'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
 
Karnaval Dunkerque

ISTOR AR C’HARNAVAL

Da gentañ, e mil c'hwec'h kant c'hwezek ha tri-ugent (1676), an armatourien bigi e Dunkerque ‘noa graet ur fest ha koan vras. Ar fest-se oa profet d’ar besketourien a-raok dezho mont kuit da Island e-pad c'hwec'h miz. Goude-se, fest ar besketourien oa bet mesket gant Meurlarjez. Toud ar besketourien oa treuzwisket gant maskloù. Setu ganet ar « visshersbende », ar vandennad pesketourien. War-lerc'h, e 1847, an amzer oa bet fall-put e-pad Meurlarjez ha tout an dud ‘noa digoret o disglavieroù : ar « berguenaeres » brudet. Er bloavezhioù goude oa bet tapet ar c’hiz da lezel ar « berguenaeres » digor evit reiñ livioù d’an DIBUNADEG, goude vefe heol hag amzer vrav. E-kerzh an naontekved kanvet, Meurlarjez oa brasoc'h pa veze bloavezhioù mat war ar morued. Dre ma tigreske ar pesketa war ar moru ez ae ar fest d'an traoñ. War-lerc'h oa bet roet ur stumm all d’ar c’harnaval : bep gartel (pastel) deus Dunkerque ‘noa savet ur strollad pe ur vandennad evit mont d'an dibunadeg .



E-barzh an dibunadeg

Bep sul goude merenn, e-pad tri miz, tud Dunkerque a ya da zibunañ a-vandennadoù er straedoù. Bale a reont kazel-ha-kazel e renkadoù en ur ganañ tonioù hengounel.


Dirak zo sonerien o c’hoari fleütoù, taboulinoù ha binviji kouevr gante. E-penn an dibunadeg emañ an « tambour-major », gwisket e-giz soudarded Napoléon. Karget eo da roiñ lusk ar sonerezh gant e benn bazh. LESANVIOÙ iskis vez roet da bep hini : Co pinard, Co schlock II, Pintje bier II, Cacaille ha me ‘oar-me. Gwazed kreñv a ya d’ober ar renkadoù kentañ. Pa ’vez nerzh gant ar sonerezh e chomont a-sav evit ur pennad « chahut ».
War o lerc’h, ar re all a zalc’h da vont war-raok hag e vountont warne. A-wechoù, tud an Ened a ya kuit deus an dibunadeg evit ober « chapel », da lâret eo pakañ banneoù en tier pe en tavarnoù. Pa ’vez an dibunadeg o tremen dirak an ti kêr e vez taolet HARINKED warni gant an Aotrou maer. War ar blasenn vras vez echuet an traoù gant ar rigodon en-dro da zelwenn Jean Bart. En enor dezhañ e vez kanet un himn brudet. Da hanternoz e vez kroget gant an dañs vras e-barzh ur sal DIVENT. Tro-dro da bemp mil a dud a gemer perzh er bal. E-pad sizhun meurlarjez vez an abadennoù en o zommañ. Ret eo bezañ kreñv-marc’h evit derc’hel an taol : dibunadegoù ha baloù kazi bemdez. War plasenn Jean Bart ‘vez gwelet RAMZED ar c’harnaval : Reuze Papa ha Reuze Maman. Diwallerien kêr Dunkerque int abalamour da se ne vezont ket devet met doujet vez deusoute. Dilhad ened ne vezont ket prenet met graet gant an dud diwar traoù ha gwiadoù a bep seurt. Boaz zo gant ar baotred gwiskañ dilhad merc’hed HOALUS : brozhioù berr, LOEROÙ KAS-C’HOANT, BOTOÙ O SEULIOÙ PEUL. Gwiskamantoù dibar a vez gwelet alies, ar pezh a ziskouez IJIN FONNUS tud Dunkerque.


  GERIOU DIAES  

Dibunadeg : défilé.
Lesanvioù : surnoms.
Harinked : harengs.
Divent : immense.
Ramzed : géants.
Hoalus : séduisant(e).
Loeroù kas-c’hoant : bas résilles.
Botoù o seulioù peul : chaussures à talons hauts, talons aiguilles.
Ijin fonnus : imagination abondante, fertile.




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -