'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Kezeg
Erwan Ar Men o kaozeal
'ba St-Hern deut eo ar vammen maez !l

D'ar gwener 21 a viz Du oa bet ur gaozeadenn e brezhoneg war-bouez ar c'hezeg gant ar gevredigezh An Ti Glas deus Gourin. Pedet oa bet Erwan ar Menn , marichal diouzh e vicher, André ar Gall hag an Aotrou Pennec, ur vetriner en retred.

HOUARNAN ar c'hezeg



Erwan ar Menn neus kontet deomp un tamm istor diwar benn an HOUARNOU: da vare ar Romaned, 'vel vez kontet ba' levrioù Asterix, veze brezel etre Romaned ha Galianed.
Ar Galianed a oa sot gant ar c'hezeg ha setu penaos vije TAGET ar romaned gante : ar Galianed oa ur marc'h gante evit pemp BREZELOUR: un oa war varc'h, daou a groge en e VOUE, ha daou en e lost! Buan- tre 'ae ar brezelourien o redek e-giz-se e-kichen ar marc'h, deus an eil lec'h d'egile, hag e tagent ar romaned e meur a lec'h dishenvel. Un argad berr hag e zaent kuit diouzhtu. Ar romaned a soñje oa kalz tud war o lerc'h padal ne oa ket kalz deuzoute. Gant pemp marc'h se rae gant ur strollad brezelourien. D'ar mare-se ar Romaned houarne ar c'hezeg, met an HOUARNOU veze laset tro-dro an treid hag ar Galianed a houarne gant TACHOU evel an Arabed. Pa oan o teskiñ ar vicher marichal e bro c'hall, ar gelennerien a lare ne veze ket houarnet kezeg ar Gelted( pe ar Galianed), ha ne oa ket bet houarnoù gant tachoù a-raok ar " Merovingiens ".Koulskoude zo bet kavet houarnoù gant toulloù ,dindan hentoù hag un dezenn zo bet savet gant an Aotrou Chatal diwar se.
An dud a rae war -dro ar c'hezeg oa bet stummet evit mont gant an arme, ha desket ar vicher marechal gant pozioù e galleg gante el LU. 'Blamour da se z'eus bet kollet kalz gerioù diwar benn ar c'hezeg e brezhoneg . Ar gerioù galleg oa CHEUC'H, bravoc'h michañs evit gerioù brezhoneg!

Redadegoù

André Ar Gall, deus Gourin, oar an tu da zresañ ha da zerc'hel kezeg-red en o jeu. " Ba redadegoù hir vez goulennet d'ar c'hezeg mont war-dro 160 kilometrad 'pad an deiz. Gwechall gozh raent kazimant kement all er memes devezh pa vije marc'hadoù, deus foar Kemper da foar Komana. Ar redadegoù-se oa bet kroget gante er bloavezh 1970 war-dro. E 1977 oa bet graet ur redadeg etre Naoned hag Ancenis, ur c'hant km bennak.Gant un tenn bistolenn ba' plas an Otages oa bet lañset ar jeu ,nav marc'h ha tregont oa partiet, un-warn-ugent (21) oa erruet ba Ancenis ha tri oa marvet ! Goude-se oa bet graet redadegoù berroc'h, ugent kilometrad ha kresket oa bet ar c'hilometradoù tamm-ha-tamm, amzer d'ar c'hezeg da gustumiñ, ha n'eus ket bet kazeg ebet o vervel abaoe.

Bremañ zo redadegoù ken hir all met lakaet vez ur "reglement" start-tre: ma n'eo ket deut TALM o c'halon dindan pevar ha tri-ugent (64), ugent munutenn goude bezañ erruet, ne c'hellont ket mont pelloc'h. Ar c'hezeg mat, dek munutenn goude bezañ erruet, ya o c'halon d'an liesañ war-dro da hanter-kant (50)."

Kazeg hag ebeul

Ar gazeg a zo o vont d'ober he ebeul, penaos vez laret? a c'houlenn Erwan ar Menn. "-treiñ! hounnezh zo o vont da dreiñ!
Ar gazeg a zo o vont d'ober he ebeul a grog da droiñ rak emañ o klask al lec'h dei' da vout en he aes.Un doare dispar a zo gant ar c'hezeg
Ha setu ar pezh neus kontet an Aotrou Pennec deomp:
"Ur wech oan bet galvet ba St Hern e-kreiz an noz peogwir ur gazeg oa deut he MAMMENN 'maez. An dra-se zo a-bouez, un dro fall alies bras blam d'an "hemorragie". Me sonje din " sur a-walc'h pa vin digoue'et an ebeul vo maro " Ar patron hag e vab oa ba' toull dor ar c'hraou, tres fall war o gorre, me oa sur e oa paseet start an traoù. " deut eo ar vammenn maez ! a larent. Met ar gazeg oa o tebriñ foenn ba' he rastell, an ebeul bihan vralle c'hoazh met chom a rae en e sav, ha ne oa netra dindan e lost. "Petra zo digoue'et ?- Tout maez!
Ba' pelec'h 'mañ?
Laket meus tout war ar bern teil goloet gant plouz, vit dalc'h al licher (gouzilh) prop ! "
'Ar vammenn oa ket da dont maez, just he GWELE !
Vit dalc'h 'nei tomm oa bet lakaet war an teil, mod -se war-lerc'h vo prop evit lak' nei en-dro e korf ar gazeg!"

  GERIOU DIAES  

Houarnoù, houarnañ : fers à cheval, ferrer
Taget : attaqué
Brezelour : guerrier
Ar moue : la crinière
Tach(où) : clou
Al lu : l'armée
Cheuc'h : chic
Talm : battement
Ar vammenn : la matrice (et la source)
Ar gwele : le placenta (et le lit)




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -