, aesaat ar programoù, lakaat ar skol da zigouezh mat gant ar vuhez e Breizh ». Gant ar stourm politikel eo tapet Yann Sohier avat ha tremen a ra an amzer !

Ar Falz

E miz genver 1933 eo lañset ar gazetenn Ar Falz « bulletin mensuel des instituteurs laïques partisans de l’enseignement du breton » « Le breton est la seule langue pratiquée quotidiennement par un million de Bas-Bretons. Par le fait même qu’il est l’idiome propre et exclusif d’une masse de population, il a un droit imprescriptible à la vie « ( ar Falz niv 2) Sevel a ra konkourioù evit ar skolioù e brezhoneg. Sevel a ra SKRITELLOU, petisionoù da zifenn ar brezhoneg e 1934. Met BOUZAR e chom ar gouarnamant ‘giz kustum ! Kartennoù -post a vez graet gantañ da roiñ an tu da zeskiñ istor ha geografiezh Breizh . Emañ o labourat ivez da sevel ul levr skol, e anv « me a lenno ». Mignon eo da SKRIVAGNERIEN deus Breizh, Abeozen, Y.Drezen …Kerlann . Met mignon eo ivez gant Marcel Cachin, penn bras er PCF d’ar poent , (un ti ‘neus hemañ e-kichen Plourio. UR SKOUER eo an URSS evit Yann Sohier. Bec’h a zo war e chouk ha berr an arc’hant e 1935 : diskouraj eo un tamm, ‘mañ ket ar peb brasañ eus ar vistri-skol deus tu ar brezhoneg ha nebeutoc’h c’hoazh evit ar stourm politik evit Breizh. Falc’het eo gant an Ankoù e 1935.


Ar Falz goude ar brezel

Dont a ra Kerlann war e lec’h, Armand Keravel, Per Jakez Helias da zifenn ar brezhoneg er skolioù publik ha da gas war-raok ar gazetenn ar Falz.

Savet e vez GALV er bloavezh 1969( Comité d’action progressiste pour la langue bretonne ) emañ ar Falz e-barzh gant an UDB hag ar JEB (jeunesse étudiante bretonne). Abaoe eo bet savet Skol Vreizh gant ar Falz da sevel danvez evit ar skolioù da gentañ : brudet eo al levrioù diwar-benn istor Breizh, geriadurioù Fransez Fransez. Met kalz traoù all a galite a vez embannet bremañ gant Ar Falz /Skol Vreizh.
A-drugarez d’ar re a zo bet e vez savet ar bed da zont !

Harpe, telenn

  GERIOU DIAES  

Bez’ (bezañ pe bout) sentus : être obéissant
Ne oa ket gwall duet (tuet) : il n’était pas très attiré, intéressé
Ar strollad : le parti
Etrevroadeler : internationaliste
Ar falz : la faucille ( ar falc’h= la faux)
Skritelloù : des affiches
Bouzar : sourd
Skrivagnerien : écrivains
Ur skouer : un exemple
Ur sinadeg : une pétition




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -