Genidk deus Poullaouen, Loeiz 'neus bevet e yaouankiz war ar maez, gant poanioù, trubuilhoù ha plijadurioù tud e gartel 'pad an devezhioù labour vras. Bet er skol 'vit bezañ kelenner, Loeiz oa chomet tost ha tomm da dud e gorn-bro ha d'ar brezhoneg.

Loeiz Ropars gwisket gant dilhad kêr
Ar vuhez o cheñch
War-lerc'h ar bloavezhioù tregont 'na (en doa) gwelet ar vuhez o cheñch. Muioc'h mui a dud yaouank 'vont da labourat d'ar c'hêrioù hag ar festoù-noz bihan war-lerc'h an devezhioù labour 'tigreskiñ buan n'er dostaat deus ar brezel. Gwellaet un tamm ar jeu 'pad ar brezel peogwir e c'helle an dud n'em vodañ trankilik a-walc'h war ar maez, ar pezh ne oa ket posubl er vourc'h. Dre ma oa ar brezel oc'h ober e reuz, 'oa distroet d'ar gêr forzhig deus ar re divroet. 'Pad, ha war-lerc'h 'oa nebeutoc'h a vammoù a gomze brezhoneg deus o bugale. Aet ar brezhoneg war gil, dilezet ar c'han-ha-diskan ha ne oa ket mui a festoù-noz koulz lâret. Distroet an dud 'trezek ar vourc'h, ar salioù bal hag ar c'hanaouennoù gallek.
Kanerien a chome c'hoazh
Koulskoude e chome c'hoazh kanerien ha kanerezed dispar 'ba Poullaouen ha tro-dro, 'vel Katrin Gwern, Lors Roger, François-Louis Gall, François Jaffré, Yvonig Lavanant... |
Loeiz 'oa ur c'haner deus ar re wellañ, ganet e bro ar c'han-ha-diskan, gant ur vouezh sklaer hag un DISTAGADUR fraezh da lak' an treid da virviñ war ar plañchod. Peogwir 'oa " mestr-skol " pe profesour yaouank, 'oa un tamm un enor mont da ganañ gantañ. Setu 'vize dalc'hmat e darempred gant ar re wellañ. Ha kazi-sur 'oa Loeiz, d'ar mare-se, ar c'helenner laïk nemetañ 'vel kaner kan-ha-diskan er vro ! Anvez' a rae ivez tud 'giz Herman Wolf, rener an TI-PLADENNOU " Mouezh-Breiz " pe Georges-Henry Rivière, rener MIRDI " Arts et traditions populaires " e Paris, pe c'hoazh Radio Roazhon...
Ur c'helenner dispar
Loeiz 'oa ivez ur c'helenner dispar, koulz war ar c'han, war an dañs pe war ar brezhoneg. Ma plije deoñ kanañ gant ar re wellañ, e plije deoñ ivez KENTELIAN ar re yaouank. E gentel gentañ : distagañ mat ar gerioù 'vit bezañ komprenet gant pouezh-mouezh ar vro. Kanañ 'vit dañsal fraezh ha distag. Dre e vrud kaner dispar, dre e vrud kelenner, dre e youl hag e nerzh da sach' tud gantañ. Peogwir anve'e ENROLLERIEN A-VICHER, zo chomet un dek pladenn mod kozh bennak ha diou bladenn 'c'hiz nevez war e lerc'h. Digoret gantañ an nor d'ar re all 'barzh ar salioù hag ar gouelioù, 'vel d'ar c'hoarezed Goadeg ha d'ar vreudeur Morvan diwezhatoc'h ha d'ur bern re all e Breizh . Siwazh, gwelet en deus ivez plas ar ganerien hag ar sonerien daou-ha-daou o vont war dreñv buan dirak ar strolladoù muzik. N'eus ket kalz a blas 'vito ken er festoù-noz.
|
| |
GERIOU DIAES |
|
Genidik : natif
Distagadur : prononciation.
Mirdi : musée.
Enrolliñ : enregistrer.
Rouez-tre : tout à fait rare.
Ledanaat : élargir.
Kenteliañ : Faire la leçon à…
Enrollerien a-vicher : enregistreurs professionels (de disques) |
|