'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Teatr e Karaez : Ubu Roue

Dont a raio ur strollad teatr deus Bro Leon da c'hoari AR PEZH-C'HOARI " UBU-ROUE " gant Alfred Jarry e Sal Glenmor d'ar yaou 27 a viz Du da 8 eur noz. Daou-ugent (4O) vloaz 'zo'mañ Strollad ar Vro Bagan o redek bro gant e bezhioù-c'hoari. : kaoz a vez gante eus istor (Mikael an Noblez…), eus ar vuhez pemdez hag ivez deus stourmoù kalet a zo bet, istor an Amoco Cadiz pe stourm Tangi Prigent evit GWIRIOU AR VEROURIEN war ar maez… Abadennoù a vez aozet gante ivez er skolioù da zeskiñ d'ar vugale displegañ o soñj war ul leurenn, abadennoù-veur " Tan ha kurun "a vez war aodoù Plougerne 'pad an hañv…

Piv 'oa Alfred Jarry ?

Ganet oa Alfred jarry e 1873 e Laval ; deus Hedée e-kichen Roazhon oa ginidik e vamm.Aet eo war ar studi da Sant Brieg da gentañ, da Roazhon ha da Bariz. Chomet eo bout gant e studioù eno.Goude-se en deus graet war-dro teatr. Ur vuhez DIROLL, fentus ha trist war un dro eo bet e hini: goap a rae deus pep tra ha deusoutañ e-unan da heul. Romantoù, barzhonegoù, pezhioù teatr n'eus skrivet. Marvet eo da 34 vloaz (pevar-bloaz ha tregont) er baourentez hag UR SAMMAD DLE war e choug.
Reuz bras a voe d'an 1O a viz mae 1896 pa voe c'hoariet evit ar wech kentañ ar pezh-c'hoari UBU-ROI gant ar goap a rae A.Jarry.

UBU-ROUE

Pa oa Alfred el lise e oa e-touez ar gelennerien ur C'HELENNER " Hébert " e anv . Un den kalet ha droch 'michañs (sot oa gant an andouilh !) War skouer an den-mañ eo savet AN DUDENN UBU. Piv eo UBU ? un den taer, BROUDET GANT e wreg da uhelaat e renk. Brezeliñ ha lazhañ tud forzh pegement a ra. Evit petra bout ken drouk ? evit bout roue, dont pinvidik ha debriñ andouilh !Mont a ra ar roue UBU da vrezeliñ pelloc'h . Gant e wreg 'mañ AR GARG da ren ar vro e-keit-se.

Gant ar bobl fuloret ruz eo hi kaset kuit : ret eo dei mont da SKOACHAN en un toull bennak. Ha piv 'zo skoachet en toull-se ivez ? ar Roue Ubu kollet ar brezel gantañ ! Sach-blev a vez etreze o-daou met ober a reont o soñj mont asambles etrezek broioù all 'trezek un avantur all…

Plasoù evit netra !

Deut da welet pezh-c'hoari ar VroBagan d'ar yaou 27 a viz Du: tri plas ha 3 levr a zo da c'hounit evit ar re gentañ a bellgomzo d'an niverenn O2 97 23 68 37. Kinniget eo ar plasoù-mañ gant ar gevredigezh Hekleo.

  GERIOU DIAES  
Ar pezh-c'hoari : la pièce de théâtre
Gwirioù ar verourien :les droits des métayers
Diroll : dissolu, déchainé
Ur sammad dle : une grande quantité de dettes
Ur c'helenner : un professeur
Broudet gant : poussé par, stimulé par
An dudenn : le personnage
Ar garg : la charge, la responsabilité
Skoachañ : se cacher



accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Presbital Kozh - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -