'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Ar yar zour

Ma taolit evezh 'n ur dremen 'tal- kichen ul lenn, gant un tamm chans e welfet laboused teñval O FLUNV bihanoc'h evit UN HOUAD gant ur beg ruz : yer dour int. Diwallit ! an disterañ trouz hag e vezont spontet..

Peseurt stumm'zo gant al laboused-se ?

Etre 32 ha35 santimetr eo o ment. 350gram bennak pouezh a zo gant ar yar zour, ar par 'zo 'veljust un tammig muioc'h a bouez ennañ.
Griz-du eo o fluñv dezho.Ul linenn plu gwenn, a bep tu d'o c'horf, 'zo hanter guzhet gant o divaskell. Pluñv gwenn vez gwelet ivez war beg o revr.
Souezhus eo beg ar yar-zour, ruz flamm eo ha penn ar beg 'zo melen ha lemm.
Pavioù bras hag o bizied hir 'ro kalz nerzh dezho war an dour.O bizied n'int ket KENSTAGET etrezo 'giz re un houad.

Penaos e vev ar yer-dour ?

Ne blij ket dezho mod ebet boud direnket, diouzhtu ez eont da skoachañ e-touez ar yeot war bord ar ster.Gwelloc'h eo gante bevañ hanter guzhet e-touez ar yeotennoù.Gouzout a reont SPLUJAL mat 'vit tap o boued b'ar ster o fenn en dour o revr gwenn d'an nec'h. Debriñ 'reont AMPREVANED bihan, buzhug, yeotennoù a bep seurt en dour ha war an douar.
Gouest int da nijal GANT TIZH ha pell amzer. Ur yar-zour 'vev pemzek bloaz bennak.

Hag ar re vihan?

An tad hag ar vamm a chom asambles o vuhez pad betek ma varvfe unan deusoute.Ar barez A ZOV teir pe peder gwech er bloavezh, etre miz Ebrel hag miz Gwengolo tost deus ar ster, e-touez ar yeotennoù. Beteg eizh vi a vez barzh an neizh.


ul labous spontidik eo ar yar-zour

'Pad teir sizhun A BEP EIL e chom an tad hag ar vamm war ar neizh.Kerkent ganet ez a ar re vihan maez deus ar neizh war lerc'h o zud. E-pad div pe deir sizhun 'vez maget ar re vihan gant o zud, kuit dezho goude-se da gavout o boued o-unan.Ur boaz souezhus 'zo gant al loened-se. Ar re vihan a chom gant o zud evit chikour 'ne da sevel ar rummad re vihan o tont war o lerc'h.
Yer-dour a zo kalz deusoute dre ar bed, en Europa, Afrika, Amerika, e su Asia.

  GERIOU DIAES  

O fluñv : pluñv pe plu = plumage
Un houad pe ur c'hanig : un canard
Kenstaget : reliés, dans le sens de palmés dans l'article
Splujal : plonger
Amprevaned : des insectes
Gant tizh : à toute vitesse
A zov : pond dozviñ prononcé ici [doiñ]
A bep eil : chacun son tour




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -