Roc'helloù bras a zo a bep tu pa saver gant an hent da vont da Vulat-Pestivien. E-kreiz ar vourc'h dirak an iliz 'mañ an ostaleri. Dirak bep a vanne kafe 'neus Serj le Malefant, UN ISTOROUR leun a startijenn, komzet deomp eus ar gevredigezh Mein, Hent ha Dour : prezidant eo eus ar gevredigezh 'baoe tri bloaz bremañ.
Difraostañ ha diharzañ da gentañ
Er bloavezh 9O (dek ha pevar-ugent) eo 'n em lakaet un nebeut tud A YOUL VAT da gempenn ar gwenojennoù kozh bet chomet DISIMPLIJ pell zo hag ar sterioù, skourroù hag a bep seurt traoù enno.. Reier bras a zo tro-war-dro da Vulat ; bro ar greun-vein eo . Ha graet ur sell gante war chapelioù, manerioù ar vro ha tier eus ar XVII vet kantved,ul lod deusoute : diwar se eo deut c'hoant de' roiñ da anaout d'an dud PINVIDIGEZHIOU ar vro. " Un doare eo da gompren blam petra 'mañ ar vro 'vel 'mañ en deiz fenoz " a lar Serj Le Malefant ha c'hoant gant tud ar gevredigezh e chomfe istor ar vro ul lod eus buhez an dud hag o bugale da heul.
Iliz Bulat
Iliz Bulat ne oa nemet ur chapel un amzer zo bet. Kalz istorioù zo o tennañ d'an iliz ha gant Serj le Malefant omp aet d'ober an dro anei .Deus Lannuon zo deut PIKERIEN-MEIN e-kreiz an naontekvet kantved da sevel BEG TOUR AN ILIZ : ha just a-walc'h zo bet kizellet gante 'barzh an iliz UR MARTOLOD martreze da ziskouez deus pelec'h oant o tont. Kavet neunt merc'hed da blij' de hag int chomet da vevañ 'pad o buhez eno da labourat war o micher, piker-mein. C'hwec'h metrad ha tri-ugent uhel eo tour an iliz ! Deus ar pezh vez kontet, ar familh Pestivien 'noa ket gallet kaout bugel ebet pe oa bet laeret o bugel de'. Ha war mogerioù diavez an iliz eo bet kizellet deus un tu un olifant, ur bugel gantañ en E DROMPILH ha deus an tu all d'ar porch ul loen 'giz marmouz, ur bugel gantañ en e zivrec'h. Troet eo an ilizoù 'etrezek Jeruzalem , setu 'mañ an nor vras deus tu ar c'hornog, tu an avel hag ar glav , setu deut ar boaz mont 'barzh an iliz dre an nor kostez, dihellet d'ar c'hreisteiz. Eno 'n em gave tud " ar fabrique " kuzul-ker an amzer'wechall d'ober o soñj war ar pezh oa d'ober er barrez.
Kalz traoù all 'noa Serj Le Malefant da gontañ deomp…
|
Ti ar Mein
Er bloavezh 95 oa graet o soñj gant tud ar gevredigezh sevel " ti ar mein ", da reiñ da anaout mein ar vro d'an dud , labour ar piker, penaos veze savet an tier…UN DISKOUEZADEG a vez da heul gant arzourien eus ar vro. Er bloaz tremenet zo bet mil a dud o tont da welet ti ar mein e-kerz an daou viz ma vez digor bemdez. Prestet eo bet an ti evit netra gant an ti-ker. " Poent eo deomp sevel un diskouezadeg mod nevez ", a lar Serj le Malefant, " re mod kozh eo bremañ ha 'mañ al labour war ar stern ganeomp da sevel un diskouezadeg all, gwelloc'h kalite, savet gant sikour tud a vicher. Klasket vo roiñ da glevet d'an dud mouezhioù pikerien-mein, skeudennoù… " Sikourioù zo a-berzh ar c'huzul jeneral, kumuniezh ar c'humunioù hag an ti-kêr.
Pourmenadennoù evit an holl…
Savet e vez gant Mein, hent ha dour, pourmenadennoù da zeskiñ istor ar vro, gant tud gouest da zisplegañ koulz istor ar geologiezh, istor Bulat, met ivez istor Breizh ; eus Konomor 'zo bet kaoz er bloaz paseet. Lakaat ar vugale er skolioù da vont etrezek istor o bro, se a faot d'ar gevredigezh ober ivez, . Pourmenadennoù e brezhoneg hag e galleg a zo bet en hañv tremenet ; berzh 'neus graet ! pevar-ugent den bennak bewech, war hanter tud eus ar vro ha touristed a-hend-all, muzik,mein, istor ar vro, klask derc'hel AL LIAMM etre dec'h hag hiziv hep torriñ chadenn ar vuhez setu bolontez tud Mein, Hent ha Dour : azalek miz ebrel e vo aozet GWELADENNOU en-dro d'an iliz…er bloaz-mañ c'hoazh.
|
| |
GERIOU DIAES |
|
Istorour : historien
A youl vat : de bonne volonté, bénévole
Disimplij : non utilisé, abandonné
Pinvidigezhioù : des richesses
Pikerien-mein : des tailleurs de pierre
Beg tour an iliz : la flèche de l'église
Ur martolod : un marin
E drompilh : sa trompe (celle de l'éléphant)
Un diskouezadeg : une exposition
Al liamm : le lien
Gweladennoù : des visites
|
|