'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Ar Redadeg : a di da di !

Kaoz zo bet ganeomp dijà eus ar Redadeg miz zo. 'Vit displegañ pegen POUEZHUS eo ar brezhoneg evidomp holl e vo tud o redek eus Naoned betek Karaez, en ur baseal dre ar skolioù Diwan , 6OO km etre toud ! UR VAZH-TEST a vo gant an hini a vo e penn ar redadeg hag a vo roet AN EIL d'EGILE hag e Karaez e vo lennet d'ar sadorn al lizher a zo 'barzh ar vazh-test.
N'eo ket bet graet kement-all gwech ebet e Breizh ! "animationoù " a vo HED HA HED an hent deus Naoned betek Karaez .D'ar merc'her 3O a viz Ebrel e vo 'ba St Drian teatr brezhoneg gant strollag Kallag ha strollad Gwerliskin . C'hoariet e vo gante " lein ar re gozh " ha " avanturioù mab ar re gozh "

Setu amañ ar pezh a vo etre Plijidi ha Karaez d'ar sadorn 3 a viz mae

10e PLIJIDI, Skolaj Diwan,
sonerezh hag addijuni !

11e30 ST NORGANT, bord stank ar Blañvouezh(Blavet)
Apéro, pik-nik ha sonerezh

12e30BULAD-PESTIVIEN
dor-zigor er skol divyezhek publik(10h-13h),
lein en ostaleri Cht'y Kozh (10€ goulenn en a-raok : 02.96.45.75.74),
krampouezh, abadenn TROIOU OUESK, c'hoarioù eus Bro Flandrez

13e20 ST SERVEZ
Muzik.

13 eur 45 DUAOD
Muzik. ( azalek 13e45)

14e26 LOKARN
Fest-deiz (3 eur) : Marcel Guilloux et Sabine Kergoët , Corbel et Corbel , ar Vreudeur Morvan , Régine Louédec , Re an Are…

15e MAEL-KARAEZ
skol Gouren, Chistr da dañvañ ha boued bio, sonerien ar vro. Troiadoù evit ar vugale gant ur jao hag ur c'harr (etre 11eur ha peder eur)


16e TAVRIN
muzik gant liseidi Diwan e ostaleri Tachenn ar Groaz,
" Diaporama "POLTRIJI kentañ ar redadeg,
Ba'r vourc'h ( L'Atelier)

16e30 KARAEZ
Ti-gar,: Bagad ha kelc'h keltiek Karaez
Kerampuilh : Fin ar redadeg gant bugale ar skolioù war tachenn Kerampuilh gant gouel 3O vloaz Diwan

Deut war vord an hent ha 'ba'r vourc'h' da ROIN KALON
D'ar rederien !!

  GERIOU DIAES  

Pouezhus : important
Ur vazh-test : bâton-témoin
An eil d’egile : de l’un à l’autre
Hed ha hed… : tout au long de…
Troioù ouesk : acrobaties
Poltriji : pe skeudennoù  = photos
Roiñ kalon : encourager

  Entre Duault et Locarn, Yann Puillandre a couru 3 kms en côte pour la "Redadeg" de Diwan début mai 2008; il représentait l'association Kan an Douar qui participe financièrement au soutien de Diwan depuis sa création.
  ar redadeg ar redadeg - Yann Puillandre
  Ar redadeg - Yann Puillandre
  Ar Redadeg : Yann Puillander hag ar vreudeur Morvan Ar redadeg
  Skol Diwan Gwengamp
Ar redadeg : Skol Diwan Gwengamp



accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -