'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Istor ospital kozh Karaez

Istor ospital kozh Karaez

" L'hospice de charité, doté jadis, entretenoit quelques incurables : on a supprimé ses revenus ; une vingtaine d'infortunés y languissent dans un état déplorable….Il ne possède aucun employé ; les mieux portants, les plus forts traitent et secourent les autres…..Anciennement, cet hospice jouissoit d'un revenu de considération, de plusieurs quêtes…..aujourd'hui il est dépouillé de tout. " N'eo ket dav kaout aon, n'eo ket ospital Karaez 'benn 2012 a zo deskrivet amañ, met ar pezh zo bet gwelet gant Jacques Cambry 'ba Karaez, e-kerzh e veaj e Penn-ar-Bed e 1794, da vare AN DISPAC'H BRAS. 'Blam da betra 'oa aet ospital kozh Karaez ken REUZEUDIK all, sed ar pezh emaomp o vont da gontañ deoc'h hiriv.

Ar seurezed " Augustines " 'ba Karaez

Deut oa ar seurezed "Augustines " deus Dieppe, e Bro Normandi, ha digoue'et oant 'ba Karaez e 1657. Galvet e oant bet d'ober war-dro an ospital. Un ospital a oa 'ba Karaez dijà, hini Santez-Anna, bet savet e 1478, met kazi KOUE'ET E N E BOULL e oa e 1657. Hirio an deiz ne chom deusoutañ nemet chapel Santez-Anna ('ba straed Brizeux), bet adsavet en 19vet kantved. Ar seurezed ne oant ket chomet pell e ospital Santez-Anna. Lakaet 'noa sevel un' nevez e kreiz-kêr (nepell deus an ti-post bremañ) : ospital Itron Varia ar Grasoù (Notre-Dame de Grâce). Al labourioù 'noa padet betek 1698 ha 'paeet oa bet pep tra gant noblañs ar vro.


Intron Varia ar Grasoù e-kichen an Ti-Post

An ospital a-raok 1789

Ospital Karaez a zegemere ar re baourañ met soudarded an arme gall ivez, ar SOUDARDED GOPRET dreist-holl : Alamaned, Iwerzhoniz, soudarded deus Bro-Suis.

Berr 'oa erru an arc'hant 'ba yalc'h ar seurezed rak an arme gall a gase soudarded d'an ospital, ya 'at ! Met ne deue gwenneg toull ebet deus Pariz war-lerc'h, da baeañ ar frejoù. Kar ar roue Loeiz Pevarzek a ouie ober brezel un tamm e pep lec'h en Europa met SKOUARN VOUZAR A RAE pa vize kistion da gas arc'hant evit soagnañ ar soudarded gloazet. A-benn ar fin, an ospital a yae en-dro gant sikour noblañs ar vro. Met ar gwashañ ne oa ket deuet c'hoazh evit ar seurezed.

An Dispac'h Bras

Kerkent ha 1790 'oa bet votet div lezenn a-enep ar relijion : madoù an Iliz 'oa bet LAKAET E KERZ an nasion ; an Urzhioù relijiel ne vefe ket deusoute ken. An div lezenn-se a lakae diaes seurezed ospital Karaez, anat deoc'h. Adalek miz Meurzh 1790 e oa ar gumun mestr war an ospital ; graet 'voe ur RENABL deus toud ar madoù. E-pad daou vloaz, ar seurezed 'oa bet dalc'het etre daou, etre an ti-kêr a glaske sikour 'nê ar muiañ ar gwellañ, hag an departamant, nevez savet, A ZOUJE DIDRUEZ ouzh urzhioù Pariz. E 1792 oa bet divizet skarzhañ ar seurezed deus an ospital. Tud Karaez hag an ti-kêr 'noa sinet meur a betision evit difenn ar seurezed : netra d'ober, al lezenn ha netra ken ! D'an 20 a viz Meurzh 1792 e oa bet roet urzh da skarzhañ 'nê da vat 'benn miz. Ar pezh a oa bet graet d'an 13 a viz Ebrel.

An ospital implijet evel prizon

Goude-se 'oa bet gwerzhet madoù ar seurezed DIOUZH AR C'HRESK. Met an ospital ne oa ket bet gwerzhet, a-drugarez d'an aotrou maer, Charlez Baneat. Hemañ oa deuet a-benn da zelc'her anezhañ evel " bien communal ". Padal, ne oa gwenneg toull ebet ken da lakaat anezhañ da vont en-dro. Pa oa Robespierre 'ba penn ar vro oa deuet an ospital da vezañ ur prizon. Kement a dud a oa kaset d'an toull ken oa leun-chouk ar prizonioù ha ret mat lakaat ar brizonidi e-lec'h all. Goude marv Robespierre, e 1794, e oa bet DIEUBET an holl hag addigoret an ospital. En ur stad fall-tre e oa ha ne chome den ebet evit ober war dro an dud glañv. Ar re a oa kap da sevel diwar o gwele plouz hanter vrein a yae da c'houl an aluzen 'ba straedoù Karaez. Dao 'oa bet gortoz distro ar seurezed e 1810, evit ma yaje gwelloc'h an traoù. Met ar seurezed ne oant ket chomet pell : an tan 'ba' 'n ospital hag ar c'holera da heul 'noa lakaet 'nê da zilojañ da vat da Bont-'n Abad, e 1860.

  GERIOU DIAES  
An Dispac'h Bras : la Grande Révolution = la Révolution française.
Reuzeudik : misérable.
Koue'et en e boull (kouezhet) : tombé en ruine.
Soudarded gopret : mercenaires.
Skouarn vouzar a rae : il faisait la sourde oreille
Lakaet e kerz : mis à disposition de..
Renabl : inventaire.
A zouje didruez : respectaient sans pitié (scrupuleusement)
Diouzh ar c'hresk : aux enchères.
Dieubet : libéré.






accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -