'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Enep an adlodennañ


Gant ur stourm all 'enep an adlodennañ eo bet Loeiz 'pad bloavezhioù gant kement all a imor (remembrement). Kroget gant ar bec 'h bras e parrez Poullaouen ha war e zouaroù ivez. E pep parrez ma tigoueze an drailh war ar c'hleuzioù E TIREDE Loeiz da genteliañ an dud 'enep ha da roiñ kalon de' da ENEBIN betek AL LEZ-VARN..Ur stourm deus ar c'haletañ er vro, ankoueet an deiz 'hirio. Klevet 'vez c'hoazh er festoù noz, kanet alies gant Yann ha Loeiz, son an displanterien mein-bonn, savet gant Loeiz d'ar mare-se. Michañs 'zo bet ur sakre fest-noz da zegemer Loeiz e baradoz ar ganerien. Kenavo Loeiz, n'oc'h ket prest da ve' ankouet er vro-mañ.



  GERIOU DIAES  
Enebiñ : s'opposer
E tirede : accourrait
Al lez-varn :le tribunal




Son an TACO*
An Aotroù TACO a vez gwelet
'Ba kêr Gemper 'touesk an aotroned
Morse 'ba' touesk ar beizanted.
Pa chouko Yann dañ e votez
Plijadur vras vo da gaoued.

Deuz e vureo pell deus ar fank
'lak freuz ha reuz ti ar peizant
War dud ha loened an atant.
Pa chouko Yann dañ e votez
Plijadur vras vo da gaoued.

Foeltrañ 'ra girjier, foeltra ra kleuñioù
foltret dek mil leo a gleunioù
Diskenn 'ra douar ar stêrioù
Mont a ra dour 'maez ar gwajoù…


Monsieur le T.A.C.O. se fait voir
Dans la ville de Quimper parmi les notables
Mais jamais parmi les paysans.
Quand Yann lui appliquera sa botte
Il y aura bien du plaisir.

De son bureau, loin de la terre boueuse
Il sème dévastation et désolation chez le paysan
Sur les gens et les bêtes de la ferme,
Quand Yann lui appliquera sa botte
il y aura bien du plaisir.

Il fait détruire " haies ou " talus "
Voici détruits dix mille lieues de talus
L'érosion entraine de la terre vers les rivières
L'eau déborde des ruisseaux

* T.A.C.O " technocrate-araseur-en-chef-officiel "


foeltrañ ra girjier, foeltrañ ra kleuñioù...



accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Presbital Kozh - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -