'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Daou c’hant vloaz o stourm ‘vit an Ospital !

Hag heñvel 'vefe an taol-fall graet d'ar seurezed e 1792 hag an hini graet d'an ospital ar bloaz-mañ ? Gwir eo, an amzer 'neus cheñchet kalzig, ne vez mui seurezed oc'h ober war-dro an ospital, met medisined ha KLAÑVDIOUREZED A-VICHER. N'eo ket mui tud a Iliz a ra war-dro ar re baour, met servijoù ar Stad, sañset. Ha koulskoude, moaien 'vefe da gavout un nebeud traoù heñvel etre 1792 ha 2008.

Da gentañ penn, AN DIVIZ skarzhañ ar seurezed oa deuet deus Pariz, dre an departamant, ev an diviz serriñ an ospital er bloaz-mañ, a zo deut er memes mod dre an ARH e Roazhon. E 2008, evel e 1792, tud ar vro, gant aotrou maer Karaez en o fenn, zo savet evit difenn o ospital. Charlez Baneat, maer Karaez e 1792, a oa republikan, met deus tu ar " Girondins " pe ar federalisted. Ne faote ket dezhañ e vefe lonket ar broioù bihan, evel Breizh, pe bro Poc'her memes, gant AR GALLOUD KREIZ e Pariz. Gant ar memes soñj emañ Christian Troadec hiriv an deiz, 'gav ket deoc'h ? Un diferañs bras a zo etre an daou vaer memestra : 'blam d'e soñjoù, Charlez Baneat a zo bet gilhotinet gant jakobined Robespierre e 1794 ; Christian Troadec, EVIT E GELO, ha daoust da vezañ bet GWALLGASET gant ar CRSed, a zo bev mat c'hoazh, gant ma pado ! Un diferañs all a zo c'hoazh : e 1792, ar Stad oa deuet a-benn da skarzhañ ar seurezed, met e 2008 'neus c'hwitet war he zaol. Petra 'ri ! goude ouzhpenn daou c'hant vloaz o stourm eo deuet boaz deomp ouzh troioù-fall ar Stad !

1792  -2OO8 stourmet zo bet evit an ospital  !


1792  -2OO8 stourmet zo bet evit an ospital  !

  GERIOU DIAES  

Klañvdiourezed : infirmières.
A-vicher : professionnel(le).
An diviz : la décision.
Ar galloud kreiz : le pouvoir central.
Evit e gelo : quant à lui.
Gwallgaset : maltraité.






accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Presbital Kozh - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -