|
Poher Hebdo
| |
| GOUEL HANTER EOST |
Gouel Hanter Eost e Breizh, Lughnasad e bro Iwerzhon, a sinifi bodadeg Lugh (1). Lugh oa anv un doue, boutin d'ar broioù keltiek. Ijiner an arzhoù, diwaller an hentoù hag ar beajourien, mestr ar c'henwerzh hag ar marc'hajoù...Kavet e vez roudoù deus e anv e meur a gêr Europa, vel Lyon : " Lugdunum ", kreñvlec'h Lugh; ur Gouel braz 'vize eno, d'ar c'hentañ a viz eost, da vare ar Romaned (le Concile des Gaules). En henamzer, ba' Iwerzhon, vize bodadegoù braz, gant redadegoù kezeg, c'hoarioù dre nerzh pe dre ampartiz. Seurt foarioù 'veze ivez troet d'ar c'honvers. Ouzhpenn-se vize divizoù ha tabutoù war ar bolitikerezh pe ar justis...(2).
Gant sikour an doueez
An doue Lugh en dije bet krouet ar gouel-se‚'vit enoriñ e vamm magerez Tailtiu," Hini Vras an Douar ". An doueez-se noa goulennet digantañ, pa vije maro, aozañ c'hoarioù kañv d'he enoriñ e penn kentañ miz Eost, da gaout ed fonnus. Ne oa ket tu da gaout ed druz hep skoazell an doueez. Roueoù bro Iwerzhon teue o c'halloud de' n'er zimeziñ en ur stumm arouezus, gant an doueez, 'dei ar galloud brasañ. Evel-se Gouel Hanter Eost oa ar poent kreñvañ deus an emgleo talvoudus, 'tre ar roue, an doueez, an douar, ar boblans hag an Natur.
|
|
(1) Ar vojenn kozh-Noe a gonte e oa Lugh unan deus ar bobl an Tuatha De Dana e bro Iwerzhon. E dad kozh, Balor, oa roue ar bobl Fomoire. Ar Fomoire a vrezelle enep an Tuatha De Danan, 'vit kaout ar brasañ gallout war ar vro. Ar Fomoire noa ar gallout war ar vro araok ma zegouezhas an Tuatha. Anv « Fomoire » a dalvefe kement ha « tasmant ar mor »? Ar pezh a c'hellfe bezañ ur arouez ("symbol") deus ar stourm tre an dud ha nerzh an natur. An natur noa ar gwir da roiñ pe da dennañ frouezh an douar. Balor noa ul lagad sorseret gouest da lazhañ gant ur sell nemetken...Pad emgann bras Mag Tured, al lagad-se oa bet toullet gant ur goaf tennet gant Lugh...
(2) Tantadoù Lughnasad vize graet war krec'hennoù pe menezioù sakr, dindan paeroniezh an doue Lugh. An deiz hirio an tachennoù-se zo bet "kristianizet", gouestlet da St Mikael. Tuchenn St Mikael er Menez Arre, gant e chapelig pignet en uhellañ, oa, d'ar mareoù-se, kazi-sur, ul lerc'h vit Lughnasad...
|
Ar pardon : ur roud deus an amzer gozh
Meur a bardon e Breizh, pad an hañv, zo c'hoazh gante roudoù deus ar c'hizioù kozh-se, daoust ma int bet " kristianizet ". Da laret, bodañ tud ur vourc'h, ur pastell vro, tro dro d'ur chapel da lidañ ur gouel pad an hañv, da enoriñ ur zant...En o zouesk, ar pardonioù gouestlet d'ar Verc'hez-Vari d'ar 15 a viz eost : " Gouel Vari Hanter Eost " = Amzer Lughnasad bade 15 devezh araok ha 15 devezh goude ar c'hentañ a viz eost. Gouel Maria Hanter Eost (Assomption) d'ar 15 a viz eost zigouez da zevezh diwezhañ Lughnasad. Pardon bras Kleden Poher zo ur skouer marteze. Emañ ar vourc'h Kleden an hini uhellañ 'vit ar barrezioù all tro war dro hag e oa kazizur ul lec'h kozh-tre brudet er Poher, en henamzer...
|
|
| |
GERIOU DIAES |
|
Arouez : symbole
Arouezus : symbolique
Doueez : déesse
Boutin : commun
Gouestlet : dédié à
Henamzer : antiquité
Ijiner : inventeur
Kreñvlec'h : fortifications
O c'halloud : leur pouvoir, souveraineté
Tabutoù : discussions
Ur pastell-vro : un secteur |
|
|
|
|
 |