Unvanelezh Breizh : Klozadur

     N'eo ket hepken dre hec'h istor - hini an amzer-vremañ paneveken - e tenn kudenn Vreizh da hini ar bed a-bezh : lodek eo ar gudenn-se en enkadenn - a gaver er bed-holl, enkadenn ar vordenelezh diazezet war ar Poell hollvedel, hag er preder war an amzer da zont. Bro-C'hall, unan eus broioù ar broioù a zo aet ar pellañ da zinac'h an hengounioù hag ar bihanniveroù, a wel bremañ emañ he fatrom enframmañ republikan en un hent-dall :

     "Ar patrom republikan", eme Alain Touraine, "ne gas ket ken ar broioù war-du un amzer da zont dibabet gant an holl en anv an talvoudegezhioù a zo anezhe ar frankiz, ar barded hag ar genskoazell ; difenn a ra an interestoù akuizitet ha dreist-holl ar mell gwall c'halloud a zo gant merourien ar velestradurezh hag a-wechoù hini ar sindikadoù a vez o tifenn, en anv ar reolennoù boutin, mad un nebeud metoù..."

     Dedennus eo gwelet ez eus c'hoazh Breizh, daoust d'un digulturiñ dre heg bet kaset da benn gant ar patrom enframmañ-se, eus un dibarelezh. Eus un tu ez eus c'hoazh kantmiliadoù a dud oc'h ober gant ar brezhoneg - daoust m'emañ o kilañ da vat -, hag eus un tu all ez eus ur bihanniver a-bouez hag oberiant o krouiñ traoù nevez (sonerezh, skridoù, dañs, h.a.) hag o vont gant ar vuhez a-vremañ. Ha dreist-holl ez eus bremañ gant an darn vrasañ eus ar Vretoned lorc'h gant o dibarelezh, ha pa'z eus eus an dibarelezh-se muioc'h ur skeudenn er spered pe ur grouidigezh bepred war ober eget un hengoun o sevel da gozh-kozh. Ha war ar marc'had eo difeuls an dibarelezh-se hag ar skeudenn anezhi, digasoni na c'hoant terriñ ha freuziñ al liammoù : ar Vretoned n'int ket serret war o unvanelezh.

     N'eo ket evel-se emañ kont tamm ebet gant ul lodenn eus intelligentsia ar C'hallaoued aet trenk o welet n'eo ket ken o sevenadur ar patrom hollvedel. A-dal d'ar bed angl-ha-saoz en em serr warnañ e-unan evit difenn hec'h "unvanelezh" sevenadurel, a lavar eo unan espar ha dibar. Hag a-dal d'ar sevenadurioù all o vevañ war he douar e tifret, e lamm hag e kridienn : " an trefu, " eme Michel Wieviorka, " a zedarzh e-touez an intellektualed pa vez lavaret dirazo gerioù a-seurt gant "diforc'hioù sevenadur", "liessevenadurezh", "bihanniveroù"... Bro-C'hall, " emezañ c'hoazh, " zo anezhi ur vro spontet gant ar soñj [e tiwanje unvanelezhioù dibar], hag a gav dezhi emañ en arvar he flas sevenadurel er bed... " Evit herzel ouzh an arvarioù o tiflukañ - ha pa vefe ar boblachouriezh, emserr ar c'humuniezhioù warne o-unan, pe un nevezfrankizouriezh diharz -, e vije mat koulskoude bezañ leizh a feiz vat : n'eo ket gwir he defe Europa da zibab hepken etre an hollvedelouriezh hag an distro d'ar meuriadoù. Evel ma lavar Alain Touraine : "N'eo ket al liessevenadurezh enebourez an hollvedelouriezh european ; un dremm all anezhi eo."

     Kentoc'h eget difenn mort e "unvanelezh", ha ne vije ket gwelloc'h prezeg doujañs an "arallelezh" ? N'eo ket cheñch ar gerioù hepken : gwelet hon eus mat n'eo an unvanelezh nemet ur vojenn ; ha kement kevredigezh diazezet war ur vojenn n'hall ober nemet gant gevier. Ar pezh a vez lavaret end-eeun gant Renan :

     "An ankouazh, lavaret a rafen zoken ar fazi istorel, zo elfenn diazez krouidigezh ur vroad, hag ar studioù istorel o vont war-raok zo dre-se un dañjer evit ar vroadelezh alies. Sklêrijenn a ro an enklaskoù istorel war ar feulsterioù bet graet ha c'hoarvezet e penn kentañ an holl strolladoù politikel, zoken er re o deus degaset ar muiañ a draoù mat".

     An arallelezh n'eus ket ur vojenn anezhi. Er c'hontrol, evel ma lavar Paul Ricoeur : "perzhek eo e keal liezelezh an dud". An arallelezh zo "ar pezh n'eo ket an unan", "er ster-se eo kentoc'h un darempred, ur c'heñver kentoc'h eget ur meizad ent strizh". Gouzout a ouezer ervat n'eo dieubus ar stourmadoù a zieubidigezh vroadel diazezet war an unvanelezh nemet betek ma teuont a-benn eus o zaol. Da c'houde, dre reol hervez ar bennaenn a zo o hini (difenn an unvanelezh eo kement ha lakaat an Heñvel a-us da bep tra), e teuont da vezañ gwaskus evit ar re Zisheñvel a zo o vevañ war o zachenn. N'eo ket lavaret, anat eo, ned aje ket ur stourmad kaset war-raok en anv an arallelezh betek seurt mac'homerezh. Koulskoude a-enep-krenn ar bennaenn a arallelezh e vije.

     Ober ha lakaat e boell da vont war-raok hervez pennaennoù an arallerezh a zegas avat diskoulmoù politikel ha n'int ket stadelel. Hag en hon amzer-ni end-eeun ha n'eo ket en doare-se eo ret gwelet an traoù ? E-barzh Terre-Patrie e tiskouez mat Edgar Morin ez eus e pep korn eus ar bed un gwir emskiant o tiflukañ : un emskiant hollzouarel. N'haller bezañ nemet laouen a gement-se.

     Mar savje a-du Bro-C'hall hag ar Stadoù all a ra anezhe o-unan "broadoù" - na pa vije nemet war verr amzer - da zireudañ un tammig hag anavezout kenwirioù d'o minorelezhioù ; gwelloc'h c'hoazh mar bije ur gwir c'halloud riegezh gant an aozadurioù dreistbroadel (Europa da skouer) hag ar re-mañ oc'h anavezout ar gwirioù-se diazezet war doujañs an arallelezh, e c'halljed gwelet minorelezhioù o tennañ splet eus kement gwir o deus tapet kaout - evel Katalonia Spagn da skouer - hep klask stourm ouzh ar Stadoù evit kelo-se, pe o klask krouiñ Stadoù nevez ? Kement-se a gasje, se zo sklaer, war-zu ur seurt kevreadelezh, gwall bell diouzh henvoazioù Bro-C'hall. Homañ, koulskoude, evel ma lavar Jean-Louis Quermonne, "n'hall ket kendelc'her d'ober skouar vouzar d'an treuzfurmadurioù o c'hoarvezout war he ziriegezh. Rak ne gavo ket ken en he sac'hig-rikoù m'eo an digreizennelañ ar remed d'ar ret".

     Hiziv an deiz ne seblant ket ar Vretoned, ha na reont ket emrenelourien anezhe o-unan zoken, bezañ dañjerus evit ar Stad c'hall. Hogen engortoz emaint da gaout muioc'h a zoujañs evit o dibarelezh sevenadurel ha muioc'h a c'halloud armerzhel. Hag, evel ma lavar Ismaïl Kadaré : "Gwech ebet ne vez gortozet en aner gant ar pobloù, evel ar re a chom da rambreal war dreuzoù o dor. Pa vez ur bobl o c'hortoz un dra bennak e vez o verat he dazont."


Degemer

e galleg

© Ronan LE COADIC - Troet gant Divi Kervella - Pep gwir miret strizh.