| Eil pennad : eus ar sujañ d'an diforc'hiñ |
Ar sujañ Hervez ul lodenn vat eus an dud bet goulennataet "e oa gwechall un
unvanelezh negativel, mezh o devoa ar Vretoned da vezañ
Bretoned, met se oa gwechall, bremañ eo echu". Dre vras eo
gant ar baotred e teu seurt pozioù. An doare arouezel-se da gaout un emzalc'h-suj a c'hall bezañ studiet ivez dre sellet ar brasskeudennoù diaes da vevañ, evel hini ar "Breton mezvier" pe hini ar "Breton penn kalet", ha kement-se hervez pe baotr pe blac'h eo, eus pelec'h e teu, ha pe vicher ez eus gantañ.
An unvanelezh negativel-se zo c'hoazh evel ur oueledenn e spered an dud. Koulskoude, bremañ - hervez an darn vuiañ eus an dud goulennataet - eo kement-se kentoc'h ur merk eus an amzer dremenet. Ar pebeiladur arouezel hag e bejoùPa oa dic'houzañvus evito o deus klasket ar Vretoned treuzfurmiñ ar skeudenn o devoa anezhe o-unan. Div skouer a gemerimp eus ar stourm-se a-enep ar skeudennadur negativel : al labour-douar hag ar brezhoneg. Daou dra disheñvel-bras, se zo sklaer, ha koulskoude war an div dachenn-se ez eus paotred ha merc'hed o stourm a-enep ar skeudennadur negativel, hag en daou stourm-se en em gavont dirak pejoù. Ul labour-douar arnevezE romantoù gallek an XIXvet e veze skeudennet kouerien Breizh en un doare negativel-kenañ o lavaret e oant a c'hiz kozh-douar. Abaoe an eil brezel-bed o deus kouerien Breizh strivet kalz evit gwellaat o c'henderc'husted hag evit ma vefe askorus o gounezerezh. Ur pezh mell pikol lamm bras war-raok zo bet graet gant douargounezerezh Breizh eus ar bloavezhioù '60 betek ar bloavezhioù '90. Daoust da se ez eus c'hoazh kalzik a dud o vevañ diwar al labour-douar hag ul liamm kevredigezhel start zo c'hoazh eno. Kement-se zo un dra gaer pa weler ar reuz a zo gant an dilabour. Daoust d'an araokaat-se, daoust m'emañ gounezerezh Breizh e penn kentañ en Europa, eo tapet kouerien Breizh e-barzh daou bej. Ret eo dezhe taliñ ouzh ar regenderc'hiñ, en Europa koulz hag er bed, ha gwanaet int abalamour da se, gounit a reont nebeutoc'h ha kement-se a laka o ziegezh en avar. War un tu all eo ret dezhe taliñ ouzh ur gudenn all, ekologel homañ, gant e-leizh a nitrat e-barzh an dour e Breizh. Dre m'o deus stourmet evit o lorc'h hag evit arnevesaat o binvioù-labour ez eo tapet kouerien Breizh en ur pleg berr. Ha seul vuioc'h a se ma oa o ren stultenn "ar poell hag ar skiant" d'an ampoent ma veze lavaret e "oant a c'hiz kozh-kozh". Ha bremañ pa vez graet anezhe kenderc'hourien touet anezho, n'eus ket kaoz nemet eus an natur glan ha disaotr ! Bepred war-lerc'h eus ur c'hiz e vez kouerien Breizh eta. Ur yezh arnevezAr stourm bet kaset war-raok evit ar brezhoneg - a c'haller lakaat war ar memes live ha hini al labourerezh-douar - en deus degaset frouezh. E 1976 ne oa bugel ebet e Breizh o vezañ skoliataet e brezhoneg (pe da vihanañ o kaout un deskadurezh divyezhek) ; e 1997, avat, e oa 3.000 skoliad er c'hlasoù divyezhek, ouzh ar sifr-se e ranker ouzhpennañ 19.000 skoliad a vez kelennet brezhoneg dezhe, e-maez ar c'hlasoù divyezhek. Er vuhez foran ez eus bet gounid gant ar yezh ivez : panelloù divyezhek a groger da welet. Araokadennoù a-bouez zo bet graet eta.
Ar stourm evit cheñch penn d'ar vazh d'an arouezioù zo leun a doulloù-drap. Daoust da se e teu an unvanelezh da vezañ, abaoe un nebeud bloavezhioù, ur gwir danvez talvoudus. An unvanelezh, ur gwir danvez talvoudus ha bastus ? P'emañ an enkadenn armerzhel oc'h ober he reuz, an dilabour
hag an anken o ren, e sant an dud goulennataet ganin e c'hall ar fed
bezañ Breizhad degas un dra bennak a vat
ouzhpenn. Kement-se a c'hall degas emglevioù nevez. Emañ
patroned Breizh Dedennet-bras eo an holl gant ar vreizhadelezh. Ne vefe ket, avat, sin un emserr warnañ e-unan, un emserr meuriadel ? |
![]() |
Degemer |
![]() |
© Ronan LE COADIC - Troet gant Divi Kervella - Pep gwir miret strizh.