'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Ened Douarnenez

‘Vel ‘ba Dunkerque, Ened Douarnenez zo stag mat deus bed ar besketourien. Kaoz zo deus Ened Douarnenez evit ar wech kentañ ‘ba skridoù an ti-kêr e 1835 met kalz koshoc’h eo evit se, sur a-walc’h. Ar pesketa war ar sardin ‘noa degaset pinvidigezh ha tud ‘ba bro Douarnenez e-kreiz an triwec’hvet kantved. Da vare Meurlarjez n’eo ket krog c’hoazh koulz ar pesketa hag ar besketourien a ya niverus da gemer perzh er fest a-raok mont war vor. Profitañ a reont deus ar mareoù diwezhañ evit KAS NEÏ a-raok stagañ e-pad mizioù gant o labour start. An dud a wisk dilhadoù kozh, kozhajoù chomet da LOUEDIÑ er solieroù. Evel ‘ba Dunkerque, ar giz zo gant ar baotred gwiskañ dilhadoù merc’hed, dreist-holl gwiskamantoù bro, koefoù hag all, pe c’hoazh gwiskamantoù labour micherourezed ar friturioù.

Ur sizhunvezh fest

Kroget ‘vez ganti d’ar Sadorn a-raok Meurlarjez, gant lakaat an Den Paolig da roue an Ened. An Den Paolig zo graet gant paper stoup, hag unan nevez vez graet bep bloaz. Deus an noz zo ur bal bras ‘ba sal ar gouelioù. D’ar Sul vintin ‘vez lidet un dimeziñ un tammig ispisial kar ar plac’h nevez n’eo ket ur plac’h e gwirionez, ur paotr ne lâran ket ! Ur sae wenn zo gantañ hag e bried zo ur gwir gwaz anezhañ, sañset. Goude-se ‘vez roet lañs d’an dibunadeg vras, gant fañfarioù, MAJOREZIGED, strolladoù tud treuzwisket ha kirri bet KINKLET diouzh un tem bennak. Meurlarjez eo an devezh birvidikañ, gant tud e-leizh er straedoù hag en tavarnioù, o kanañ kanaouennoù martolod. An tavarnioù a chom digor a-hed an noz pe dost. Baloù gwisket a zo ivez, gant ur c’hoñkour evit dibab ar gwiskamant gwellañ. Da Verc’her al Ludu ‘vez devet an Den Paolig KEMENT HA DISKOUEZ eo echu gant Meurlarjez, betek ar bloaz war-lerc’h. Ened Douarnenez ne bad ket ken pell ha hini Dunkerque met ken plijus int an eil hag egile, hep mar ebet.


Muioc'h mui a gaoz zo da adlansañ karnaval Karaez ha n'eus bet e vrud n'eus ket ken pell zo.N'ouier ket deus pelec'h a teu (simbol) den Paolig. Ar ger-se zo anavezet e pep lec'h e Breizh. Paolig eo an diaoul ba'r gaoz boutin : 'ba ‘r rimodelloù e vez Paolig un tu-goll gantañ bewech rak kaout a ra atav unan finoc'h evitañ.
Ar poz “Karnaval” a deufe deus carn, korn, hag ualos, roue, da laret eo “roue ar c'horn” ( sa majestée des cornes); ‘ mod- se, Karnaval oa anv un den hag a oa bet anvet gant anv an diaoul er Grennamzer, goude an Henamzer (antiquité)
'Vit devezh Meurlarjez ‘veze graet ur pred gwelloc'h gant ar pep brasañ deus an dud. E bro Leon oa ar c'hig ha farz da greisteiz. Ur sonig zo gant an dud :

“ Meurlarjez zo ur paotr gae
Me garfe a vije bemdez
Meularjez div wech ar bloaz
Gouel Mikael bep daou vloaz”

YUN a veze, ne veze ket debret dijuni . VIJIL eo debriñ hep kig . Yun ha vijil a veze da gwener ar Groaz (Vend saint). An dud a oa tomm d'ar relijion a rae yun 'pad tout ar c’horaiz 'pad daou ugent devezh; 'vit ober kof moan gant ar re all...

  GERIOU DIAES  

Kas neï (kas anezhi) : faire la fête.
Louediñ : moisir.
Majoreziged : majorettes.
Kinklet : décoré(s).
Kement ha diskouez : histoire de (tant qu’à) montrer.
Jeun : yun (war yun= a jeun)
Vijil : abstinence, manger maigre/ ober vijil = faire carème
Koraiz: le carème.

 




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -