'vit lenn - Poher Hebdo


Poher Hebdo
réalisé par l'association HEKLEO
 
Istor ar c'hanol

E 1806, pa oa Napoleon kozh e penn Bro Frañs, oa bet divizet kleuziañ ur c'hanol etre Brest ha Naoned. An abeg pennañ oa bet ar brezel a-enep d'ar Saozon a stanke porzh-mor Brest gant o bigi. Fall oa an hentoù da zegas buan marc'hadourezh deus Naoned da Vrest setu 'oa bet divizet toullañ ur c'hanol. Met abegoù ekonomik 'oa ivez : gant ar c'hanol 'vefe aesoc'h gwerzhañ produioù ar vro, reiñ lañs d'ar c'hoñvers ha d'al labour-douar.


Bras al labourioù
Ul labour bras oa bet, gant ur bern diaesterioù teknik a-hed ar c'hanol, ken hir ma oa-eñ (360 kilometrad). 'Blam d'ar sav-disav a 555 metrad oa bet ret sevel 238 skluz. Tapet oa bet micherourien e-touesk tud paourañ ar vro : devezhourien, klaskerien-bara ha galeourien memes, evel 'ba Groñvel. Izel-. Izel-spontus oa ar pae, 1 lur bemdez e 1820, da lâret eo, nebeutoc'h evit un euro a-vremañ, evit ur gwir labour ki. Kroget gantañ da vat e 1811 'oa bet digoret ar c'hanol d'ar bigi e 1829 etre Kastellin ha Pont Trifen hag e 1836 evit ar peurrest deus an hent. 'Noa ket servijet da vrezelioù Napoleon kozh neuze, pa oa echu gante e 1821.


Ar c'hanol, arouez unanviezh Breizh
Da neuze oa deuet an temz (maërl, traezh ha raz) war-eeun dre ar c'hanol ivez, gant se oa gwellaet ar produiñ. An trafik marc'hadourezh dre ar c'hanol oa aet deus 10 000 tonnelad e 1859 da 174 000 tonnelad e 1911.
Met ar Brezel Pevarzek zo bet un taol fall pa eo bet rekisizionet ar gobiri gant an arme. Ouzhpenn-se 'oa bet savet an hent-houarn etre Kamaled ha Karaez . Adalek 1911 'voe konkurañs etre an treñioù hag ar chalantoù. Taol ar marv oa bet roet d'ar c'hanol pa oa bet savet barraj Guerledan e 1923 : troc'het an hent-stêr etre Naoned ha Brest neuze. An trafik oa aet war ziskar buan ha echu oa gantañ da vat tro-dro ar blovezhioù 1940.


Ar c'hanol mat da zigas dour d'ar parrozioù
Bremañ 'vez digor ar c'hanol d'an douristelezh, d'ar pesketa, d'ar pourmenadennoù war vag, war velo, war varc'h pe war droad. Talvezout a ra ivez da arouez unvaniezh Breizh, deus Naoned da Vrest. Da echuiñ, arabat disoñjal e servij ar c'hanol hag e skluzioù da zelc'hen ha da bourvezañ dour da gumunioù ar vro (ha pelloc'h memes : betek bro-Vigouden) pa vez sec'hor.
Koñvers ar vein glas war gresk ha temz ba'r vro
Gant kezeg 'veze stlejet ar chalantoù (chalands) hag ar gobiri (gabares) hed-ha-hed ar c'hanol. Tamm ha tamm oa aet war gresk an niver a chalantoù :deus 9 e 1839 etre ar C'hastell-nevez ha Pont Trifen da 400 e 1890. Ar c'hoñvers 'ba Kreiz-Breizh 'noa tapet lañs neuze dre ma oa kalz aesoc'h ha gwelloc'h marc'had dezougen ar maen-glas tennet deus mengleuzioù Sant Hern ha Speied. Memestra evit a sell deus minoù Poullaouen. Al labourerien-douar oa emsavoc'h dezhe ivez kas o froduioù da werzhañ dre ar c'hanol evit dre hentoù fall kreiz ar vro.
  GERIOU DIAES  
An abeg pennañ : la raison principale
Diasterioù : difficultés
Sav-Disav : dénivellation
Galeourien : bagnards
Dezougen : transporter
Temz : fertilisant
Taol ar marv : le coup de grâce
War ziskar : en chute
Arouez : symbole
Unvaniezh : union
sec'hor : sécheresse
 Youenn Gwernig
Ganet eo bet Youenn Gwernig 'ba Skaer e 1925, Da zigentañ eo bet kizeller-koad 'ba'n Uhelgoad. Da 28 bloaz 'noa tapet e sac'h hag e oa divroet d'an Amerik, evel ur bern Bretoned d'ar mare-se. Eno, hag eñ war e vicher kizeller meurbl 'ba New-York, 'noa bet tro da zaremprediñ intellektualed Greenwich Village, Jack Kerouac en o zouez. Migno-ned bras oant bet o daou ha souezhus eo goût 'lar eo familh ar skrivagner amerikan a orin deus An Uhelgoad, tost deus al lec'h ma oa Youenn Gwernig o chom ! Skoazellet gant e vignon Youenn, Jack Kerouac 'noa klasket adkavout e wrizioù breton ha dont d'ober ur chomadenn 'ba Breizh met "sklanker an neñv" oa marvet e 1969, a-raok distroiñ d'ar vro.


Breizh generation
Er bloavezh-se 'oa distroet Youenn Gwernig da Vreizh. Diouzhtu 'noa kemeret perzh e dispac'h kultur Breizh, tro-dro ar bloavezhioù 70, asambles gant Alan Stivell, Gilles Servat ha Glenmor. E bladenn gentañ oa deuet 'maez e 1971, ha div all da heul. Graet e annez 'ba Lokmaria-Berrien 'noa dalc'het Youenn da skrivañ barzhonegoù ha kanaouennoù, o puñsat e awen 'ba soñjoù ar "beat generation", 'ba levrioù Kerouac, Ginsberg pe Burroughs.

Youenn Gwernig : "an treid war al lann, hag ar penn er stered"
hag ur romant all, "Appelez-moi Ange" (2002). Derc'hel a ra gant istor "La grande tribu". Gell' 'reer lenn e varzhonegoù 'barzh an dastumadenn "an dornad plu", deut 'maez un nebeud bloavezhioù zo.

An identelezh
Pell deus Breizh eo bet Youenn Gwernig e-pad daouzek vloaz : 'blam da se'neus gellet kaout ur sell disheñvel war ar bed ha war Vreizh da heul. War glask un identelezh vreton nevez, digor-frank war ar bed a-bezh e oa. Skrivet 'neus e meur a yezh (brezhoneg, saozneg ha galleg) ne faote ket dezhañ bez' dalc'het kloz 'barzh ur c'hultur nemetken met degemer an holl gulturioù hag an holl soñjoù.
Laret 'neus "ne vern e pelec'h oa bet ganet un den / war c'horre an ti eo heñvel ar vein glas / who cares where a man was born / slates are like on any roof / Qu'importe où a pu naître un homme / les ardoises du toit se ressemblent partout". (Identity) E yezh hag e vro zo chomet tost d'e galon, avat, bez' c'hell an nen bezañ tost d'e wrizioù ha digor war ar bed, war un dro "an treid war al lann, hag ar penn er stered".
Ra gano Youenn Gwernig, e-pad pell c'hoazh, kan ar frankiz deomp-ni !

Daou romant 'neus skrivet
E 1982 'oa deut 'maez e levr "La grande tribu", ur romant diwar-benn e vuhez harluad en Amerik. Rener eo bet war an abadennoù brezhonek war Frañs 3 e 1983 diouzhtu goude eo aet war e leve. Chomet eo krog gant an daou dra hag a blije dezhañ ar muiañ : ar c'hizellañ hag ar skrivañ. Ne chom ket diaktiv neuze : sevel a ra div div bladenn-arc'hant hag
  GERIOU DIAES  
Harluet : exilé (participe passé employé comme adjectif)
Kizeller-koad : sculpteur sur bois
Divroet d'an Amerik : émigré en Amérique
Gwrizioù : racines
Chomadenn : séjour
Sklanker an neñv : le clochard céleste : surnom de Jack Kerouac, d'après le titre d'un de ses romans
Dispac'h : révolution
Graet e annez : établi, installé
Puñsat e awen : puiser son inspiration
E vuhez harluad : sa vie d'exilé
Diaktiv : inactif
Pladenn-arc'hant : compact disque (litt. : disque d'argent)
Dastumadenn : recueil
War glask : à la recherche de



accueil
d'ar ger / home | /| kartenn / plan | liens / liammou
Kan an Douar - Presbital Kozh - 29530 Landelo - Breizh - Pel : 02 98 93 93 08 - Plr 02 98 93 97 27 -