'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
 
Ar Gatared

Dao pignat gant ar wenojenn sonn ha TROIELLEK, etre ar gwez hag ar reier. Goude un hanter eurvezh bale e tegouezhomp war lein an duchenn, lec'h m'emañ RIVINOU kastell brudetañ ar Gatared : Montségur. Eno, e 1244, e oa bet devet ouzhpenn daou c'hant a Gatared gant an dud a Iliz ha soudarded roue Frañs.

Piv 'oa ar Gatared ?

Ar ger Katar (" cathare " e galleg) a zeu eus ar gresianeg. Sinifi a ra " glan " (pur). Ar Gatared a grede 'la e oa rannet an traoù etre daou : ur bed fall, hini ar c'horf hag an danvezioù, bet krouet gant an diaoul. Hag ur bed mat, hini ar spered, ur bed parfet bet krouet gant Doue. Ar Gatared a rae " tud vat " pe " kristenien vat " deusoute o-unan. Bevañ a raent 'mesk an dud, evel PEORIEN. Ouzhpenn-se, n'houlent ket doujañ ouzh reolennoù ha sakramantoù an Iliz katolik, he doa lakaet anezhe da heretik. Diwanet 'vefe an doktrin katar 'ba Bulgari, 'tro an dekvet kantved. Met en Okitania, dreist-holl, e tapas lañs, adalek an 12vet kantved. Ar Gatared 'oa GWAREZET gant aotrouien vrasañ ar vro : konted Toulouse, Foix, Carcassonne ha 'giz-se 'oant deut da vezañ DIZALC'H A-GRENN deus an Iliz. Kement-se n'helle ket padout ken hag e 1209, ar pab Innocent III a c'halvas d'AR GROAZIADEG 'enep ar Gatared pe an " Albigeois ", 'giz ma vize graet deusoute c'hoazh.


Monségur : rivinoù Kastell Montségur 'kichen Foix (Ariège)

Gant Simon de Montfort 'oa aet an tu kreñv da gentañ met dizale 'oa bet fall e jeu : lazhet 'oa bet e-kerzh SEZ Toulouse e 1218. Ar roue Louis VIII e-unan a rankas mont d'ar groaziadeg, gant un arme vras. 'Benn ar fin, 'tro 1240, 'oa bet trec'het Raimon VII, kont Toulouse, ha Raimon Trencavel, kont Carcassonne. Echu ar groaziadeg, a oa deut da vezañ un digarez da roue Frañs evit LAKAAT E GRABANOU WAR vro Languedoc, e fin ar gont. N'eo ket 'vit se 'oa bet lezet ar Gatared e peoc'h : harpet 'oa bet ur bern deusoute gant an " Inquisition " ha kaset d'ar marv : dre gantadoù 'oant bet devet, evel 'ba Montségur…

Ar Gatared hirio

Hirio an deiz, kastelloù ar Gatared zo a-bouez evit bro Languedoc : sachañ a reont ur bern touristed bep hañv, ken 'zo kroget lod d'ober un tammig forzh petra gant anv ar Gatared : gellout a rit tañva gwin Corbières deus " domaine des Cathares " pe c'hoazh mont da ROUZAN 'kichen Narbonne, war " la plage des Cathares ". Aze 'maomp pell deus an istor gwir ha pep tra zo mat da rastellat gwenneien diwar-goust an douristed. Ar Gatared 'ra berzh war un dachenn all ivez, siwazh : hini an " ezoterism " ma kaver mesk-ha-mesk gant o c'hredennoù, re an drouized nevez, an demplourien, ha me 'oar-me petra all c'hoazh. Gwelloc'h neuze chom da vale en-dro da gastell Montségur 'ner sellout deus ur vro gaer-spontus, 'ner soñjal en dud-se a faote dezhe bevañ en un doare disheñvel deus ar re all ha 'blam da se 'oant bet lazhet.

Kroaziadeg an " Albigeois "

E penn ar groaziadeg 'oa Simon de Montfort. Da gentañ 'oa bet taget Béziers ha lazhet kazi an holl dud a oa o chom eno. " Lazhit anezhe holl, Doue a anavezo e re. " 'nefe lâret Arnaud Amaury, LEGAD ar pab. Diwar neuze, hag e-pad ugent vloaz, e voe brezel etre AR GROAZIDI hag an aotrouien okitan a roe bod d'ar Gatared en o c'hastelloù.

  GERIOU DIAES  
Troiellek : tortueux, sinueux.
Rivinoù : ruines.
Peorien : des pauvres.
Gwarezet : protégé.
Dizalc’h a-grenn : complètement indépendant.
Ar groaziadeg : la croisade.
Legad : légat.
Ar groazidi : les croisés.
Sez : siège.
Lakaat e grabanoù war… : poser ses griffes sur, s’emparer de..
Rouzañ : bronzer.



accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Presbital Kozh - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -