Peseurt skeudenn a zeu ba' ho spered PA VEZ ANV deus an "arz keltiek? Loened iskiz? Korriganed? Tresadennoù GWEET? E kastell Tronjoli, ba Gourin ho peus tro da sellet deus taolennoù Fanch Michelet Nicolas. Livet 'neus ar pezh a sonje diwar ar bed ha diwar ar vuhez . Tenn a ra ar skeudennoù-mañ deus skiant AN DROUIZED, rak Penn Drouiz "Kleze Dir" eo ivez. "Savet eo bet an diskouezadeg 'vel un hent a-hed an amzer hag a-hed an EC'HONDER" a lar AL L IVOUR
Bale a-hed an taolennoù
E penn kentañ an hent: taolennoù teñval ha trubuilhet. Livet int bet etre 1960 ha 1972, ha gwelet 'vez krouidigezh ar bed:" Bezañs ar mor", "Chenchidigezhioù", "Bleunioù diwar faltazi," "Gwez ar vuhez."Gwelet vez stummoù mab-den, stummoù loened ha stummoù plantennoù liammet:"Ar memes buhez a zo deut ba' r plantoù, ba' korf al loened hag hini an dud. Ar stumm eo a cheñch nemetken "a lar Fanch Michelet Nicolas
Goude se, livet etre 1976 ha 1993:" Bedoù tro heol ",gant livioù ruz ha kreñv, hag "Inizi ha bigi". Displeget vez amañ an enklask war-zu ar c'huzh-heol. (rannet veze an amzer dre nozvezhioù gant ar gelted)
Ha setu neuze livioù glas evit an "Dour Kentañ "Talvoudus-tre eo an dour ba'r broioù keltiek!
"Maeziadoù savet a-nevez "vez graet deus an taolennoù da heul : evit gwir eo diaes awalc'h an'vezout ar broioù keltiek hag ar maezioù livet amañ gant livioù flamm, ha tresadennoù lemm!An taolennoù nevez savet diwar "Ar c'hoadoù," hag an "Inizi" zo un tamm dishenvel deus ar re bet savet a-raok : livioù LUGERNUS ha skeudenno buhezek ar gwez, an delioù, ar bleunioù, an tourioù-tan…

|

AROUEZIOU ha skiant an drouized dre al livadur a- vremañ
Muioc'h e labour Fanch Michelet Nicolas bremañ gant livioù ha tresadennoù gant tresoù munut, ha GWAGENNOU WAR LUSK : displeg a ra mod- se LIEZEGEZH ar vuhez.
Alies vez kavet kelc'hioù ba' taolennoù Fanch Michelet Nicolas. "Skeudenn an heol, ar voger-dro, ar gouriz eo ar c'helc'h, lar eñv. Arouez ar bed sakr eo ar stumm-se adalek an amzer gwechall-gozh"
Heritour ar Seiz Breur eo FMN. Derc'hel a ra gant hent AN ARZ HENGOUNEL
"Moaien zo krouiñ en ur mod modern, en ur mod a-hirio en ur glask ba' gwriziennoù ar vro.
" Er bloavezhioù 1970, oa bet roet lañs d'ar muzik hengounel ha d'ar yezh e Breizh met e-pad 20 vloaz on chomet ma-un' o tifenn an arz keltiek dre al livadur ".
Neuze, e 1998, goude diskouezadeg e daolennoù ba' Karaez, eo bet savet gantañ ar gevredigezh " Spered Kelt " asambles gant Serge le Faucheur : " akademi an arz keltiek a-vremañ " eo ha savet eo bet evit roiñ lañs da arzoù keltiek lieseurt.

|
| |
GERIOU DIAES |
|
Pa vez anv : quand on parle
Tresadennoù gweet (gweadurioù) : entrelacs
An drouized : les druides
Ec'honder : espace
Al livour : le peintre (livadur= peinture)
Lugernus : lumineux
Gwagennoù war lusk : vagues en mouvement
Liezegezh : complexité
|
|