| Pennad kentañ : ur gwengel bev |
Ur savadur eus ar spered eo an unvanelezh Dre vras eo an unvanelezh un derc'henn (ur skeudennadur eus ar
meiz). Ha pa vez selaouet ar Vretoned o komz diwar-benn o unvanelezh
e kreder klevet un danevell wengelek (mitologek). Dre an doare da
dreiñ ar gaoz da gentañ penn : laouen ez a an dud
goulennataet d'ober gant amzer-vremañ an
doare-disklêriañ hag an trede gour unan. Bez' hon devo
evel-se : "evel-henn eo ar Breton", "evel-hont eo ar Breton". Gwall
asur eo seurt kaozioù, kement hag ar gwengelioù.
Ouzhpenn-se, danvezioù zo hag a adkaver gant ar braz eus an
dud zo stag ivez ouzh ar gwengelioù. Evel da skouer "ene
Breizh", "spered Breizh", "unvanelezh abaoe ur viskoazh ha da
virviken ar Vretoned", ar "galon", hag all. An tu gwengelek-se eus ar c'haozioù en-dro da unvanelezh ar Vretoned ne vez ket difrom. Ar c'hontrol-bev, from a-leizh a gaver hag a santer en holl bennadoù-kaoz. Derc'hennadurioù ar vrezhonelezhDezverkoù ar vrezhonelezh a weler o tont war-c'horre pa selaouer ar pennadoù-kaoz zo anezhe : *bezañ tost d'an natur ; *perzhioù ar bersonelezh : lakaet e vez ar Breton da vezañ gouez, disuj, sirius, labourer, fromidik, santidik, h.a. ; *doareoù-ober : reiñ a reer aes a-walc'h "emzalc'hioù a c'hiz kozh" d'ar Vretoned, hag ivez kaout ar spered a familh, h.a. Studiet em eus un toullad oberennoù eus lennegezh c'hallek
an XIXvet kantved : Flaubert, Balzac hag Hugo hag o lakaet am eus
keñver-ouzh-keñver gant oberennoù skrivagnerien
eus Breizh eus an XIXvet hag an XXvet kantved. War ar marc'had, seul vui ez adsaver en amzer, seul vui eo splann an enebiezh : dreist-holl er grennamzer pa veze bec'h ha brezel etre Breizh ha Bro-C'hall. O klask displegañPenaos displegañ an derc'hennadurioù-se ? Gwelomp da gentañ penn e skeudenner heñvel ar Vretoned, ar merc'hed, ar vorianed. Kemeromp skouer ar vorianelezh : pa lenner oberennoù Léopold Sedar Senghor ha skrivagnerien all bet labouret gante war an danvez-se, eo e vefe ar re zu fromidik, santidik, disuj ha tost d'an natur. Kizidigezh wregel a vefe gant ar vrezelourien du, h.a. Adkavout a reer eta ar memes elfennoù er vorianelezh hag er vrezhonelezh. Penaos displegañ kement-se ? En tri degouezh-se hon eus d'ober gant tud sujet. Pa vez keloù eus unvanelezh-stroll ha pa glasker sevel un derc'hennadur pozitivel anezhañ e-unan, e vez talvoudus - marteze a-walc'h hollret - en em ziforc'hiñ diouzh ur strollelezh all, a vez roet dezhi un unvanelezh negativel. Al lakadenn a ran eo e vefe perzhioù ar Vretoned ar re a vefe bet legadet dezhe gant skrivagnerien Bro-C'hall, evel un doare negativ eus ar c'hallegezh. Lufr a vefe bet roet d'ar perzhioù-se, talvoudekaet e vijent bet gant skrivagnerien Breizh ; evel bloc'heiladur ar re zu, a vefe enebenn an europelezh, a zo bet talvoudekaet gant skrivagnerien ar vorianelezh. Er c'hontrol, an emsavioù a-du gant ar merc'hed a stourm a-enep ar bloc'heiladurioù a denn d'ar merc'hed. Evit distreiñ da Vreizh, penaos en em led an derc'hennadurioù hag ar bloc'heiladurioù-se ? Dre benaos ez int ken kreñv-se ha ken degemeret-all gant ar Vretoned o-unan ? Me 'gav din ez eus ur perzh dibar gant ar c'hevredikadur, ha pa vefe hini ar gêr pe hini ar skol. Studiet eo bet ganin al levrioù istor ha douaroniezh bet embannet adalek dibenn an XIXvet kantved betek ar bloavezhioù 1960, ha kavout a reer enno, ingal-ingal, ar bloc'heiladurioù-se ha talvezet o deus dre o c'hendalc'helezh da vezañ degemer. A-dal d'ar bloc'heiladur, ha d'an derc'hennadurioù - hag er pezh a c'hallont diouzh ret bezañ negativel - e c'hall ar Vretoned kaout meur a emzalc'h disheñvel. |
![]() |
Degemer |
![]() |
© Ronan LE COADIC - Troet gant Divi Kervella - Pep gwir miret strizh.