'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Ar Redadeg

Ne vo ket pell e vo UR REDADEG war droad  e Breizh  evit brudañ ar brezhoneg. Kregiñ a raio  ar jeu d’an 30 a viz Ebrel  betek an 3 a viz Mae 2008, noz ha deiz! Savet  eo bet un tamm e-giz gouel bras ar C’horika e Bro Euzkadi.

Da hanternoz e vo kroget ganti e Naoned ha mont a raio an dud war-zu Gwened, Kemper, Brest, Gwengamp ha da echuiñ e tigoue’o ’ba’ Karaez . Eno ’vo ur gouel bras evit 30 vloaz Diwan. 600 km a zo etre  ker An Naoned  ha Karaez!


Evit petra “A di da di“?

Ar redadeg "A di da di" zo bet lakaet war-sav  evit bodañ ur bern tud en-dro d'ar  brezhoneg   hag evit dastum arc'hant evit ar brezhoneg . Gall’ a ra forzh piv kemer perzh. 100 € e vez gwerzhet kement kilometrad d’UN EMBREGEREZH, kevredigezh, artizan pe hiniennoù. Droad ‘neus forzh piv da redek ivez hep paeañ pe reiñ ur gwenneg bennak ma ‘neus c’hoant. UR REDADEG A-EILLEK e vo. Un hiviz ruz a vo gant ar reder  e penn ha gantañ e vo AR VAZH TEST. Ar rederien all a sikouro ’neoñ ’vo un hiviz orañjez  gante (gwerzhet 7€50).

Fest-deiz, muzik, teatr...

Abadennoù a bep-seurt (predoù, festoù-deiz, abadennoù c'hoariva) a vo aozet  war hent ar redadeg e kement kêr a vo tu. Mont a raio an arc'hant rastellet gant an dud o do aozet an abadenn.
Graet  ‘vo bruderezh evit an embregerezhioù ‘pad ar redadeg ivez evel-just. Ur c'harr-tan a vo dirak ar rederien, un all a-dreñv.
C’hwec’h TROC’HAD-HENT a zo graet: Deus Naoned da Redon ;deus  Redon da Wened ; deus Gwened d'an Henbont ; deus An Henbont da Gemperle ; deus Kemperle da Vrieg ;deus Brieg da Zaoulaz ; deusDaoulaz da Vontroulez ;deus Montroulez da Gawan ;deus  Kawan da Blijidi ha  deus Plijidi da Garaez.
Troc’had-hent  Plijidi-Karaez a zo bet graet  peder lodenn ganti : Plijidi -St Norgan/
St Norgan - St Servez/ St Servez - Mel-Karaez/ Mel-Karaez - Karaez
Sikour a vo ezhomm sur ‘walc’h war vord an hent… da zerc’hel ostaleri.... Deuit niverus da ganañ, dañsal ha da ROIN KALON d’ar rederien! Bec'h dei’ gant ar redadeg !
Ma peus c’hoant goût muioc’h : pellgomzit da Monique Gentil 02 96  29 62 04
Postel : monique.gentil@club-internet.fr

http://arredadeg.free.fr

  GERIOU DIAES  

brudañ : faire connaître, faire la promotion de
Ar redadeg : la course
Un embregezh : une entreprise
Hinienn(où) :individu  
Ur redadeg a-eillek : une course de relais
Ar vazh test : le  baton-témoin
Un troc’had hent : un tronçon de route
Roiñ kalon : encourager




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -