'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Miz eost 1941 er Ruskeg

Kontet he deus Geneviève   Perquis d’he merc’h  un hañvezh he deus paseet e-Kreiz-Breizh pa oa hi “skout“ gant an“Eclaireuses de France“.

Er bloavezh 41 e oamp deut  deus Roazhon d’ar Ruskeg e-kreiz an hañv. Un toulladig paotred ha merc’hed yaouank  16 vloaz e oamp deus Roazhon. Bloaz  zo, oa  bet aloubet  Bro Frañs  gant an Almanted. Skouted e oamp, met difennet e oa bet  ar“skoutism“ gante ’blamour oa bet savet gant  Saozon: un tamm “clandestin“ e oamp !
Ur pemzek plac’h bennak, ha ganeomp un  nebeut“ cheftaines“, un tammig koshoc’h ’vidomp, merc’hed deus koztez  Montroulez . Merc’hed kalonek oa ar re-mañ, rak ne oa ket dizañjer kampiñ ’kreiz ar maezioù. Difennet e oa gant ar “C’hommandantour“deus Kemper AOZAN  kampoù-noz ’barzh  departamant Penn ar Bed . Ne oa ket dilhad skout ganeomp kennebeut evel-just, ur gartenn eus ar Groaz Ruz (la Croix Rouge) a oa gant pep hini deusoutomp gant aon  e teufe an Almanted war hon chouk.

Ar veaj betek sant Herbot
Deut omp gant an tren betek Montroulez, gant an c’harr-boutin betek An Huelgoat ha goude-se betek ar Ruskeg e St Herbot. Boemet e oamp bet gant an dachenn, ar c’hastell kozh, al lenn. ’Kreiz ar menezioù e oamp da vat, ’giz barzh ur vro all.AOTRE OA BET ROET DEOMP  gant AR PERC’HENN ’michañs da sevel hon TELTENNOU ’kichen an ti; roet oa bet plouz deomp da gargañ hon sac'h-vatalasenn . Ar beizanted o chom eno oa tud a-feson: ur c’houblad a oa gant ur bugel a gav din  hag ar vamm-gozh, houmañ  na ouie poz galleg ebet.  Amzer lous a oa bet penn da benn ar pemzek devezh ha  dav ‘veze memes servij ar soubenn deomp dindan an deltenn!  Koulskoude oa bet graet a bep seurt traoù ganeomp...
 

Ar vuhez er c’hamp
En em gaout a raemp asambles  'tal  ar”vasque“ vraz e oa  ‘kichen ar c'hastell ,'vit komz ha soñjal war buhez ha labour bemdez ar c'hamp.
Al labour ‘veze graet asambles ‘vel veze dalc’hmat ‘touesk ar Skouted, aozañ lein pe koan, ober komisionoù, c’hoarioù  ..."jeux de piste“ da vont  Roc’h Foc’han  ha da Menez Mikael a gav din. D’an oferenn oamp aet da St Herbot, eno meump gwelet bernioù reun deus lost ar saout profet d'ar zant 'vit mirout al loened deus ar c’hleñved  ha deus se ‘meus soñj mat ha tud hardi a  oa eno  gwisket mod ar vro. Paseet oa mat-tre an traoù .
Prenañ a raemp laezh ha vioù digant ar re oa o terc’hel an ti-feurm  ha ne’me ket soñj re  vat, met me ’gav din ’meump ket bet naon gwech ebet! Bara oa bet graet gante un devezh ’ba’r forn ha digaset neunt un tamm fars deomp ha ni ouiemp ket petra oa se!
 Mont da gerc’hat bara a rankemp d' an Huelgoat; div vezemp atav  o vont gant hor veloioù da brenañ teir dorz vara bras . Bep tro “en em regalemp“ gant ur grampouezhenn er vourc’h war hent an distro !  Tikeji  da brenañ boued oa bet roet deomp gant hon tud.

Ne oa ket brav kempenn AR CHODOURONOU pa  raemp boued war an tan : gant ludu  veze graet  ha gant «  sabl »al lenn .  Paseal a raemp  kalz amzer  da gempenn an traoù  rak ne oa ket  soavon du ken.  Tan ha beilhadeg  veze graet ganeomp E SKEUD  ur wezenn dero bras. Dav oa deomp taol evezh bras   gant  aon vije gwelet an tan hag ar moged gant UR C’HARR-NIJ  bennak, ha ret eo bet deomp mougañ  an tan gant hon « cape » pa glevemp un trouz bennak. Ne oa bet gwelet soudard  alaman ebet   ganeomp ‘pad hon vakañsoù, tro war-dro ar c’herioù bras e oant kentoc’h.
Totemiset oan bet ha “benniget” gant dour AL LENN , “logodenn article 5” oa ma anv skout! ‘Barzh artikl 5 al lezenn skout e oa skrivet”une éclaireuse est l’amie de tous et la soeur de toutes les éclaireuses. « A-raok mont d’ar gêr ha tap an tren abred an deiz war-lerc’h  oamp chomet da gousket ‘barzh sal dañs ur bistro ‘ba’n Huelgoad  war al leur goad.
Ya, paseet mat oa bet pep tra BETEK PENN!

Harpe, telenn

  GERIOU DIAES  

Aozañ : préparer, organiser.
Aotre oa bet roet deomp : nous avions eu l’autorisation.
Ar perc’henn : le propriétaire.
Teltennoù : des tentes.
O moue : leurs crinières.
Ar choudouronoù : les marmites.
e-keud : à l’ombre de
Ur c’harr-nij : un avion
Al lenn : l’étang
Betek-penn : jusqu’au bout




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -