'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
 
Dalc'homp sonj : ar gorventenn e 87,
ugent vloaz zo

D'ar 15 a viz here 1987 ( naontek kant seizh ha pevar-ugent) tro 8 eur noz oa krog an avel da c'hwezhañ ha war washaat e oa aet. 'Tre 10 eur hanter ha 2 eur mintin e voe distruj bras e meur a blas. Trumm e oa aet ar barometr d'an traoñ diwar bec'h etre an aer yen hag an aer tomm.

Nerzh an avel : Muzuliet oa bet nerzh an avel e Brest-Gwipavaz : 148 km an eur (kant eizh ha daou ugent) met e plasoù 'zo oa bet kalz kreñvoc'h 'vit 'ba lec'h all : 200 km an eur (daou c'hant) war enez Eussa.

Ar gwez : Ar gwez kozh, bresk pe klañv o gwrizioù a voe graet o stal' de. ( da skouer, daouzek devezh arat dindan gwez faou a voe distrujet war menez Frugy e Kemper)
Ur gentel evit ar vretoned : Abaoe eo bet lakaet ouzhpenn 2000 km (daou vil kilometr) funioù tredan dindan douar. Savet 'zo bet ur programm da plantañ gwez avaloù d'ober chistr. Azalek 1988 'zo bet lakaet a bep seurt gwez, kalz gwez deus ar vro ha nebeutoc'h a wez sap. Ur mod muioc'h naturel a zo bremañ peogwir e vez lesket da ziwan ar gwez bihan deut diwar had ar gwez bras.



  GERIOU DIAES  

Ar gorventenn : la tempête
War washaat : en s'aggravant
Bresk : fragile
Ar gwez kozh... a voe graet o stal 'de : les vieux arbres...furent éliminés
Funioù tredan : des cables électriques



accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Presbital Kozh - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -