'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Célestin Menguy, medisin ha brezhoneger !

Ospital Karaez 'vez graet ospital Menguy deusoutañ hag an anv-se zo bet roet ivez d'ar straed a dremen dirazañ. Met piv 'oa Celestin Menguy, dre-just ?

Ar medisin

Celestin Menguy oa bet ganet e 1892, 'ba parrez Kerfod e Bro-Ouelo, 'barzh ur familh labourerien-douar en o aez. D'ar skolaj e oa aet da Lannuon ha goude-se da Roazhon da studiañ ar vicher medisin. Galvet e oa bet da soudard-medisin e 1914. Gloazet gant ar gazoù e oa bet kaset d'ar gêr ha neuze 'noa kendalc'het gant e studioù medisin 'ba Roazhon, Bourdel ha Toulouse, betek 1919. Bloaz war-lerc'h e oa bet anvet da vedisin 'ba Karaez, e penn an ospital nevez, bet savet e 1914. Gant ar skiant 'noa prenet e-pad ar brezel e oa gouest war e vicher ha brud vat 'noa tapet diouzhtu 'ba Karaez ha pelloc'h memes. Dre ma oa bet ganet war ar maez e oa tost da dud ar vro, ha deuet e oa da vezañ un den a-bouez 'ba bro Karaez, 'blam oa rener an ospital met ivez 'blam oa koñseilher er c'huzul-kêr. Labouret 'neus kalz evit kas an ospital war-raok.

Ar brezhoneger

Met war un dachenn all 'noa labouret Celestin Menguy ivez : hini ar brezhoneg. Brezhoneger a-vihanik e oa, evel toud an dud bet ganet war ar maez d'ar mare-se. Pa oa e Roazhon 'noa graet anaoudegezh gant daou vailh war ar brezhoneg : Jules Gros ha Francis Gourvil. Pa oa soudard er brezel 'noa skrivet un toullad lizheroù e brezhoneg d'ar gelaouenn Kroaz ar Vretoned, da gontañ e vuhez soudard. Ur wech deuet da Garaez da chom 'noa graet muioc'h a draoù c'hoazh evit ar brezhoneg. Mignon e oa da Taldir Jaffrennoù. Celestin Menguy zo bet 'ba' penn ar gelaouenn divyezhek An Oaled-Le Foyer Breton, gant Taldir ha reoù all. War e vicher medisin e yae e brezhoneg ingal gant ar re glañv ha remerket 'noa buan penaos ar brezhoneg 'oa krog da goll lañs da vat war ar maez, evit mad ar galleg, ar yezh nemeti a vize desket er skol. Neuze 'noa graet e soñj mont 'barzh ar strollad " ar brezhoneg er skol ", a stourme er bloavezhioù 1934-36 evit reiñ ur plas d'ar brezhoneg er skolioù. 'Ba bro Karaez 'noa lakaet 19 parrez da sevel a-du evit ma vefe desket ar brezhoneg er skol. Evit ar brezhoneg pe evit an ospital, Celestin Menguy 'noa labouret start ha mat a-hed e vuhez. Aet eo da Anaon e 1961, taget gant ur c'hleñved-kalon.




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -