'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
 
Ober ar gont !

'Fin ar bloaz 'vez graet ar gont ! ar gont a daoù vat , a draoù fall, ar pezh 'zo aet 'treuz !
Ha pep hini 'ra e soñj : graet 'vo gwelloc'h er bloaz zo o tont, ne ya ket pep tra da wir avat. Ha ganeomp-ni penaos 'mañ kont ? Bep bloaz e ya WAR NEBEUTAAT ar vrezhonegerien 27O OOO(daou c'hant dek mil ha tri-ugent) a oa deusoute e 2OO1 hervez ar C'HUZUL RANNVRO. Ober a ra ar gevredigezh " Ouiaubreton " ar gont bemdez : mont a ra 28 brezhoneger DA ANAON bemdez. D'ar 26 a viz Kerzu 2OO7 ne oa ken nemet 2O8 778 brezhoneger.

Hag e-keit-se ?

Hag e keit-se, e Breizh emañ ul lod tud a uzañ o damm buhez da roiñ d'ar brezhoneg e blas er vuhez DA LARET SPLANN eo yezh hon bro. Ouzhpenn ur yezh eo, joa , poanioù, blaz tud an amzer dremenet mesket gant joa , poanioù ha blaz tud an deiz hirio eo hor yezh 'giz pep yezh dre ar bed. Lod 'vez o c'hoari teatr e brezhoneg, war an hent deus an noz, lod all oc'h AOZAN BEILHADEGOU, pourmenadennoù e brezhoneg. Skol-noz a vez un tamm partoud dre ar vro. Lod all a ro bec'h da sevel klasoù divyezhek pe da zerc'hel kreñv ar skolioù 'zo dijà deusoute…

Erru eo berr ar gwenneien !

ERRU EO BERR AR GWENNEIEN eme paotred ar gouarnamant.


Laret 'noa ar c'huzul rannvro oa e soñj vefe 2O OOO bugel 'ba skolioù divyezhek a-benn ar bloaz 2O1O .Pell 'vimp deus ar gont !

Derc'hel penn

Komz brezhoneg, kanañ ,skrivañ e brezhoneg … roiñ da gompren d'an dud eo ar brezhoneg ul lod deusoutomp setu ar pezh ar pezh a rankimp ober er bloaz-mañ c'hoazh ! Dre forzh kanañ Nouel e teu Nedeleg ! Ur bloavezh mat a souetomp deoc'h yec'hed DA ZIFENN GWIRIOU MAB-DEN DRE AR BED ha prosperite hag ar baradoz e fin ho puhez !



  GERIOU DIAES  
War nebeutaat : en diminuant
Ar c'huzul-Rannvro : le conseil Régional
Mont da anaon : décéder.
Da laret splann : pour dire clairement
Aozañ beilhadegoù : organiser des veillées.
Erru eo berr ar gwenneien : on est à cours d'argent.
Ho yalc'h : votre porte-monnaie
Divyezhek : bilingue
Da zifenn gwirioù mab-den dre ar bed : pour défendre les droits de l'homme de par le monde.

E keit-se e ya ar paotr Sarko da vale bro da China gant e vamm hag e vugale pe da Vro-Ejipt gant e vestrez gant hon gwenneien mar plij ! Skañvaet eo HO YALC'H ha ma hini ! N'eus ket arc'hant ken evit yec'hed an dud, nag 'vit an dud na labouront ket,nag 'vit ar re baour , evit ar brezhoneg nebeutoc'h c'hoazh ma zudoù paour ! petra vo goune'et gant ar brezhoneg ?
Nebeutoc'h a vrezhoneg er skolioù : amañ ne vo ket ramplaset ar mestr-skol chomet klañv, du-se vo graet pezh faot 'vit ma vo ket digoret ur c'hlas DIVYEZHEK.1OO lisead 'neus paseet ar bak e brezhoneg er bloaz -mañ . Bihan ar jeu ganeomp !Diwan




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Presbital Kozh - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -