Alies vez añv deus teñzorioù kuzhet ba'r menezioù. Mojennoù zo bet savet 'vel an hini a zo bet kontet din n'eus ket pell zo : ur paotr yaouank 'n doa kavet pezhioù aour skoachet dindan ur maen bras. Met pa oa eñ o vont da dap' 'ne , e tigouezhas trumm ur plac'h dirakañ hag hi o tiwall an teñzor. Yaouank ha brav oa hi, ha kinnig a reas ur pezh de'han . Met gant an aon bras dirak ar plac'h misterius-se hanter sorserez e reas BOTOU KAZEL , pezh aour ebet gantañ!
Teñzor Kastelin
Gwechall gozh ba' Kastelin oa ar C'hont Nin o chom. Taer ha pinvidik-mor e oa ha leun e c'hav gant sac'hadoù pezhioù aour. C'hoant en doa gwareziñ e deñzor deus al laeron , neuze 'noa lakaet da doullañ un hent dindan douar deus ar c'hastell betek ker Villejouan.Ur wech oa bet ARGADET ar c'hastell ha trec'h an ENEBOUR war soudarded ar c'hont. Ur wech sammet an teñzor gant un nebeut tud, ar c'hont Nin 'noa kerzhet kuit dre ar riboul-se.Met a daol trumm voe klevet un trouz spontus: serret an nor gant ur roc'h bras ha FLASTRET ar c'hont, e dud hag ar sac'hadoù aour! Emañ an teñzor dindan ar menez bremañ c'hoazh, hervez kont.
Kontet 'vez ivez deus un teñzor ba' parrez Ar Zent, tro-dro ar c'hastell (en e boull emañ bremañ). Skoachet vije bet an teñzor-se er 18e kanvet gant ar chouaned
An istorioù-se n'int ket nemet mojennoù
DISKOACHET zo bet meur a hini e Kreiz-Breizh. Er Zent da skouer, e penn kentañ ar 20 kantvet oa bet kavet pezhioù aour barzh ur pod pri e moger ar presbital kozh gant un den, Daviou e añv, pa oa o labourat war an doenn. Roet 'noa ne' d'ar vugale a oa o c'hoari war ar blasenn!
BIZOU AOUR oa bet kavet gant ur peizant dindan ur maen bras ba' Roudoualeg e 1878: pevar TRO-VREC'H, bizeier, kloc'hig-skouarnoù bet kizelet tro 1000 bloaz kent JC. Prenet int bet gant Person Roudoualleg, ha goude gant ur beleg deus Gwened, ha benn ar fin roet da virdi St Germain an Laye, eno 'maint bremañ c'hoazh.
|
Klevet peus kaoz diwar-benn an teñzor dizouaret ba' Laniscat e penn kentañ 2008 sur 'walc'h: 545 pezh moneiz kozh bet goveliet tro ar bloavezh 75 kent JC. Talvoudus -tre eo ar pezhioù- se evit an HENDRAOURIEN, rak kalz traoù vez desket gante diwar an Osismed, ar bobl a oa o chom e Breizh Izel d'ar mare-se.Da GENVER chanter tro-dro d'an RN 164 int bet diskoachet, strewet war un dachenn a 200 metrad karrez.
Da biv gwerzhañ seurt teñzor?
E 1960 'ba Gourin oa bet kavet un dro-c'houzoug, deus mare ar Galianed 'michañs. Met gwerzhet oa bet dre guzh gant an hini 'noa diskoachet 'n'an. Den ne oar pelec'h eo digoue'et ar c'holier- se siwazh. Ma vefe kavet un teñzor bennak ganeoc'h larit d'an " Direction des affaires culturelles " 'ba' Roazhon. Prenet vefe gant ar Stad, ha paeet ur priz vad deoc'h, muioc'h memes evit priz an aour nemeken ! ha tu vefe d'an dud sellet outañ en ur MIRDI!
Dre zigouez e vez kavet traou seurt-se, da-genver ur chanter war un hent, war ur savadur, pe pa vez fichet an douar, ha n'eo ket dre furchadennoù, rak n'eus ket bet kalz deusoute gant an HENDRAOURIEN. Met 'ba parrez St Wazeg ez eus un hent , " Hent ar c'hastell " e anv "hag e penn an hent-se ur c'hastell kozh. , dont a ra ur bern tud bep hañv gant ar c'hoant da ziskoachañ un teñzor bennak. DISMANTRET tout eo bet ar c'hastell gante, met teñzor ebet! Met muioc'h chañs ho po c'hwi marteze ma z'it eno da fichal ha difichal mein ar c'hastell !
|
| |
GERIOU DIAES |
|
Ober botoù kazel : prendre les jambes à son cou.
Argadet : assailli
Enebour : ennemi
Flastret : écrasé
Bizoù aour : bijoux en or ( bravigoù)
Diskoachet : découvert
Tro-vrec'h : bracelet
Hendraourien : archéologues
Da geñver : à l'occasion de
Dismantret : détruit, ruiné
Mirdi : musée |
|