|
Poher Hebdo
| |
| HOR BEAJ DA VRO INDIA |
E miz C’hwevrer 2007, daou vreizhad deus Kreiz Breizh ’ zo aet da Bharat e Bro India. Ar veaj-se ’oa an heul hini ar bloaz paseet. E miz C’hwevrer 2006, e oamp aet Katrin Dreau ha me, Jakez Connan d’UR C’HENDALC’H ETREVROADEL evit ar bed a -bezh e Jaïpur, kerbenn Rajasthan… Kontañ deoc’h toud pezh’oa paseet e pad an div beaj-se vefe stert. Med lar’ rin deoc’h daou pe dri zra warni EVITKENT. Da gentañ, red eo deoc’h gouzout hon eus kamaladed vat e Jaïpur : Surendra Mathur hag e familh.
SKOL AR MERC’HED HA SKOL UHEL JAïPUR
HARP kentañ hor veaj 2007 ‘oa e Rajasthan evel just. Eno e voemp pedet da vont da zaou EURED. Med ar pouezusañ ‘voe mont da skol merc’hed Jaïpur : Maharani Gayatri Devi hag hor gwel e Skol Uhel Ajmer. Krennarded lise Diwan Karaez ha merc’hed ar skol-se a skrivo lizheroù pe mailoù etreze marteze en amzer da zont. Ajmer ‘zo ur gêr vihan e penn AN DEZERZH. Er Skol Uhel se, e vez studiet pep tra e Sanskriti. Hag er skol zo ur rann evit ar SPEREDELEZHIOU GENTAN hepken. AR BREZEGENN gentañ hon eus graet er rann-mañ. Un tammig prezegenn war hor sevenadur e oa. Med ar re gentañ oamp oc’h ober kement-se er Skol Uhel-se ! War an hent Ajmer, OMP CHOMET A-SAV e Pushkar, ul lec’h santel. Ul lenn sakr ‘zo e kreiz ar gêr-se ha temploù tro war dro.
Nagar Saddhu: menec'h o vevañ diwar nebeut a dra. .
|
Ur senotaf zo ur bez bras evel ur c'hastell. |
AR STER SAKR : AR GANGA
Aet omp da bourmen war ar ghatoù. Ur ghat’zo ur c’hae war ar rinier sakr ar Ganga.(Gange) Eno e vez LIDOU evid an Doueoù ha tantadoù evid loskiñ an dud varo… Rañkontret hon eus er plas-mañ Nagar Saddhu. Evit Pobl Bharatsell an dud-se zo tud santel. An Nagar Saddhu ‘vev DIWAR PROFOU an dud. N’o deus ti ebet na feurm, na madoù, na gwreg na bugale. Ur seurt menec’h e servij Shiva int. E-kerzh an devezh diwezhañ e Varanasi hon eus graet ul lid ganto ha fotoioù da heul.
TEMPLOU KAJURAHO
Goude-se omp erruet e Kajuraho. Brudet-bras eo ar gêr-mañ evid an temploù. Warne ez eus kalz a FRESKOU, ul lod re GADALUS…Rañkontret hon eus Govinda hag e vignon Pandit Jee, UL LENNER PLANEDENNOU. Pedet omp bet da zebriñ e ti Govinda. Peoc’h ha sioulded a glaskemp. Med Kajuraho n’eo ket evel-se:setu kuitaet ganeomp ar gêr. Orchha zo ur gêr vihan war ar rinier Bedwar. Eno ez eus senotafioù. Ur senotaf ‘zo ur bez bras evel ur c’hastell gant meur a sal war estajoù disheñvel, tourioù ha liorzoù. Goude un nebeud deizioù, oa deut ar poent da zistreiñ d’ar gêr. Bec’h e oa ganeomp da guitaat Bharat…
lenn Pushkar, ul lenn santel eo.
|
LAERIEN YAOUANK
Goude tri deiz, e oa poent deomp kuitaat Jaïpur da vont ‘trezek Varanasi (Bénarès). N’eo ket gwall gempenn treñoù Bharat. A-wechoù ‘vez gwelet logod o pourmen etre treid an dud. Un afer ‘zo erruet ganeomp! Hor treñ ‘oa bet arestet ‘kreiz ar maezioù. Paotred yaouank TAER, war-dro 25 vloaz dezho, ‘noa graet o soñj mont e barzh an treñ. Ne’oa ket bet tu de’, rak UR VOLEJ HOUARN oa dirak an nor. ‘Blamour da se neunt bannet mein deus an treñ. Ma vefent deut ’barzh, n’ouiomp ket petra ‘vefe erruet ! Da c’houde, ar soudarded oa erruet hag an dud yaouank fuloret’oa DIFLIPET. Seizh eur DALE, hag e oamp digouezhet e Varanasi. En noz kentañ voe ur barrad ARNEV . Gwall amzer e Bharat. E-giz ma vefemp bet e Breizh e pad an diskar-amzer !
|
|
| |
GERIOU DIAES |
|
Ur c’hendalc’h etrevroadel : un congrès international
Evit kent [vitchen!] pe evelkent : tout de même
Eured :mariage
Dezerzh : désert
Speredelezhioù gentañ: spiritualités premières
Ar brezegenn : la conférence,
Omp chomet a-sav : nous nous sommes arrêtés
Ur volej houarn : un volet métallique Diflipet : disparu
Dale : retard
Ur barrad arnev [harné] : un orage Lidoù :; des célébrations
Bevañ diwar profoù :; vivre d’offrandes
Freskoù : des fresques
Gadalus : impudique
Ul lenner planedennoù : astrologue |
|
|
|
|
 |