'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Un droiad 'ba Bro-Gembre

Kerkent ha tremenet dreist d'ar stêr Severn gant ar pont bras, e ouiomp 'zo ur yezh all ouzhpenn ar saozneg er vro-se : tout ar panelloù zo divyezhek, kembraeg / saozneg. Croeso i Cymru ! Degemer mat e Kembre !



An Eisteddfod

War vord an hent bras a gas da Gaerdydd (Cardiff) e welomp panelloù diwar-benn ur fest bras a zo eno : an Eisteddfod (Eizhtezvod). Petra an diaoul eo an dra-se ? Ijinit 'ta Gouel ar Brezhoneg - Devezh ar Brezhoneg bremañ - gant miliadoù ha miliadoù a dud, hag a badfe n'eo ket un devezh met ur sizhunvezh a-bezh. Sed ar pezh eo an eisteddfod : ur fest lec'h ma vez klevet BARZHONEGOÙ, kanaouennoù, LAZOÙ-KANAÑ, PREZEGENNOÙ, c'hoariva ha koñsertoù a bep seurt, ha pep tra e kembraeg. Koñkourioù kan ha BARZHONIEZH a vez ivez. Ar BARZH a ya ar maout gantañ 'vez profet ur gador kizellet kaer dezhañ, ur c'hiz a oa deusouti ER GRENNAMZER dija. Met traoù all zo da welet 'ba Caerdydd 'vel stad ar Millenium, templ bras ar rugbi, pe c'hoazh mirdi Sant-Fagan's, ur mirdi diwar-benn HENGOUNIOÙ Kembre, gant ur park bras stag deusoutañ, lec'h ma vez gwelet tier kozh gant toennoù plouz ha memes un iliz dediet d'ar sant breton Telo !

War-du menezioù an Hanternoz

Poent eo mont kuit deus Caerdydd ha skeiñ etrezek an Hanternoz, dre ar menezioù Brecon, dre ar menezioù Du (dres ar memes anv evel 'b ar vro-mañ !). Kaer-abominapl eo ar maezioù, traonienn ar stêr Honddu ha hent al lennoù dreist-holl. 'Ba Lampeter (Llanbedr), 'barzh ur stal, e klevomp ur vaouez kozh o kaozeal gant AR WERZHOUREZ yaouank…e kembraeg. An dud 'neunt ket mezh da implij o yezh n'eus forzh pelec'h e vefe, memes el lec'hioù publik. Ma vefe ar memes tra 'ba Breizh ! 'Ba Aberystwyth omp digouezhet bremañ. War vord ar mor 'mañ ar gêr vras-se, ur bern touristed 'zo e-kerzh an hañv, hag ur bern studierien ar peurrest deus ar bloaz peogwir 'zo ur SKOL-VEUR eno. E-kichen ar skol-veur 'mañ LEVRAOUEG BROADEL KEMBRE, ha levrioù brezhonek 'vez kavet 'barzh !

  GERIOU DIAES  

Barzhonegoù : poèmes.
Lazoù-kanañ : chorales.
Prezegennoù : conférences, discours.
Barzhoniezh : poésie.
Barzh : barde, poète.
Er Grennamzer : au Moyen Age.
Hengounioù : traditions.
Ar werzhourez : la vendeuse.
Skol-veur : université.
Levraoueg broadel Kembre : Bibliothèque nationale du Pays de Galles.
Emren : autonome.
Kelaouennoù : des journaux.

Menezioù Eryri


menez Snowdon, hini uhelañ 'ba Kembre (1085m)

Deomp pelloc'h etrezek an Hanternoz. Emaomp bremañ e-kreiz menezioù Snowdon, menezioù Eryri e kembraeg, ar re uhelañ deus ar vro, etre 800 ha 1000 m, kalz uheloc'h evit hon menezioù Are. Ur baradoz eo evit ar re a blij dezhe bale pe ober VTT. Pa vez brav an amzer evel-just ! En-dro d'ar menezioù, war vord ar mor, zo un toullad kastelloù kozh, 'ba Harlech, Caernarvon, Beaumaris, Conwy. Savet int bet en 13vet kantved gant ar roue saoz evit lakaat tud Kembre da blegañ d'e c'halloud. N'eo ket deuet a-benn da vat : tud Kembre 'neunt dalc'het penn atav ouzh ar Saozon.

Savetaet eo ar c'hembraeg


panelloù divyezhek a zo e pep lec'h e Kembre

Goude bloavezhioù o stourm int deuet a-benn da gaout ur parlamant EMREN ha da savetiñ o yezh : ar c'hembraeg a vez desket dre ret 'barzh pep skol. KELAOUENNOÙ, radioioù (Radio Cymru) ha teleioù zo (Sianel Pedwar Cymru, S4C) a zo e kembraeg tout. Hiriv an deiz, ur c'hard deus an dud, pe dost, a gaoz kembraeg, da lâret eo ouzhpenn c'hwec'h kant mil a dud (600 000), ha betek tri-ugent dre gant (60%) 'ba lec'hioù zo en Hanternoz hag er C'hornôg. Sed aze ur skouer vat evidomp-ni Bretoned !

Poelladenn

Ar c'hembraeg hag ar brezhoneg zo div yezh deus ar memes familh hag er Grennamzer ne oa tamm diferañs ebet etre an div, koulz lâret. Bremañ n'eo ket gwir ken, n'eus ket tu d'en em gompren etrezomp met ur bern gerioù a zo chomet heñvel memestra, evel bara, merc'hed, mab,…

Klaskit skrivañ ar ger brezhonek a ya gant ar ger kembraek :

  • Ty
  • Pen
  • Dyn
  • Chwaer
  • Ci
  • Uchel
  • Isel
  • Gwyn
  • Du
  • Ieuanc
  • Newydd
  • Canu
  • Clywed
  • Llydan
  • Haf
  • Byw
  • Coed



 



Respontoù :

  • Ti
  • Penn
  • Den
  • C'hoar
  • Ki
  • Uhel
  • Izel
  • Gwenn
  • Du
  • Yaouank
  • Nevez
  • Kanañ
  • Klevet
  • Ledan
  • Hañv
  • Bev
  • Koad

 




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -