'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
MEDALENN SOAÏG

Labourat kalz, gounit nebeut, mervel abred, setu siwazh PLANEDENN miliadoù a labourerien o poaniañ  ‘pad bloavezhiou ‘barzh an abatoarioù e Breizh.
Ma amezeg Soaïg ‘oa unan deusoute. Ganet ‘barzh ur penn-ti, ‘vel un dek bennak deus e vreudeur ha c'hoarezed. Paotr-saout ha DEVEZHOUR eo bet d’an oad a  13 (trizek) vloaz goude-se betek krogiñ da vat ‘barzh an abatoar lazhañ moc'h.

Labourat ‘ba ‘n abaoar

Tost da zaou-ugent vloaz eo padet AR C’HROGAD. Bep mintin, da bemp eur nemet kard, e kleven ar mobilet o tremen  war an hent. Glav, skorn, pe erc'h, morse ne vanke war e zevezh labour.
Brudet e oa  e-touesk e gensorted da vezañ UR MAILH war ar gontell ha TUAPL da lemmañ e hini ha re all ar chadenn. Ar « chadenn » a groge gant he zroioù didruez da bemp eur rik ha ne oa EHAN ebet araok un eur.
Alies ‘vize red labourat un tamm ouzhpenn, d'ar gwener pe pa vize muioc'h a c'houlenn war ar c'hig moc'h. Tro nav-eur ‘vize un tamm DISKROG da zizourañ ha da danañ ur « gitan-maïs ».
Diouzhtu kuitaet ar botou-gwenn ha renket kontell ha chupenn, A-RAMP war ar mobilet da bakañ ur banne gwin ruz ha da brenañ un tamm bara. Ha yeo da fardañ lein d’e di bihan war vord an hent a-raok mont d’e jardin pe d'ober un droiad chase pa veze an devezh-digor. Morse na glemme, na deus e bae, na deus al labour.


Un devezh na zavas ket ha red GELVER ar medisin. Dre e gomzou berr, galleg-brezhoneg,  kavet en n'oa lâret deoñ penaos‘n'em zante gant e c’hourlanchenn entanet. dek deiz a oa ‘noa ket debret...Setu kaset Soaïg d'an ospital hep ger na klemm. Ur miz goude e tistroas d'ar gêr ha tri miz war-lerc'h ‘moa kaset neoñ (anezhañ) betek ar vered.
Chomet oa ar vedalenn stag deus mantell ar chiminal, ‘kichen ar fuzul-chase.
Rener an abatoar, 'vel boas, ’noa laket ur gerig war pajenn OBIDOU an Telegramm. Ne oamp ket stank en iliz...War-lerc'h, en ostaliri, oa aet ar gaoz war Soaïg : ken kalonek war e labour, ken tuapl da lemmañ ha ken  mailh war ar gontell, ken didrouz...
Gant Youn oa aet ar ger diwezhañ n'er sunañ ar bevare bannac’h Bordeaux :  «  Ma, a lavaras, paour kaezh Soaïg, n'er ket 'vit lâret eo ganeoc'h eo bet kresket toull ar SECU, rontaet yalc'h ar mestr, ya sur a-walc'h....ha retred ebet da baeañ deoñ ouzhpenn...

(un istor gwir)

  GERIOU DIAES  

planedenn : destinée
devezhour :  travailleur journalier
ar c’hrogad : la partie,le combat
ur mailh : un as !
tuapl : capable

Atao prest da SENTIN deus urzhioù mestr ar chadenn...

Ur vedalenn da vont war e leve

Daou pe dri miz a-raok e dri-ugent vloaz labour 'na (en doa) bet ar vedalenn 'vit bezañ bet FEAL d'an abatoar ‘pad e holl amzer labourer. Kroget ’noa gant ar SMIG, hag echuet gant ar SMIG. Ne oa ket bet ur prezant GWALL GOUSTUS d'ar mestr bras, roiñ deoñ (dezhañ) ur vedalenn !
Memestra, Soaïg, war ‘zeblant, ‘oa kontant deus e stad. Paotr yaouank kozh oa chomet ha n'en doa nemet e gi chase da vagañ. Biskoazh ne ’moa ket bet klevet neoñ (anezhañ) o komz gallek. Forzh penaos ne vize ket hir ar gaoz gant Soaïg, nemet ‘wechoù war ar chase...

Deut ar c’hleñved

Ur bloavezh 'raok LID ar vedalenn oa bet kinniget deoñ labourat hanter-amzer. Dinerzhet ha kastizet e oa. Petra oa kaoz ? Al labour stert, ar « gitan maïs » ?




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -