'vit lenn - Poher Hebdo

Poher Hebdo
 
Ar festoù-noz mod nevez

'Vit derc'hel gant ar c'han-ha-diskan hag ar festoù-noz 'oa red heuliañ ar c'hiz, sevel abadennoù er vourc'h. Loeiz 'noa bet ar skiant-vat da gompren an dra-se. Daoust ma oa ur c'helc'h keltiek e Poullaouen 'baoe ar bloavezh 1946, ne vize ket dañset ar gavotenn er salioù bal...Unan ur wech dre vare er frikoioù setu tout...Al lañs oa gant an dañsoù kof-ha-kof... D'ar bloavezh 54 'noa savet Loeiz ar fest-noz kentañ barzh ur sal, er vourc'h, sal Vitré, gant ur c'honkour kanerien. FORZHIG BRUDEREZH 'oa bet graet ha deuet tud a-vicher da ENROLLIN, ar pezh a oa ROUEZ-TRE d'ar mare-se..Un taol-kaer 'oa bet. C'hwec'h kant a dud er sal ! Biskoazh kement all ! Sonjet en doa diouzhtu LEDANAAT an dachenn ha mont war-zu kanerien all, gant ur fest-noz e Speied da sachañ kanerien ar C'hastell-Nevez, Speied, Landelo, Plonevez....Hag un eil taol-kaer adarre...

Ganet 'oa ar festoù-noz mod nevez gant ur mod nevez da ganañ ivez. Kuitaet 'vize an dañs gant ar ganerien da vont war ul leurenn gant ur mikro ! AET INT WAR GRESK buan-tre gant sonerien daou-ha-daou da heul e meur a gorn-bro all..'Vit kas an dañs er c'hêrioù bras, vel Kemper, 'noa savet Loeiz ar festoù-deiz, anvet neuze " bal-breton ", lec'h 'vize roet plas da zañsoù all ouzhpenn ar gavotenn ha plas d'ar muzik ivez ha leuniet sal an Tog-Ruz adarre.


deskiñ kanañ d'ar re all a blije de'añ


deskiñ kanañ d'ar re all a blije de'añ


deskiñ kanañ d'ar re all a blije de'añ


  GERIOU DIAES  
Forzhig bruderezh : pas mal de publicité
Enrolliñ : enregistrer.
Rouez-tre : tout à fait rare.
Ledanaat : élargir.
Aet int war gresk : il ont augmenté






accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Presbital Kozh - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -