'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Tud lanneier Berrien !

'Ba Berrien zo un dachenn a vez klasket enni ROUDOU an amzer gozh, ha 'giz-se vez anve'et un tamm gwelloc'h istor lanneier Menez Are. En takad-se , Gouenidou e anv, oa peizanted o chom, labourat a raent evit menec'h abati ar Releg,( bet savet er bloavezh 1132). Ar memes mod d'ober a oa gant MARC'HEGERIEN St Yann Jeruzalemm er Fouilhez.
Ur c'hontrad a oa anvet " quévaise " ; 'vit ur briz izel 'walc'h e veze tu d'ar beizanted labourat un devezh-arat douar, ur jardin evit al legumaj hag ar plas da sevel ti a oa roet de' war ar marc'had. Ar " merour " n'oa droad da cheñch soñj goude ur bloavezh hag un devezh…
Ha gwir oa se ? Estonet e chomer un tamm pa neus bet ar beizanted FRANKIZ ebet fas d'an aotrouien hag ar re -mañ oa beleien ! N'eus ket pell 'zo , er c'hantved paseet eo bet lakaet war-sav gant Tangi Prigent ur gwir statud REISHOC'H etre ar merour hag ar perc'henn…

Tier ha tud an XII vet kantved

Gwelet vez war an DACHENN ENKLASK 'ba' Berrien PEDER SAVADUR eus an daouzekvet KANTVED : an tier-se oa enno tud ha loened o vevañ asambles ; div zor a oa da vont 'barzh avat. Tier 'giz-se zo bet deusoute a- hed ar mor Atlantik, deus Galisia betek Bro Iwerzhon, 'ba' Bro-Skos ha Bro Norvej. " Ti hir " vez graet deusoute e Bro Gembre, " long-ax " gant Ar Saozon ha " longère " e galleg. 1,75m uhelentez oa ar mogerioù ane' savet gant mein ordinal. An doenn oa graet gant koad toet gant raden ha lann.
Kalz tud oa er vro en XII vet (daouzekvet) kantved , ha ret oa bet de' DIFROSTAN tachennoù da gaout boued : an anv Gouenidou a sinfi 'michañs ; un dachenn bet difrostet. An tammoù parkoù-se ne vezent ket klozet ; ar " maezioù " 'vezent anvet.

Petra zo bet kavet c'hoazh ?

Er bloavezh 1983 ( naontek kant tri ha pevar-ugent) oa kavet 3O (tregont) PEZH MONEIZ galo-roman en arem (bronze) war lein an duchenn stok eno ; deus an trede kantved goude ar C'hrist e oant ! Er bloavezh 2OO3 oa kavet kleuzioù galo-roman : eno oa ur feurm galo-roman bet KOUE'ET EN HE FOULL'fin an trede kantved goude ar C'hrist. DILEZET e vije bet an dachenn gant an dud 'pad 9OO vloaz (nav c'hant) betek ma vefe deut peizanted en-dro en XII vet kantved ? Hag ar re-mañ betek pevare int chomet ? N'ouzer ket re vad, rak devet oa bet ar savadurioù e-kerz an XII vet kantved.

Diwar sellet ar c'hadastr kozh, ar C'hadastr Napoleon vez gwelet zo kalz DOUAROU BOUTIN d'an holl er parrezioù tro-war-dro. N'eus roud ebet eus ur boblañs Osism avat Peogwir zo tumulus e ouiomp koulskoude zo bet tud o chom 'ba Berrien a-raok ar poent galo-roman, da vare ar Bronz (an arem). Soñjit 'ta, lanneier Berrien, den na soñjfe zo bet tud eno ! Eo ! a-dreuz an amzer zo bet tud o vevañ hag a zo bet aet kuit . Dilezet ar vro gante, e-giz-se e chom dindan douar roudoù POBLOU A-WECHALL.


  GERIOU DIAES  

Roudoù : des traces
Marc'hegerien : des chevaliers
Frankiz : liberté
Reishoc'h : plus juste
An dachenn enklask : le site de recherche (archéologique)
Peder savadur : 4 bâtiments
Kantved : siècle
Difrostañ : (difraostañ)défricher
Pezh moneiz : pièces de monnaie
Koue' et en he foull : tombée en ruine
Dilezet : abandonné
Douaroù boutin : des terres communes
Pobloù a-wechall : des peuples anciens






accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -