'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Laz-seniñ Gens Cambrina ?

Mouezhioù ha telennoù kozh Breizh


Deut da selaou un abadenn sonerezh “telenn Breizh“ d’an 21 a viz even 'ba’ iliz Landelo da 9 eur noz .

Aozet eo gant Kan an Douar (www.breizh.net/kanandouar)

Priz : 10 € , 6 € 'vit an dud dilabour pe ar studierien;
digoust 'vit ar re dindan 12 vloaz.

ARBENNIGOUREZ war an delenn geltiek kozh eo Violaine Mayor. Adkavet eo bet ar benveg dispar-mañ : gwallgaset oa bet gant trubuilhoù an istor. Buan eo bet brudet an DELENNOUREZ gant he stil seniñ flour, gant he ivinoù.

Soner, kaner hengounel ha saver telennoù eo Joël Herrou, he gwaz. Sevel a ra he zelennoù gant teknikoù ar Grenn-amzer ( toullet en un tamm haleg , kerdin AREM stigniet warni) diwar patrom telenn ar 15vet kantved anvet « telenn ar Rouanez Vari ». Kanañ a ra Joël da heul an delennourez ,seniñ fleüt ar Grennamzer, violoñs ha bodhran (taboulin Iwerzhon) a ra ivez.

Roiñ a reont buhez en-dro da RUMMADOU TONIOU ANKOUEET, lod ane’ deus ar Grennamzer uhel. Ur strollad kanerien ha telennourien eo laz-seniñ Gens Cambrina, stummet er gevredigezh HENT TELENN BREIZH war ar sonerezh keltiek kozh.

« Tud eus ar memes bro » a sinifi Gens Cambrina. D'ar poent-se ez ae hon bro Breizh, eus kreizteiz Bro Skoz a-vremañ betek GWENRANN.

(www.henttelennbreizh.net)

Harpe, telenn

  GERIOU DIAES  

Laz-seniñ : Ensemble (musical)
Arbennegourezh : spécialiste
Delenn = Telenn : harpe;
An delennourez : la harpiste
Hengounel : traditionnel
hengoun : tradition
ar Grennamzer : le moyen âge
arem : bronze
Fleüt : flûte
Hengoun : tradition celtique
Rummadoù tonioù ankouaeet : répertoires oubliés
Gwenrann : Guérande




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -