Kalz gwez pupli a zo e Breizh . 12OOO devezh arat a zo bet plantet hag un toullad mat deusoute e Bro Dreger. Tost d'an dour e rank bout plantet , ha douar don a faot evit AR GWRIZIOU DA ASTENN . Sklerijenn ha nebeut a avel ha setu penaos e kresko kaer ar wezenn pupli.Dont a ra gwez bihan DIWAR HAD, diwar gwrizioù pe c'hoazh pa lakait ur skourr don en douar.
Perzhioù mat
Kalz PERZHIOU MAT a zo gant ar gwez pupli ha dreist-holl ar pupli du. Gwez pupli a vez a-hed ar sterioù :un dra vat eo kar gant o gwrizioù stank E TEUONT 'BENN da grogiñ en nitrat hag er fosfat pa vez re.Ur sil eo o gwrizioù evel re an haleg. 'Blamour da se eo mat e vije un takad gant gwez pupli , HALEG hag ONN etre ar parkeier hag ar ster. Ouzhpenn -se e plij d'an amprevaned ha d'al loened gouez bevañ en takadoù-se. Founnus eo kresk ar wezenn pupli , bevañ a ra lod deusoute 3OO pe 4OO vloaz …
Ar gwez pupli ; d'ober petra ?
Betek ar bloavezhioù 195O eo bet implijet kalz ar c'hoad pupli d'ober d'ober KOAD-TOENN : marc'hadmat eo ar c'hoad-se da brenañ , founnus da sec'hiñ, skañv ha soupl . Ar vrud oa n'ae ket ar preñved er c'hoad. A-raok-se veze implijet d'ober botoù-koad skañv d'ar merc'hed , pe d'ar vartoloded . Bremañ eo DISPRIZET un tamm : mont a ra ar peb brasañ dioute d'ober paper, " contreplaqué " kasedoù da lakaat kaol fleur…paletennoù , boestoù 'vit ar fourmaj pe alumetez…UN DANVEZ ekologel evel-just evit pakañ ar frouezh pe al legumaj.
|

|
| |
GERIOU DIAES |
|
Ar gwrizioù : les raçines
Da astenn : pour s'étendre
Diwar had : à partir d'une graine
Perzhioù mat : qualités
E teuont 'benn : il réussissent
Haleg : saule
Onn : frène
Koad-toenn : du bois de charpente
Disprizet : déprécié,méprisé
Un danvez : une matière |
|