Ma vez troet ger evit ger, Samonios eo Samann. Med e Brezhoneg mat, gwelloc'h eo laret Heven. E r ger-mañ emañ an anv amzer sklaer : Hañv. Evel-just, Heven 'zo un ar poent-bloaz tomm en e bezh. , Heven 'zo penn-kentañ ar bloaz keltiek ivez. Rak etre daou ved bras, etre ar bed-hont hag hor bed, etre ar mare sklaer hag ar mare du emañ Heven. Setu perak emañ an dud varo ganeomp e-pad ar gouel bras-se. Hon tadoù kozh a lare : "Ar maro 'zo e kreiz ur vuhez hir ha bras !".
Roudoù 'zo c'hoazh en hor sevenadur. Gwechall, e-kerz noz Kala-goañv, e veze lesket boued war an daol, u r plas stok eus an tan e korn ar c'hogn evit hini pe hini. |
Dalc'het e veze ivez tan bras er siminal e-pad an noz evit ar re varo.
E Plougastell Daoulas, ez eus breuriezhoù . Pep bloaz e vez gwerzhet, ur wezenn ispisial e sao-taol gant ur vreuriezh. An arc'hant dastumet a dalv evit paeañ pedennoù evid an dud varo. Ar bloaz war-lerc'h, e vo adgwerzhet ar wezenn gant ar prener. Avaloù (frouezh ar bed-hont er mojennerezh keltiek) 'zo brochet war brankoù ur wezenn vihan ha sec'h...
Ar pevar gouel keltiek 'vez dalc'hmad lakaet war-dro 45 deiz goude pe a-raok kehederioù pe Deiz Gouel Nedeleg pe Deiz Gouel Yann. Perak 45 deiz ? Rak ar jedadenn a zo 3 X 15. Ha 15 deiz evid ar gelted kozh 'oa evel ur sizhun evidomp. Ar sifr tri 'oa hag 'zo c'hoazh ur sifr sakr evid an drouized ! 45 deiz bennak , rak ar pouezhusañ evid lakat ar gwir hag ar gwellañ deiziad eo kann al loar...
|