Unvanelezh Breizh : Digoradur

     "Petra eo unvanelezh (pe "identelezh") ar Vretoned ?" Sede ar goulenn eeunik a oa deuet din un nebeud bloavezhioù zo. Buan-buan e oa deuet anat din e oa ret en em soñjal war meizad an unvanelezh end-eeun. Hervez frazenn Erik Erikson - gantañ eo bet degaset naoudur an unvanelezh e skiantoù an den -, "seul vuioc'h a se e vez skrivet war an dodenn-se ha seul vuioc'h a se e sav ar gerioù evel harzoù en-dro d'ur beziad ken distrad ha ma'z eo aloubus...".

     Ret mat eo fetisaat tamm-pe-damm ar "beziad distrad"-se, avat. Kinnig a ran bevennañ an dachenn o lakaat en a-raok unvaniezh tri ferzh : unanded, padelezh hag unseurtiezh. Peogwir, unvanelezh ur bodad tud zo anezhi hollad perzhioù boutin ar bodad-se (unanded) a zo stabil (padelezh), hag a zo dezhañ e-unan (unseurt).

     Hogen, lakaet a-gostez ar Republik c'hall a zo, evel ma oar an holl, "unan ha dizisrannus" !, ne gaver ket er bed nemeur a skouer eus strollelezhioù a vefe unan, padel hag unseurt. Ret eo degemer eta ne vefe ket an unvanelezh ur gwirvoud fetis hogen un derc'hadur kevredigezhel.

     Loc'het on diwar ar stadañ-se evit sevel ma levr ; kement-se en deus lakaet ac'hanon da zibab hentenn ma fennad-kaoz. Ha dreist-holl ar pennadoù-kaoz damrenet, a lez gant an dud a vez goulennataet ar frankiz da lavarout o soñj. Ouzhpenn ur pemzek bennak a arbennigourien ez on aet da c'houlennata ur standilhon a c'hwec'h den ha daou-ugent, anezhe Bretoned un daou-ugent vloaz bennak dezhe evit ar pep brasañ : renerien embregerezhioù ma'z eus enno muioc'h eget dek implijad, pesketaerien ha labourerien-douar. Dastumet eo bet ar pennadoù-kaoz e lodenn vrezhonek Bro-Oueloù hag e kanton Staol a zo e Breizh-Uhel. Er standilhon ez eus kement ha kement, war-bouez nebeut, a Vreizhizeliz hag a Vreizhuheliz.

     Daoust ma vez embannet bep bloaz ur berniad brav a levrioù diwar-benn Breizh - darn anezhe zo eus ar c'hentañ ha plijus ha talvoudus dreist - eo ret lavaret e vank dimp gouzout petra a soñj ar Vretoned, int o-unan, diwar-benn o unvanelezh, hiziv an deiz.

     Evit leuniañ an toull eo em eus klasket respont dre sevel ma levr. Kement-se, hervez tri zu da welet an traoù : ma hini, eus un tu ; hini ar Vretoned on en em gavet gante, eus an tu all ; hag ivez tu gwelet an dud a zo diavaez da Vreizh hag ar goulennoù a c'hallje-int sevel.

     Rannet eo al levr etre teir lodenn a adkemer an tri zu-se da welet :

I. Ur gwengel bev
II. Eus ar sujañ d'an diforc'hiñ
III. Emserr meuriadel pe liamm kevredigezhel ?

     Adkavout a reer koulskoude, an tri zu disheñvel da welet an traoù e-barzh pep hini eus ar pennadoù ha pep hini eus ar rannbennadoù.


Degemer

© Ronan LE COADIC - Troet gant Divi Kervella - Pep gwir miret strizh.