Pa gemeromp un tamm amzer da daol ur sell war-zu hanternoz hon Menezioù Du, petra welomp, koulz deus Kledenn, Sant-Hern, Sant-Wazeg pe Kastell-Nevez ? Glasder teñval ar gwez sapin o c'hounit tamm ha tamm kostezenn an douaroù war zinaou pe lein an tuchennoù. A vloaz da vloaz 'vez kemeret gant ar sapin plas al lanneier pe ar peuriñ, betek ar STANKENNOU dourek. Gwir eo, an douaroù yen-se, alies diaes da labourat gant NEBEUT A VOEMOÙ, n'int ket dreist da gaout ed pe maiz. Padal, 'vit geot, foenn, peuriñ, int mad a-walc'h, dreist-holl dre ar bloavezhiou sec'hor. Siwazh, digresket mat eo an atanchoù (tiegezhioù) war gostez ar Menezioù Du. Setu pa vez un dilez gant ur peizant, n'eo ket diaes kaout tachennoù da blantañ sapin

sapin Nordman a zo
bet plantet kostez Sant Wazeg
Mekanikoù kreñv da droc'hañ koad
Plantet 'vez sapin da chom en douar 30-40 vloaz, amzer de' da vont da wez. Heskennet ha troc'het dre daou vetrad hed ha kaset war-zu an uzinoù paper pe an HESKENNEREZHIOÙ d'ober pleñch 'vit volij pe paletennoù. Ar vicher troc'her-koad er c'hoajoù 'oa stenn-tre, ha ken stenn all 'oa labour ar re karget da ZIBOULLAN ar gwez. Bremañ zo mekanikoù kreñv-tre, gant KRABANOU ha heskennoù DA BILAN ar wezenn, didorr ha buan, ha da droc'hañ 'nei dre dammoù kerkent ha pilet. Tachennoù douar labour all 'vez gounezet gant ar sapin Nedeleg. Goulenn-hardizh zo warne. Un hanter kant million bennak 'vez ezhomm bep bloaz d'an Tad Nedeleg da lezel e brofoù d'ar vugaligoù.

prest eo ar
gwez da vout kaset da Vro-Saoz , da Vro alamagn pe da Vro Rusia
Koñvers bras ar sapin Nedeleg
Paotred an Hanternoz, deus bro Danemark dreist-holl, n'eus savet sosieteoù da brenañ douar da blantañ sapin Nedeleg. Ar re-mañ 'vez troc'het bep 6-7 vloaz, paket gant mekanikoù graet evit se ha kaset da werzhañ da stalioù bras ar c'hêrioù. |
D'ar sapin-se e vank douar mat ha plaen, 'vit ar mekanikou d'o LOUZAOUAÑ, d'o zroc'hañ ha d'o fakañ pa vez deuet ar mare. Ar bloaz-mañ eo bet kroget gant an droc'hadeg e penn-kentañ miz du. Ur skipailh gwazed deus bro Pologn zo deuet war an dachenn da Sant-Wazeg da droc'hañ ar sapin yaouank. Ur sizhun war-lerc'h oa c'hwec'h traktour barzh ar parkeier bras stag deus ar binviji pakañ, da zigas ar sapin betek an hent ha da sevel paletennoù a zaou vetrad. Un ugent bennak a dud zo implijet. Ar mestr zo deus Pleiben hag an ouvrierienn zo deus ar vro ivez. Ar paletennoù vez karget barzh kirri-samm da vont da vro Saoz, Belgik, Alamagn ha memes Russia ! Biskoazh kement all !
Ar vro o teñvalaat
Ur rann-galon eo gwelet ar sapin Nedeleg kemer plas an ed, ar maiz, ar peuriñ d'al loened en douaroù mat-se. Siwazh 'vit ar beizanted yaouank, kavout a ra paotred an Hanternoz TIEGEZHIOU da brenañ peogwir e lakont ar priz uhel, dreist-holl 'vit an douaroù hep kota laezh. Setu duet un tamm izeloc'h ar vro betek Laz, Sant-Wazeg, ar C'hastell-Nevez. Klemm a ra an dud o vale pe o pourmen 'blam n'eus ket tu da welet tout hon bro diwar lein an tuchennoù, stanket o sell gant ar sapin, stouvet ar gwenodennoù kozh, ha lakaet panelloù " difennet " partout. Siwazh tost heñvel 'mañ an traoù e menezioù Are. Ar vro o TEÑVALAAT 'hed an henchoù deus Lokeored da Bloneour betek Kommanna. Kuzul jeneral Penn-ar-Bed n'eus gwelet an dañjer hag emañ o klask prenañ an tachennoù uhelañ da virout anezhe deus ar sapin.

Douar mat a vank da vagañ tud
Petra soñjal deus ar c'hoajoù sapin war hon menezioù ha deus ar parkadoù sapin Nedeleg ? Gant ar gwez e chom ur gwenneg bennak gant perc'henn an douar pe un tamm danvez 'vit e vugale. Met d'an nebeutañ vefe ret kaout an tu da vont betek an tachennoù uhelañ da welet kaerder hon bro dindan an heol. Gant ar sapin Nedeleg eo trist-tre gwelet douar labour mat, skornet ha sunet gant ar sapin p'emañ un drederenn deus poblañs ar bed o vizeriñ gant an naon DRE ZIOUER a zouar mat ! N'eo ket sur e plijfe kement-se ar c'hiz nevez-mañ da galon tener an Tad Nedeleg na d'ar mabig Jesus pa vezont oc'h ober o zroiad.
|
| |
GERIOU DIAES |
|
Ar stankennoù : les vallons,vallées
duat : devenir noir, noircir.
Nebeut a voemoù : peu de sillons.
Heskennerezhioù : scieries.
Diboullañ : débarder, évacuer
Krabanoù : des griffes
Da bilañ : pour abattre (verb pilañ)
Louzaouañ : traiter, soigner.
Tiegezhioù : des fermes
Teñvalaat : s'assombrir.
Dre ziouer : par manque. |
|