Ur Gwenn ha Du o nijal war ar skramm
__________________________________________
Kement hag a vo displeget deoc'h amañ da heul na c'hell bezañ graet nemet gant Windows 95 eus an nevesañ (OSR2 ha nevesoc'h)

Pa vez an urzhiataer o kousket, e vez gwelloc'h dezhañ ober hunvreoù kaer...

A-raok mont pelloc'h ganti, ret eo deomp kavout ur Gwenn ha Du
- Klikit
amañ [en ur zerc'hel pouez war ar stokell "pennlizh"] a-benn pellgargañ anezhañ en ur vent a-zoare
- Lerc'hwezit anezhañ e-barzh an teuliad '
C:\Windows'

Lakaat ar Gwenn ha Du en e blas
- Bihannait ar prenestroù hag a zo digor, en ur glikañ war

(penn dehou ar skramm),
- Pouezit war 'tu dehou al logodenn ' p'emaoc'h war burev Windows
- Dibabit 'Propriétés' :
- Klikit war 'Ecran de veille'
- Dibabit 'Objets volants 3D' e-barzh ar voest 'Ecran de veille',
- Klikit neuze war 'Paramètres'
- Ar prenestr-mañ a zigor :
- Dibabit 'Drapeau avec une texture' e-barzh ar voest 'Style',
- Klikit war 'Texture';
- Klaskit 'gwennhadu.bmp' e-barzh ar voest 'Choisir le fichier de texture';
- Klikit bremañ war 'Ouvrir';
- Klikit war 'OK';
- Klikit war 'OK' evit gwiriekaad pe war 'Aperçu' evit teurel ur sell ha gwelout pegen brav eo...