'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Piv oc'h Jañ-Maï Skraign ?

Me zo  ‘vont da gontañ deoc’h gwir buhez Chañ- Maï Skrañgn ‘giz veze laret, ar c’hontrol deus ar pezh vez kontet gantañ ‘ba’r beilhadegoù !

Me zo ganet ‘ba ‘r bloavezh 2O. Eizh vloaz oan pa on aet d’ar skol. Pemp klas oa da vont d’ar sertificat. Dalc’hmat oan  ar c’hentañ ba’r c’hlas hag AR SKOLAER Jezekel ‘noa  laret din “te zo gouest  da gaout da sertificat ‘sambles gant ar re all deus o oad ». Hag em moa tapet ‘ne’añ ! Met da drizek bloaz oan bet dalc’het ‘ba’r gêr da labourat gant ma zud. Goude-se on dime’et, bet seizh a vugale… Etre 1947 ha 196O on bet o terc’hel douar. Oan ket ‘met MEROUR ha pa eo deut ar modernism, m’eus kuitaet ar feurm hag on aet da biker-mein betek ma retred.

Penaos eo deut c’hoant deoc’h da gontañ istorioù ?

 Evit ur wech toud on bet intereset gant ar gonterien gozh. Kroget on da gontañ er bloavezh 1987 (naontek kant seizh ha pevar-ugent). Ur c’honkour a oa bet gant ar CMB ha kevredigezh ar re Gozh. Gant ur rimadell  ‘moa gounezet ur veaj da Yougoslavi ! FOUGEET OAN BET bet me lar dit!  M’eus ket goune’et  kemend-all ‘baoe gwech ebet.
Alies ‘veze goulennet ganin kontañ  e galleg. Ha tro ar ar bloavezh 1992 oa deut ar soñj din da skrivañ  e galleg. D’ar mare-se oa Lucine Jegat o skrivañ ‘barzh Nekepell, hag hi n’oa skrivet ur artikl bominapl diwar ma fenn ! ha tud AN TI-EMBANN Emgleo Breiz ’noa lennet ’nezhañ   ha neuze neunt goulennet diganin lakaat ma c’hontadennoù e brezhoneg. ME ’MEUS BET UR GEUSTEURENN da skrivañ ’ne e brezhoneg!

Penaos  ‘peus bet desket toud se ?

Me zo bet labourat touesk an dud ‘noa mizer o c’hounit o boued ha gante ‘meus desket kalz. Ha me ma-un meus graet FORZHIG TRAOU hag a bep seurt labourioù, labourer-douar, PIKER-MEIN …hag em eus klevet spontadennoù, troioù-kamm a zo mat da ziskleriañ.

Pevare eo bet skrivet ho levr kentañ ?

 Deus se ‘meus soñj mat !  Sortiet  oa da zevezh ma 75 (pemzek ha tri-ugent) vloaz. Bilzig Kervinaoued oa bet graet ur c’hant dioute galleg war ma gont.

Pevar all zo bet abaoe, ar Vrezel kostez Uhelgoad er blaovezh 2OOO  , ha goude-se ma buhez e Kervinaoued 2OO2 “Bremañ zo bremañ , neuze oa neuze“e 2OO5  ’barzh hemañ  gontan ma buhez ’baoe ar brezel. Un’ all zo deut ’maez nevez ’zo, “lavarioù an Uhelgoad“

Peseurt mod  vez graet  ganeoc’h ’vit skrivañ ?

 
Ar gwele eo ar gwellañ plas da HUNVREAL, kousket pe dihun! Ha pa deu ur soñj din ’vez dao din dont ’maez deus ma gwele DEUSTU da lakaat ’nañ war baper.
Paz mont ’maez ’benn vec’h skrivañ, na mont da c’hoari bouloù !

Kompoziñ sonioù ‚rit ivez ?
  Eric Salaun ’n hini ’neus roet lañs din da gompoziñ . Aet oan da gonkour Kan an Drask ’ba’ Landelo er bloavezh 1989  ha’moa bet ar priz kentañ gant Chan-Klaod Talleg gant ar son “ar voest vihan“ ar bloaz war-lerc’h ’moa bet an eil priz . toud an dra-se ‚neus roet“ goûd“ din da gompoziñ. Ma sonioù  zo  un tamm moral ’ba enne. Lod all zo  farsus.
Enrejistret eo bet ul lod mat deusoute gant Loeiz Guillamot deus Radio France  Bretagne ouest : ‘ba ur mintinvezh oa bet enrollet  22 (daou warn-ugent) son  war daou CD.

Mont a rit da gontañ alies?

 E galleg e ran ‘ba’r Youdig, da Landelo ’an  bep bloaz d’ar Yod-kerc’h , ene ’vez kontet e brezhoneg toud. ’Ba koad Uhelgoad ’an ’wechoù hag e kontan deus toull an diaoul, ar  roc’h a gren... ha diskleriañ  penaos oa buhez ar bikerien-vein ‚ba’ GWAREMMIER an Uhelgoad.
Ha chom a ra c’hoazh traoù da gontañ!

  GERIOU DIAES  

Ar skolaer : l’instituteur(= ar mestr-skol)
Merour : fermier (locataire)
Fougeet oan bet ! : j’avais été supercontent !
An ti-embann : la maison d’édition
Me ’meus bet ur geusteurenn : j’en ai eu du boulot
Forzhig traoù : pas mal de choses
Piker-mein : tailleur de pierres
Huñvreal : [hureal] rêver
Deustu : diouzhtu
Gwaremmier : des garennes

Jan mai skraign
Jañ-Maï o kontañ buhez e vro



accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -