'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
An avaloù douar e Breizh
(añvet c'hoazh patatez pe pato)

Brud zo gant ar patatez e Breizh. Daoust hag emañ an dachenn dindañ ar patatez war zigresk, kement breizhad en deus un tamm douar bihan pe bras a lak un nebeud irvi (rangées) evitañ e unañ.
Koulskoude n'eo ket ken kozh-se ar blantenn e Breizh. Degaset eo bet en Europa gant moraerien spagnat ha portugat deus Amerika ar Su e mareoù ar beajoù da zizoloiñ ar " Bed Nevez " da lâret eo ar bloavezhioù 1500-1600. Tachenn-vamm ar patatez, añvezet 8000 bloaz zo, oa tro-dro d'al lenn Titikaka, 'tre ar Perou ha Bolivia. Ar c'hentañ had zo bet degaset da vro Spagn 'tro ar bloavezh 1650. Tamm ha tamm eo ledanet he zachenn ha deuet an deiz hirio da vezañ ar bedervet plantenn hadet er bed, goude ar riz, ar maïz hag ar gwinizh... E Breizh zo bet roet lans d'eï (dezhi) gant ar markiz De La Chalotais, prokulor-meur e Parlamant Breizh e Roazhon ha gant eskop diwezhañ Bro Leon, J.F. De La Marche, graet " Eskop ar patatez " deusoutañ (1701-1785).


indianez hadañ patatez (Equateur)

" Patatez-selection " !

Abred-awalc'h oa 'n'em lakaet ar beizanted da seleksioniñ ar gwellañ gouennoù 'vit ar vro. Ar c'hentañ kreizenn dibab (centre de sélection) oa bet savet e Pondi d'ar bloavezh 1922. Warlerc'h oa savet re Gastellin ha Redon. D'ar bloavezhioù hanter kant oa bet savet hini Trevarez gant Jean Bertheleme deus ar C'hastell-Nevez da wellaat ha da sevel, krouiñ, gouennoù nevez da broduiñ muioc'h ha gant gwelloc'h blaz, ha da vezañ kreñvoc'h deus ar mildiou. Hennezh eo gwashañ enebour ar patatez. Unan all zo bet er bloavezhioù 1940 : an " doryphore ", c'hwiled a ziraste tout delioù ar patatez. 'Vit krouiñ gouennoù nevez 'vez mesket meur a ouenn dre bolennizañ ar bleuñv e tiez gwer (serres). Hironadurezh (hybridation) 'vre graet deus an dra-se. Ha leusket ar c'horzennoù da daolañ greun ('vel tomatez bihan). D'ar bloavezh 1960 eo dilojet ar Station d'ar C'hastell Nevez, gant ar rener Roger Salaun e lec'h m'emañ hirio c'hoazh (Germicopa). Eno eo bet ganet ar ouenn brudet tre hirio " ar Charlotte " deus anv Charles Deniel graet war he zro 'pad bloavezhioù a-raok bezañ bet lakaet war ar marc'had. Stationoù brudet all zo 'vel Plouzeniel ha Kemper.



ul liorzig Charlotte ba Toull-dour

" Tiez-patatez " : ar Vretoned mailhed war ar patatez-selection

Breizh oa ar c'hentañ bro 'vit an had. Exportet e vezent da meur a vro 'vel Aljeria, Marok, Ejipt...Hadet vize gouennoù 'vel ar Bindje, Belle de Fontenay, Kerpondi, Beauvais hag all. An tachennoù brasañ oa dindañ Bindje er c'horn bro-mañ ha Kerpondi er Morbihan. Gounezet 'vize arc'hant founnus gant an avaloù-douar " selection " ha savet zo bet meur a di krann gant arc'hant ar werzh, añvet " tiez patatez ".

Ar c'hoperativoù 'n'oa ensellerien (contrôleurs) a selle pizh deus ar parkeier. Deus ar renk e veze roet d'ar parkad e vize gounid mat pe koll d'ar peizant. Ar renk kentañ oa Super-Elite, Elite ha goude " A ", hadet er vro pe exportet. Seul vuiañ e vize roet ur renk uhel dezhe, seul vuiañ vizent ker. Pa vize diskennet ar renk e vize glac'har bras en tiegezh. Teir pe beder gwech vize puraet an irvi da lammat kuit ar plant gant kleñved. Kleñvejoù ar patatez oa ar "la frisolée, l'enroulement et la mosaïque ". Betek ar bloavezh tri ugent, gar Kastellin oa ar c'hentañ er Frañs 'vit kargañ patatez. Hed-ha-hed al linenn 'vize karget bagonioù, choukatet dre sac'had gant ar beizanted. An " tri " (dibab) 'vize graet deus ar goañv, dre zorn pe gant ur mekanik, dre vent pe dre bouezh " triet " gant an dorn : 28/32 g 'vit an Elite, gant ar mekanik, 28/35 ha 35/45. Ar re vras 'vize gwerzet da zebriñ, kalz marc'hamatoc'h. Ur gwir vicher ijinour oa 'vit kaout avalou-douar hep kleñved hep preñved-ruz (taupin) hep kroc'henn-rouz, na re vras na re vihan.


un denerezh-patatez dre-renk

2008 : bloavezh etrebroadel ar patatez

Daoust ma z'eo digresket mat an tachennoù dindan patatez " selection ", 32 % deusouto zo produet c'hoazh e Breizh. D'ar bloavezh 2006 oa produet 109 600 tonnad ha gwerzhet 43% e broioù Europa, 40% e broioù Afrika hanternoz, 12% e broioù ar Sav-Heol. Padal, an avaloù-douar da zebriñ zo aet da blaenennoù Hanternoz Frañs, d'ar Beljik, d'an Alamagn, d'ar Pologn. Gwerzh mat zo dezho d'ober fritez, chips, " purée " ha kement zo. Hadet 'vez patatez e pep korn deus ar bed peogwir ez int aez a-walc'h da gaout, memes er broioù lec'h m'emañ milionoù a dud gant an naon. Un taol brud zo roet d'ar batatez ar bloaz-mañ gant an ONU kar 2008 zo dibabet evel " Bloavezh Etrevroadel ar Patatez " evit klask terriñ an naon dre ar bed. Tost da 5000 gouenn patatez zo er bed, ar muiañ en Amerika ar Su.
Da welet : an diskouezadeg kaer-tre e Trevarez : " histoire de pommes de terre ", eus an 12 a viz Ebrel d'an 2 a viz Du 2008.

Evit goût hiroc'h : http://www.trevarez.com/pages/animation.html


un denerzh-patatez dre-strev




accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Ti Kêr - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -