« Marivonig zo dimezet gant ur flaerius pilhaouer, gant ur flaerius pilhaouer. E Lokefret ez eo ganet e koumanant Toull-al-laer ». Anavezet mat eo ar ganaouenn, moarvat, met n’eo ket sur eo ken anavezet ‘se ar vicher pilhaouer gant an dud bremañ.
Pilhoù d’ober paper
E penn kentañ an 18vet kantved ‘vize graet paper ‘barzh meilhoù pe milinoù, diwar pilhoù nemetken. Ar pilhoù-se ‘vize dastumet gant tud Menez Are dreist-holl : ar bilhaouerien. Gwerzhet ‘vize ar pilhoù ‘ba Breizh, evel-just, met kalz pelloc’h ivez : ‘ba Bro-Saoz, ‘ba Normandi, ‘ba Angoulême. Koñvers ar pilhoù zo bet EN E VLEUÑV betek fin an 19vet kantved, pa oa krog an uzinoù d’ober paper diwar koad : ne oa ket ezhomm eus kement a bilhoù.

‚Blam betra gwerzhañ pilhoù ?
An douaroù ‘ba Menez-Are oa TREUT. Ne oa ket ‘met tachennoù bihan hag ar pezh ‘vize gounezet ne roe ket peadra da vagañ an tiegezh. Lod deus ar baotred oa ‘n em lakaet d’ober koñvers war an heñchoù neuze : prenañ traoù ‘barzh ul lec’h, gwerzhañ ‘nê ‘barzh ul lec’h all, mont ha dont etre Bro Leon ha Traoñ Kerne, deus Montroulez betek Gourin, kas o marc’hadourezh war gein ur marc’h. Deus ar mare ha deus ar marc’had ‘raent koñvers boued, botoù-koad, HOUARNAJ KOZH, krec’hen lapin ha pilhoù evel-just. Ar bilhaourien ‘oa tud libr, liproc’h evit ar beizanted a ranke chom stag deus o douaroù. Ouzhpenn-se ‘vize gounezet muioc’h a arc’hant gant al labour pilhaouer evit gant al labour mevel.

|
Ar vicher pilhaouer
Ar pilhaouer ‘foete bro war droad gant kezeg da zougen e varc’hadourezh pe da STLEJAÑ ur garrigell. Nep ar c’hezeg ne vije ket bet moaien da vont ken pell gant kement a varc’hadourezh. Ret ‘oa ober mat war o zro neuze. Ar c’hentañ tra d’ober ‘oa mont da gerc’hat LISTRI feilhañs, listri koad pe PRIAJ, bolennoù, asiedoù, skudelloù ha kement zo. Toud an traoù-se oa ‘barzh magazennoù bras ‘b ar c’hêrioù : Kemper, Brest, Kastellin, Montroulez….Goude-se, ar pilhaouer ‘yae war ar maez, d’ober tro ar parrezioù. « Pilhaouer zo ‘ba kêr ! Pilhoù d’ar pilhaouer ! ‘Peus tamm pilhoù ? » TROKET ‘VIZE AL LISTRI OUZH PILHOÙ, houarnaj kozh pe lostoù kezeg, traoù didalvez bet dalc’het espres-kaer gant an dud. Gant AR C’HROG-POUEZER ‘vize pouezet ar pilhoù met ar c’hrog-pouezer ne vize ket gwall just alies ! TRUCHEREZH ‘vize a-wechoù ha marc’hataet ‘vize kalz. ‘Benn ar fin, ar pilhaouer a roe d’an dud un nebeud bolennoù pe asiedoù feilhañs, pe c’hoazh mouchoueroù, ha mont a yae pelloc’h gant e garrad pilhoù. Ne vize ket kistion a arc’hant etre an dud. Ar pilhaouer a reseve arc’hant war-lerc’h, pa werzhe e bilhoù d’ar varc’hadourien vras ha gant se e c’helle paeañ al listri ivez. Gounidoù brav ‘vize a-wechoù met start ‘oa al labour.

Brud mat pe fall gant ar bilhaouerien
Ar beizanted, an artizanted ha toud ar re a ranke chom er memes plas evit labourat A VAGE GWARIZI, pe kasoni memes, deus ar bilhaouerien kar ar re-se ne raent ket ‘met foetañ bro. Estranjourien ‘oant ha dao ‘oa diwall mat deusoute. Ar brud ‘noa da vezañ laeron, merc’hataerien pe lonkerien. Met deus un tu all ‘vizent gortozet GANT MALL, ‘blam ma tigasent gante listri nevez a blije kalz d’ar merc’hed. An holl a chome bamet o selaou an istorioù kontet gant ar bilhaouerien. Ar re-se ‘ouie ur bern kontadennoù, koñchennoù pe rimodelloù, bet klevet gante war an heñchoù. Digas a raent un tamm cheñchamant ha plijadur ‘barzh buhez kalet an dud war ar maez.
Evit gouzout hiroc’h, lennit : « Pilhaouer et Pillotoù, chiffonniers de Bretagne » gant Yann-Ber Kemener, embannet gant Skol Vreizh
|
| |
GERIOU DIAES |
|
En e vleuñv : florissant.
Treut : pauvre
Houarnaj kozh : vieux métaux, ferraille.
Stlejañ : tirer.
Listri : vaisselle.
Priaj : céramique.
Troket ‘vize al listri ouzh pilhoù : on troquait la vaisselle contre des chiffons.
Ar c’hrog-pouezer : crochet à peser, balance à main.
Trucherezh : tricherie.
A vage gwarizi : « nourissaient » avaient de la jalousie
Gant mall : avec empressement.
|
|