'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Mona Ozouf, merc’h Yann Sohier

E gwerzh emañ levr diwezhañ Mona Ozouf « Composition française ». ur sell eo war eñvorennoù he bugaleaj C’HWEK HA C’HWERV war un dro.


foto : Ouest-france

Minorez da bevar bloaz

Testenioù ur plac’hig a felle dezhi be’ ‘vel ar re all, padal e oa he dishenvel-tre.
Chomet MINOREZ, da bevar bloaz, pa oa marv he zad da dregont vloaz, mestr skol laïk e oa. Chom a reas neuze gant he mamm, mestrez-skol ivez. Homañ, glac’haret da viken, oa n’em daol da vevañ he KANV, distag deus ar vuhez ordin.. Derc’hel a reas KASONI e-keñver” an Emsav breizhat” ha brezhonek a oa, hervezi, kiriek deus maro he gwaz, dre ma oa bet ur stourmer re galonek ‘vit ar brezhoneg hag e vro. Ar vrud a rede e oa MARV WAR AR STERN.
Desavet oa bet Mona gant he mamm e doujañs hag eñvor he zad, Yann Sohier, aet da anaon re abred. Dre chañs ’vit Mona oa deuet he mamm gozh da di he merc’h da vevañ gante, un tamm’vel“ ur GARABASENN er presbital“! Homañ, Leonadez deus Lanniliz , oa brezhonegerez a -vihanik, buhezek ha leun a skiant -vat diwar ar vuhez.
A- drugarez dezhi e pareas Mona deus KANV ha diouer he zad, un tad tost DIANAVd’ar plac’hig nemet dre eñvorennoù he mamm. Ar vamm-gozh, gwir breizhadez sonn ha kreñv, n’oa ket desket galleg met memestra e lare e oa gallez da vat! Ar pezh na gomprene Mona ket gwall vat.

Ba’ levraoueg he zad

Mona oa skoliatet e skol publik Plouha, gant merc’hedigoù he oad, eno oa he mamm renerez. Marteze n’em gave ket tre en he flas eno hag en em daolas DA LENN STANK levrioù he zad. Eviti e oa ur veaj en ur bed all, “bed ar gêr“. Levrioù he zad troet war ar bed keltiek oa kalz dedennusoc’h ha pinvidikoc’h evit re ar skol publik!
Setu neuze e kavoc’h ’barzh al levr-mañ displegadurioù leun a ijin, hag a fent etre Mona Ozouf deuet da vezañ istorourez brudet ha Mona Sohier, skoliadez. skol Plouha ha deus e iliz vras ha divalav.
Etre ar gêr hag ar bed, ma veve ennañ gant c’hoant deskiñ ha leizh a ziplomoù, ne oa ket chomet ar vaouez yaouank DA DERMAL, troet ma oa da zizoloiñ dre he studioù mont war raok ar bed. Setu pad he buhez eo bet o studiañ an Dispac’h Gall, ar Republik, an Idantelezh, ar C’humuniezhioù (communauté, communautarisme)

Tomm deus he bro eo chomet Mona Ozouf

Un testeni leun a fiziañs zo roet ganti deomp ganti , dreistholl da re o deus bevet ar mareoù ma oa bet dilezet en tiegezhioùhag er skolioù ar yezh hag identelezh hon bro.
Echuiñ a ra he levr gant ur BREDERIADENNdedennus-tre diwar-benn an HOLLVEDELEZH, hag an idantelezh (identité)
Hervezi eo idantelezh Breizh kalz kreñvoc’h ha bevoc’h, gwelloc’h anavezet hirio, ’vit en amzer dremenet. Fiziañs he deus en un doare kevredel ( fédération) da c’houarn Broioù Europa. Ur mod kozh a-walc’h da soñjal, ha nevez atao, mad evit Breizh!

  GERIOU DIAES  
C’hwek ha c’hwerv : douce-amer
Minorez, emzivadez : orpheline
Kañv : deuil, douleur
Kasoni : haine
An emsav breizhat : le mouvement breton
Maro war ar stern : mort à la tache
Karabasenn : bonne du curé
Dianav : inconnu
Da lenn stank : …à lire avec assiduité
Da dermal : hésiter
Hollvedelezh : universalité
Prederiadenn : réflexion






accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -