Unvanelezh hag emserr warnañ e-unan
En ul lodenn eus prezeg an tu dehoù pellañ hiziv an
deiz e vez graet gant ar ger "unvanelezh" e-lec'h ar ger "gouenn".
Gwelet e vez o tiwan ur prezeg gouennelour soft. A-benn gwelet
ma oa dedennet ar Vretoned gant o breizhadelezh evit un darn
abalamour da soñjoù gouennelour em eus adselaouet an
holl bennadoù-kaoz o kemer an arroudoù ma oa enno ar
gerioù "gouenn", "gouennelouriezh" pe "gwrizioù" (pa
c'haller kavout a-wechoù dindan ar ger "gwrizioù" ur
ouennelouriezh : enebet e vez an den "gwriziennet" ouzh an den
diwrizioù, an den divro...). Ha, siwazh, kavet em eus
roudoù gouennelouriezh er pennadoù-kaoz :
72 % eus an dud goulennataet ne reont gwech ebet gant ar
gerioù "gouenn", "gouennelouriezh" na "gwrizioù" ;
6,5 % eus ar pennadoù-kaoz e vez graet gant ar ger "gouenn" en
un doare dinoaz, da lavaret eo e-lec'h "orin" ; gallout a reer
soñjal ez eus aze un dro diampart da lavaret an traoù
;
8,7 % eus ar pennadoù e kaver kaoz eus "gwrizioù" ;
graet e vez gant ar ger "divro" evit enebiñ ouzh ar ger
"gwrizioù" ;
Gant 17,4 % eus an dud goulennataet ez eus gwir ouennelouriezh a-enep
an estrañjourien, an divroidi, etc.
Uhelik a vo kavet marteze ar sifroù-se (ha n'eus tamm
talvoudegezh stadegel gante p'emaint diazezet war un standilhon
bihan-bihan). Koulskoude ez int izeloc'h a-galz eget keidenn
Bro-C'hall.
N'eo ket ar sifroù-se koulskoude a gement a zo dedennus. Ar
pezh a gont eo gouzout piv a ra gant al lavarennoù
estrengas-se. Hag ul liamm a vije etre dedenn ar vreizhadelezh hag ar
ouennelouriezh ? Savet em eus ur "feuriader brezhonelezh", diazezet
war menegerioù emzalc'h (lorc'h bezañ breton, h.a.) hag
ersavioù (pleustrerezh sevenadurel, h.a.). Goude-se em eus
klasket gouzout hag ul liamm stadegel a oa etre ar feuriadur-se hag
an doug da lavaret kaozioù gouennelour. N'eus ket eus al
liamm-se er pennadoù-kaoz am eus kaset da benn. N'eus liamm
stadegel ebet, gwelet a reer avat un elfennig bennak gant an dud a
vez gante soñjoù broadelour taer. Koulskoude, ar pezh a
zo liammet gant ar ouennelouriezh, n'eo ket alead ar vrezhonelezh,
hogen un alead kevredigezhel : seul goshoc'h an den, seul dechetoc'h
eo an den da vezañ gouennelour ; seul vui e voter
a-zehoù, seul vui e vezer techet da vezañ gouennelour,
h.a. Eno ez eus ur c'hendave stadegel, bet anataet e lec'h all gant
ar sontadegoù diwar-benn ar ouennelouriezh.
Peseurt liamm etre ar Vretoned hag ar Stad ? Klasket em eus
gouzout an dra-se dre zaou hent. Dre studiañ ar pezh a gont an
dud diwar-benn an emrenelourien dre m'emañ ar re
ziwezhañ-mañ a-enep ar Stad c'hall. War an
dachenn-mañ e c'haller lavaret eo kentoc'h gwelet fall ar ger
"emrenerezh" gant ar Vretoned :
8,7 % eus an dud on en em gavet gante ne gomprenont ket ar ger
"emrenelour", pe e skoont a-gostez, pe en em zigarezont o lavaret
n'ouzont ket pe dalvoudegezh zo gant ar ger ;
Gant 10,9 % eus an dud eo gwelet mat an emrenelourien ;
28,3 % o devez aon e vefe paotred tu ar penn pellañ eus an
emrenelourien ;
Evit 39,1 % ez eus tud feuls anezho, hag a-enep ar feulster emaint
;
58,7 % o devez aon e kasfe an emrenerezh d'an emvasterezh.
Kement-se a ziskouez mat ne vez ket komprenet savboentoù an
emrenelourien gant an dud. Ar pezh a oa bet lavaret end-eeun gant
Glenmor pa oan aet d'e welet evit ober ur pennad-kaoz evit ma zezenn.
"An emsaverien, e-lec'h bezañ ugent, tregont en o chapelig, a
rafe gwell mont da welet an dud", emezañ. N'ouzont ket lakaat
o soñjoù da vezañ anavezet eta.
Ma ne vez ket degemeret mat soñjoù an emrenelourien
e-touez an dud, petra 'soñj ar re ziwezhañ-mañ
eus Bro-C'hall ? Dre an eil hent-mañ em eus klasket
muzuliañ ar c'heñver etre ar Vretoned hag ar Stad
c'hall. Klasket em eus pep meneg eus ar gerioù "Gall" ha
"Bro-C'hall" er pennadoù-kaoz. Dishañval-bras eo an
disorc'h p'en keñverier gant an hini kentañ. Mar lakaer
a-gostez ar menegoù eus Bro-C'hall na dennont na d'an den
goulennataet na da Vreizh (21,2 %), e teu war-wel pemp seurt
kaozioù :
Ar pezh a gaver an aliesañ (38 % eus al lavarennoù) eo
al lavarennoù goubarzhelour. Lavaret a reont eo "Breizh
zo ur rann-vro espar e Bro-C'hall". Emañ e Bro-C'hall ha
koulskoude eo disheñvel diouzh ar rannvroioù all.
An eil aliesañ (31,4 % eus al lavarennoù) eo ar gaoz
gall. Evit an den goulennataet emañ Breizh e Bro-C'hall
ha gwelet a ra an traoù evel ur Gall.
Goude e kaver kaozioù a ran-me anezhe disrannour (26
%). Un darn vihan eus an dud a lavar : "ur paseporzh breton am eus",
pe "muioc'h breton evit gall on-me", pe c'hoazh "evidon-me n'on ket
gall". Ha dreist-holl, 36 % eus an dud goulennataet a c'hwit war o
zeod hag a laka (hep gouzout dezhe) Breizh e-maez Bro-C'hall. Mar ne
c'hoarvezje kement-se nemet ur wech pe ziv ne vije ket kalz a ster
gant an dra-se, met pa c'hoarvez kement-se gant ouzhpenn un drederenn
eus ar standilhon ez eus un dalvoudegezh bennak gant an dra-se, war a
seblant. Dreist-holl p'hor bez asc'hwitadennoù a-seurt gant :
"Nous, dans le pays gallo, on est déjà un petit peu
plus près de la France... euh, excusez-moi, je vous fais
souffrir... euh, je vous fais sourire" ("Ni amañ, er vro
c'halloù, omp un tamm bihan tostoc'h eus ar Frañs
dija... eee... ho tigarez, poan a ran deoc'h... ee... ho lakaat a ran
da c'hoarzhin..." - da lavaret eo kemmesk etre souffrir ha
sourire). Santout a reer ez eus un dra bennak o klask dont
er-maez hag a vez moustret gant an den.
Da ziwezhañ emañ rummad ar re a zo aet en
tu-hont. 4,6 % eus al lavarennoù ; a-seurt gant : "Echu eo
gant Breizh, echu eo gant Bro-C'hall, ar pezh a gont bremañ eo
Europa", pe, a-wechoù c'hoazh : "Echu eo gant Europa, ar pezh
a gont bremañ eo ar bed a-bezh."
Breizhadelezh ha liamm kevredigezh
Klasket em eus gwelet hag-eñ e vez degemeret gant ar
Vretoned e vefe tud o tont eus an diavaez o kemer perzh er
vreizhadelezh. Ha roet em eus fed e oa tomm an dud ouzh ar pezh a vez
graet "gwir ar galon" gant unan eus ar re c'houlennataet. Da lavaret
eo, nep piv bennak a gar Breizh, ar vro, an dud, ar sevenadur a
c'hall dont da vezañ Breton. Dre garout e c'haller dont da
vezañ Breton, ar pezh a c'houlenn reiñ un tamm bec'h
evit bezañ hañval diouzh ar Vretoned all.
A-hend-all, hed-ha-hed ar pennadoù-kaoz, en deus seblantet
dit e oa start al liamm kevredigezhel e Breizh. Kement-se a c'haller
merzout ivez, en un doare enep, pa studier ar vot evit ar
Front National p'eo degemeret gant ar braz eus ar studiourien e klot
ar vot-se gant an dispi kevredigezhel. Kalz nebeutoc'h a dud a vez
kavet o votiñ Front National e Breizh eget e Bro-C'hall.
Gallout a reer soñjal eta n'eo ket ken gwazh an diaez
kevredigezhel e Breizh eget e Bro-C'hall dre vras.
Er pennadoù-kaoz ec'h embann ivez alies an dud goulennataet
pegen eürus int. Anat eo e santer ivez ez int nec'het, ez int
lakaet diaes gant an dilabour, h.a. Met pa gomzont diwar-benn
bevañ e Breizh e lavaront : "A ! Pegen brav eo bevañ e
Breizh. N'houllfen ket mont da lec'h all da chom". Klasket em eus
gwelet eta perak e oa ken start al liamm kevredigezhel-se. Ha kavout
a ra din - daoust pegen souezhus e ve - emañ dreist-holl ar
bevañ war ar maez hag al lec'hioù-annez strewet e-mesk
ar c'harzhaoueg. Gwelet eo bet alies-alies ar c'harzhaoueg evel un
dra o tizaremprediñ an dud. Mard eo gwir e vez troc'het gant
ar c'harzhaoueg an dud an eil re diouzh ar re all evit pezh a sell an
nested hag an traoù danvezel, eo ret lavaret ivez e vezont
rediet ivez, dre-se, da gaout ur vuhez kevredigezhel greñv ha
da gaout liammoù start kenetrezo. Neuze 'ta, eo bet
kreñvaet ar boazioù en em vodañ ha
kehentiñ e-kerzh ar bloavezhioù
diwezhañ-mañ ma weler an dud o tiblasañ aes.
E-pad an amzer-se, er broioù ma vez an dud o vevañ
kichen-ha-kichen ha bern-war-vern e oa ar boazioù
kevredigezhel graet kentoc'h evit dispartiañ an dud mar
galljent kaout ur vuhez prevez ha dispartiet eo bet muioc'h an dud
gant boaz an diblasañ. An dezenn-se a gemeran war-lerc'h
Hervé Le Bras.
Talvoudegezhioù zo o treistpadout a sav a-du gant al liamm
kevredigezhel ivez. An talvoudegezhioù henvoazel, evel al
labour, ar youl, ar familh, ar c'hoant uhelaat, ar fealded, ar justis
hag an onestiz. Kement-se a sav a-du evit startaat al liammoù
etre an dud, hag an talvoudegezhioù-se zo stag ouzh ar
gristeniezh. Neuze e kav din eo aspadennoù ar gristeniezh e
Breizh un dra a-bouez evit al liammañ kevredigezhel. Un tamm
dale e vefe gant Breizh war peurrest Europa evit tremen eus ar
"patrom katolik kredus" d'ar "patrom denelour lik". Petra a
c'hoarvezo avat pa vo adtapet ganti an dale-se war ar
rannvroioù all digristenekaetañ ? Ha stag e vo ar
vreizhadelezh ha sevenadur Breizh ouzh aspadennoù ar relijion
gatolik ? Pep tra o kouezhañ en o foull, o vont da get eta ?
Pe neuze ha dont a ray un ideologiezh da gemer plas ar gristeniezh ?
Hag-eñ e c'hallje, diouzh ret, ur rannvroelouriezh, un
emrenelouriezh pe ur vroadelouriezh brogar dont da vezañ
benveg al liamm kevredigezhel, perzh a oa bet dalc'het betek-henn
gant ar relijion gatolik ?
|