Mont a reomp kuit deus Kembre dindan ar glav ha goude treuziñ buan Mor Iwerzhon omp degemeret gant an heol 'ba Dublin, Dubh linn e GOUEZELEG, da lâret eo " al lenn du ". Un anv iwerzhonek nevez zo bet roet da GÊRBENN Iwerzhon : Baile Atha Cliath, " kêr ar roudour gant GARZHADOÙ KORZ ".
Dulenn
Ur gêr vras eo Dulenn ha war vrasaat e ya c'hoazh : emaer o sevel savadurioù nevez ha modern war kaeoù stêr Liffey. Muioc'h-mui a dud a zo o chom enni, pemp kant mil bennak e kêr hag ouzhpenn ur million c'hwec'h kant mil (1 600 000) 'ba Dulenn Vras, da lâret eo Kêr Dulenn hag he zrowardroioù : daou-ugent dre gant (40%) deus POBLAÑS Iwerzhon (pevar million) a zo o chom 'ba Dulenn Vras, ar pezh a ra kalzig. Ur bern traoù zo da welet 'ba Dulenn : MIRDI BROADEL Iwerzhon, da gentañ penn, kement ha kaout un tañva deus istor kozh ar vro, AR RAGISTOR, AN HENAMZER, AR GRENNAMZER gant TAGADENNOÙ ar Vikinged, an Normaned hag ar Saozon. 'Ba Trinity College e c'helloc'h gwelet Levr Kells, livet kaer-meurbet gant ar venec'h en 9vet kantved. Un DISKOUEZADEG a zesko deoc'h petra 'oa o labour. A-us 'mañ al LEVRAOUEG Kozh, ur sal hir-spontus (65 m) gant daou c'hant mil levr enni. Ar re na blij ket ar mirdioù dezhe a c'hello mont da ruzañ o botoù en ur pub, kar puboù e-leizh zo 'ba Dulenn evel 'ba pep lec'h en Iwerzhon ! Guinness a vo mat dezhe. Ar bier du-pod zo breset 'ba Dulenn ha kalz gwelloc'h eo evit ar C'Hoka-Kola !


Ar C'Honnemara, ur vro gaer er c'hornôg deus Iwerzhon
War-du ar c’hornôg : ar C’Honnemara
Aodoù ar c’hornôg ‘zo kaerañ lodenn deus Iwerzhon, hep mar ebet. En tu all da Galway ‘mañ ar C’Honnemara, ur vro TAOUARC’HEK ha dindan lanneier. Lennoù ha menezioù zo ivez, evel an Twelve Bens, seiz kant metr bennak a uhelder. Start eo ar vuhez eno rak paour eo an douar. An dud a vev diwar tennañ TAOUARC’H d’ober tan, diwar sevel deñved ha muioc’h-mui diwar AN DOURISTELEZH. Leun-kouch eo straedoù kêr Galway pa degouezhomp eno ha gwell eo ganeomp tec’hout rak AN ENGROEZ, war-du ar c’hornôg. Mont a reomp gant hent an aod, dre Roundstone ha Carna, betek Letterfrack, ‘lec’h ‘mañ Park ar C’Honnemara. |
Pignat a reomp gant an Diamond Hill (Menez an Diamant). Serzh eo ar grapenn hag avel zo war ar c’hrec’h ! Met pegen kaer eo ar gwel war ar mor, an aod, ar menezioù ! Poent eo distreiñ d’an traoñ, ar vrumenn zo o sevel ha feson c’hlav zo ganti. An amzer a cheñch buan en Iwerzhon, un tamm evel ‘ba Breizh !

Tornaodoù Moher, ar re uhelañ deus Iwerzhon
Doolin, bro ar sonerien
A-raok tapout ar vag da zistreiñ d’ar gêr e chomomp un toullad devezhioù ‘ba Doolin, ur gêriadenn vihan war vord ar mor, nepell deus TORNAODOÙ Moher, re uhelañ en Iwerzhon (214 m). Tri fub a zo eno ha bep noz ‘vez sonerezh Iwerzhon ‘barzh pep hini deusoute. Goude un devezh o vale er maezioù pe war an aod ez eomp laouen ‘ba pub O’Connors pe Mac Dermott da selaou sonerezh en ur evañ Guinness. N’eus ket gwelloc’h da ziskuizhañ met ret eo en em gavout eno abred, kuit da chom war-sav a-hed an nozvezh. Tornaodoù Moher zo goloet gant al latar c’hoazh ha n’hellomp ket gwelet anezhe ar bloaz-mañ. Ne ra forzh, distreiñ a reomp da Iwerzhon, kalz a draoù kaer ‘meump da welet c’hoazh !
 Bep noz 'vez sonerezh 'ba puboù Doolin
|
| |
GERIOU DIAES |
|
Iwerzhon : Irlande.
Gouezeleg : gaélique.
Garzhadoù korz : haies de roseaux.
Poblañs : population.
Mirdi broadel : musée national.
Ar Ragistor : la Préhistoire.
An Henamzer : l'Antiquité.
Ar Grennamzer : le Moyen-Âge.
Tagadennoù : invasions.
Diskouezadeg : exposition.
Levraoueg : librairie.
Taouarc'hek : tourbeux.
Taouarc'h : tourbe.
An douristelezh : le tourisme.
An engroez : la foule.
Tornaodoù : falaises. |
|